Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
8
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. (goude ur v. a denn d'an dilec'hiañ) [1659, 1732, 1850, 1877, 1924, 1927, 1944, 2013] Eus dindan (udb). [1659] Tennañ a-zindan an douar. [1732] Azindan. [1732] A-endan. [1850] Tec'hit a-zindan ar c'han. [1877] Daoulinet int etre ar mor-bras a ya hag a deu a-zindan o zreid ha toenn koumoulek [sic] an [n]eñv a guzh anezho ouc’h daoulagad ar sitoianed. [1944] An horolaj a skoas un taol all. Mari a ziskoachas trumm he fenn a-zindan al liñserioù. [1944] Ar voereb a glaskas dindan ar pennwele, a dennas a-zindanañ alc’houez an armel hag a roas an alc’houez-se da Job en ur lavarout : — « Trist, trist eo ! » [2013] Ouzhpenn m'en em lakae dre-se Yann diskennad da C'hralon ec'h embanne ivez e oa koshoc'h rouantelezh Breizh eget hini ar Franked, eeun d'ar mare ma oa an dugelezh o tont a zindan dalc'h ar C'hallaoued. & [1924] EUS A-ZINDAN : eus dindan. [1924] Ur staotadennig en deus graet, ha pemp pe c’hwec’h bilienn eus a-zindan e lost. Bê ê ê ê !… [1924] Ar mammoù, gwelet gante ar gabailh, a savas eus a-zindan o gwe[z]enn. 2. (goude ur verb a denn pe na denn ket d'an dilec'hiañ) [1732, 1850, 1867, 1877, 1925, 2013] Dindan. [1732] Azindanon. [1732] Azindanañ. [1732] Azindanomp. [1732] Azindanoc'h. [1732] Azindano. [1850] E daolet en deus a-zindan e c'har. [1850] Sellit azindanoc'h. [1867] Gourvezet a-zindan ur roc'h / Un den gouez, a-bell dioc'h amañ, / Hag e vugale disoroc'h / A voa o vont da verennañ. [1867] An tieg zo war e dal an Neñv o lugerniñ / Hag a-zindan e dreid an douar o neveziñ. [1877] O welet e rae ar skouarn vouzar, pe marteze, evit lavaret gwell, o welet e rae goap eus ar c’hentelioù a ganed dezhañ, Andre ar Pontoù, an hini a oa e penn ar chouanted er c’horn-se eus ar vro, a gemennas d’e holl dud en em gaout, un nozvezh, e koad Tonkedeg, e tu ar sav-heol, el lec’h ma’z eus ur vengleuz hag a ya don a-zindan an douar. [1877] Kouezhañ a ra e zaoulagad war an dour a red a-zindan pont Rozanklañ. [1877] Neuze me a grio : Tan ! hag holl a-unan e tennimp. Ne vezo ket diaes deomp bizañ, rak n’eo ket re deñval an noz, ha bern-war-vern e vezint en hent a-zindanomp. [1877] Paotred Plouneour-Draezh [sic] ha paotred Kerlouan, dreist-holl, o boned glas war o fenn, o blev hir pleget a-zindanañ, hag o c’horn-butun en e ourl, a c’hoarzhe ken na dregerne al leurgêr ganto. [1925] Bilzig eta, ar varrenn en e zorn, a levie : heuilh a rae aketus ar steredenn a zigore, gwechig e veze, he lagad a-zindan ar malkennoù gwentet gant an avel. [2013] Betek an hordennadoù kolonennoùigoù a gustume diskenn ouzh ar voger, a-zindan ar bolzioù betek al leur, bep etrepeuliad, evel un arouez fetis eus al lusk war-grec'h hag a oa anezho unan eus elfennoù merkusañ ar goteg klasel. & Trl. [1877] Sevel a-zindan e votoù : mont en e sav. [1877] Ne vije ket pell evit bezañ savet a-zindan e votoù ha kaset el lec’h all da zeskiñ n'eo ket brav refuz an absolvenn da ur maer n’eus forzh peger fall e c’hallje bezañ. 3. (db. an tachennoù a venter) Dindan. Ul lenn daou zevezh arat azindani.

