a-zindan
O welet e rae ar skouarn vouzar, pe marteze, evit lavaret gwell, o welet e rae goap eus ar c’hentelioù a ganed dezhañ, Andre ar Pontoù, an hini a oa e penn ar chouanted er c’horn-se eus ar vro, a gemennas d’e holl dud en em gaout, un nozvezh, e koad Tonkedeg, e tu ar sav-heol, el lec’h ma’z eus ur vengleuz hag a ya don a-zindan an douar.
Kouezhañ a ra e zaoulagad war an dour a red a-zindan pont Rozanklañ ; kavet eo e doull-kuzh gant Loull ar Bouc’h. Raktal e tiskenn diwar an hent hag ec’h en em ruz a-zindan ar pont, buannañ ma c’hell, e dreid en dour, hag e benn daoubleget a-zindan ar volz n’oa ket uhel a-walc’h diouc’h e vent.
a-zindan
An horolaj a skoas un taol all. Mari a ziskoachas trumm he fenn a-zindan al liñserioù.
Ar voereb a glaskas dindan ar pennwele, a dennas a-zindanañ alc’houez an armel hag a roas an alc’houez-se da Job en ur lavarout : — « Trist, trist eo ! » — « Ya, trist eo, » a respontas Lom. A-benn neuze, Job a furche en armel.
Ac’hañ ’ta [Ac’hanta], c’hoarvezet eo kement-se ganin, ha den on bet d’am ger, rak pa dennjont a-zindanañ e gador-veur ha pa daoljont kuit e gurunenn, e oan o vrezeliañ e Bro-C’hall skoaz-ouzh-skoaz gant e soudarded, ha bep tro ma vez komzet diwar e benn e sav em c’halon truez outañ, trugarez ha keuz dezhañ.
Betek an hordennadoù kolonennoùigoù a gustume diskenn ouzh ar voger, a-zindan ar bolzioù betek al leur, bep etrepeuliad, evel un arouez fetis eus al lusk war-grec'h hag a oa anezho unan eus elfennoù merkusañ ar goteg klasel
Ouzhpenn m'en em lakae dre-se Yann diskennad da C'hralon ec'h embanne ivez e oa koshoc'h rouantelezh Breizh eget hini ar Franked, eeun d'ar mare ma oa an dugelezh o tont a zindan dalc'h ar C'hallaoued.