nep tra
netra
evit netra
netra
eit netra
mont da netra
hep netra
Gant aon n'ho pe-c'hwi droug, droug a c'hell c'hoarvezout, n'em bo mui da'm magañ nemet daeloù, hirvoud. Hiviziken me ne welin nemet lasoù ha sparfelled; pa vezo glav, e lavarin : ha va breur paour, pelec'h eo aet ? Hag-eñ en deus ezhomm a netra 'bet bremañ ? Ha debret eo e bred, hag er goudor emañ ?
Ne deues ket ? Netra
netra en holl
netra
mont da netra
— « Me ’lavar deoc’h un dra : va eontr a zo kouezhet er stêr vras hag a zo beuzet. N’eus netra suroc’h. »
— « Petra ’c’hoarvez adarre ? » emezi. — « Netra, moereb, » a lavaras Lom. — « Eo, klevet em eus unan bennak o pec’hiñ. »
Pe kavout a raio pe ne raio ket, an dra-mañ a zo un eil afer all, rak me a gont ar pezh a zo bet kontet din, ha netra ken.
— « Goude ? Goude ? eme Job, goude n’eus netra ebet ken. Fin ’zo d’an istor ; echu tout.
A ! la ! la ! gant Lomed eveldoc’h, ne rafe unan netra vat.
Kemerit va bag evit un nebeut ["nebeud"] devezhioù mes… — hag aes eo kompren an dra-mañ — n’on ket evit prestañ deoc’h va bag… evit netra.
Da gaeraat he c'hened, an abardaez-se, n'he doa Palmira netra nemet teir jenoflenn ruz war he c'halon.
Touch a ray outi... - Touch nemetken gant va dorn, touch ouzh ar vronn, netra ken !
Rak, ni, an Dibabidi, ne veritomp ket hon enor. N'omp netra nemet uloc'h ha sempladurezh. Netra ne gont nemet an Aotrou hag E c'hras...
- Ar garantez a wisk un dremm nevez d'an dra garet, un hoal... Ha netra ne dalv mui nemet an dra garet...
- Paotr Tin, lakaet eo bet ar yaouankizoù war an douar d'en em zaremprediñ ha... dimeziñ. N'eus netra reishoc'h.
- Gouzout a rez pep tra ervat, hervez al levrioù, douetus ; ha netra hervez ar vuhez. Desket out... ha dizifenn, pa n'ouzez ket ar pep retañ.
Du-mañ e ra glav, dimezell, ha, du-mañ ez eus mor. N'eus netra er bed krouet, da dalvout ar mor.
Degouezhout a ra ur mignon en ho ti. Dont a ra eus a bell. Koulz merenn eo. N'hoc'h eus netra vat en ti, na den dindan ho torn da gas d'ar pourveañsoù. Nag hoc'h eus mezh !
Devezhioù zo emaoc'h engortoz eus lizhiri digant mignoned ker. Chom a rit war c'hed da ur paotr al lizhiri. Netra. Hiziv. Tremenet, a gav deoc'h, an eur, ez it d'ho labour. Distro, hoc'h eus kavet daou lizher... Unan da baeañ ho tailhoù, unan da baeañ koumanant ho journal... Pebezh disouezhadenn !
lojet (mat) ha maget evit netra (evit al labour kentoc'h) e vint. 65 lur hepken e koust an enskrivadur.
Hag ar wech-mañ c'hoazh, evel 13 vloaz 'zo, gant an Torrey Canion, pennoù bras ar gouarnamant o deus diskouezet ne oant mat da netra.
Ar rener a oa eta ar pezh a lavared ur "marc'hadour soubenn" ha netra muioc'h.
Soñjal a reont, netra ne ya war-raok, perak ez aje ar c'hirri war-raok?
Petra, avat, a zeufe ar brezhoneg da vezañ ma vefe savet ennañ netra nemet romantoù pe oberennoù aes da vezañ lennet ?
Ar pezh a anaveze diwar e benn a oa aet da netra, hag ar pezh a chome e oa ur c'horf noazh ha netra all, unan fesonet brav avat, betek re zoken, ar pezh a lakae da soñjal en ur c'horf divuhez.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
netra