Exemples historiques : 
36
Masquer la liste des exemples

tennañ a-zindan an douar

1659
Référence : LDJM.1 pg defouir

a-zindan

1732
Référence : GReg pg (par) dessous, (de) dessous

azindanon, azindanañ, azindanoc'h, azindanomp, azindano

1732
Référence : GReg pg (de) dessous (moi, lui, vous, nous, eux)

a-endan

1732
Référence : GReg pg (de) dessous

Sellit a-zindanoc’h.

1850
Référence : GON.II p.97, livre second, "Regardez au-dessous de vous".

E daolet en deus a-zindan e c'har.

1850
Référence : GON.II pg a-zindan (Il l'a jeté par-dessous la jambe).

a-zindan

1850
Référence : GON.II pg a-ziñdan (Dessous. Au-dessous. Par-dessous), azindan.

Tec'hit a-zindan ar c'han.

1850
Référence : GON.II pg kân (Ôtez-vous de dessous la gouttière).

Gourvezet a-zindan ur roc'h / Un den gouez, a-bell dioc'h amañ, / Hag e vugale disoroc'h / A voa o vont da verennañ.

1867
Référence : MGK p37

An tieg zo war e dal an Neñv o lugerniñ / Hag a-zindan e dreid an douar o neveziñ ; / Evit an tieg hepken eo graet ar bed gant Doue, / Nerzh zo en e galon, saour zo en e ene, / D'ar re ra goap 'nezhañ[,] emañ o c'hounit boued ; / An tieg a zo un den, ha perak ne ve ket ?

1867
Référence : MGK p80

E falc'h zo war hor penn, gwech a-zindan hon troad ; / Koulz a-gleiz hag a-zehoù e touz ar yeot er prad.

1867
Référence : MGK p101

Al labous fur neuze d'an den / A lavaras : — « Gwell eo ganen / Nijal, kanañ dre ar c'hoajoù, / Kousket a-zindan an delioù, / Sellet en Neñv oc'h ar stered / Bihan 'veldon ha kaer er bed. »

1867
Référence : MGK p109

Ne vije ket pell evit bezañ savet a-zindan e votoù ha kaset el lec’h all da zeskiñ n'eo ket brav refuz an absolvenn da ur maer n’eus forzh peger fall e c’hallje bezañ.

1877
Référence : EKG.I. p.6

Daoulinet int etre ar mor-bras a ya hag a deu a-zindan o zreid ha toenn koumoulek [sic] an [n]eñv a guzh anezho ouc’h daoulagad ar sitoianed...

1877
Référence : EKG.I. p.100

O welet e rae ar skouarn vouzar, pe marteze, evit lavaret gwell, o welet e rae goap eus ar c’hentelioù a ganed dezhañ, Andre ar Pontoù, an hini a oa e penn ar chouanted er c’horn-se eus ar vro, a gemennas d’e holl dud en em gaout, un nozvezh, e koad Tonkedeg, e tu ar sav-heol, el lec’h ma’z eus ur vengleuz hag a ya don a-zindan an douar.

1877
Référence : EKG.I. p.107

Kouezhañ a ra e zaoulagad war an dour a red a-zindan pont Rozanklañ ; kavet eo e doull-kuzh gant Loull ar Bouc’h. Raktal e tiskenn diwar an hent hag ec’h en em ruz a-zindan ar pont, buannañ ma c’hell, e dreid en dour, hag e benn daoubleget a-zindan ar volz n’oa ket uhel a-walc’h diouc’h e vent.

1877
Référence : EKG.I. p.128-129

Neuze me a grio : Tan ! hag holl a-unan e tennimp. Ne vezo ket diaes deomp bizañ, rak n’eo ket re deñval an noz, ha bern-war-vern e vezint en hent a-zindanomp.

1877
Référence : EKG.I. p.162

Paotred Plouneour-Draezh [sic] ha paotred Kerlouan, dreist-holl, o boned glas war o fenn, o blev hir pleget a-zindanañ, hag o c’horn-butun en e ourl, a c’hoarzhe ken na dregerne al leurgêr ganto.

1877
Référence : EKG.I. p.178

Hag ar baourez kozh a chomas astennet e-kreiz an hent, poulladet ar gwad a-zindani.

1877
Référence : EKG.I. p.195

Her c’hompren a rit kerkoulz ha me ; ne gaved ket brav kaout a-du ganeoc’h tud hag o deus graet torfedoù ker bras ; mes, e feson, ar republik a rank bezañ mamm da gement den fall a zo en hor bro ; a-zindan he divaskell da vihanañ ec’h en em lakeont holl.

1877
Référence : EKG.I. p.204

Kenavezo ar c’hentañ, a liviris da'm c’henvreudeur, ha me en hent, en ur jilgammat, a-zindan divaskell an Aotrou Doue ha va Ael mat.

1878
Référence : EKG.II p.22

Me, d’am zro, a soublas va fenn a-zindan ar balan hag a bellaas dioc’h [diouzh] ar c’hleuz.

1878
Référence : EKG.II p.91

An dra-se am eus graet, hag, evidon da vezañ glac’haret-bras da vezañ kollet e Kergidu, e c’hellan lavaret em eus tennet va zud a-zindan ar bec’h, gwellañ ma c’helled en ober.

1878
Référence : EKG.II p.104

Esa a ris he divarc’hañ en u[l] lakaat va dorn dehoù a-zindani ha va dorn kleiz d’an nec’h. En aner ec’h en em skuizhen, rak an nor a yoa kloz ha ne fiñve tamm ganen.

1878
Référence : EKG.II p.120

En em silañ a ris a-zindano da guzhet.

1878
Référence : EKG.II p.126

Hag an daou soudard da azezañ war ar c’herdin m’edon-me kuzhet a-zindano.

1878
Référence : EKG.II p.130

Pa voe tennet ar baotrezig eus a-zindan ar gwele, e-lec’h m’oa kuzhet, e chomas ar soudarded souezhet da sellet an eil ouc’h egile. — Daoust, emezo, hag ur plac’hig ker yaouank a c’hellfe bezañ roet un taol ker start ?

1878
Référence : EKG.II p.144

Ni a deuas da goadoù Kermengi [sic], hag en ur vont ec’h ejomp d’ar Gêr a Draoñ da gerc’hat pep a vriad kolo da astenn azindanomp, evit en em viret dioc’h glebor an douar.

1878
Référence : EKG.II p.11

Ar mammoù, gwelet gante ar gabailh, a savas eus a-zindan o gwe[z]enn.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1124 (Miz Du 1924).

Ur staotadennig en deus graet, ha pemp pe c’hwec’h bilienn eus a-zindan e lost. Bê ê ê ê !…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.949 (Mae 1924)

Bilzig eta, ar varrenn en e zorn, a levie : heuilh a rae aketus ar steredenn a zigore, gwechig e veze, he lagad a-zindan ar malkennoù gwentet gant an avel.

1925
Référence : BILZ2 p.109

a-zindan

1927
Référence : GERI.Ern pg a-zindan

Ar voereb a glaskas dindan ar pennwele, a dennas a-zindanañ alc’houez an armel hag a roas an alc’houez-se da Job en ur lavarout : — « Trist, trist eo ! » — « Ya, trist eo, » a respontas Lom. A-benn neuze, Job a furche en armel.

1944
Référence : ATST p.34

An horolaj a skoas un taol all. Mari a ziskoachas trumm he fenn a-zindan al liñserioù.

1944
Référence : ATST p.51

Betek an hordennadoù kolonennoùigoù a gustume diskenn ouzh ar voger, a-zindan ar bolzioù betek al leur, bep etrepeuliad, evel un arouez fetis eus al lusk war-grec'h hag a oa anezho unan eus elfennoù merkusañ ar goteg klasel

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 16

Ouzhpenn m'en em lakae dre-se Yann diskennad da C'hralon ec'h embanne ivez e oa koshoc'h rouantelezh Breizh eget hini ar Franked, eeun d'ar mare ma oa an dugelezh o tont a zindan dalc'h ar C'hallaoued.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 15

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux