Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
10
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
23
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Ar. A. (en egor) 1. Araogenn a dalvez da lec'hiañ (udb.) izeloc'h eget ar pezh zo a-uc'h dezhañ, an daou dra stok an eil ouzh egile pe hep na stokfent an eil ouzh egile. Splujañ dindan gorre an dour. Ur c'hav dindan an douar : dindan gorre an douar. Un den bras gant ur mourroù gwenn dindan e fri. Ur gouli zo dindan e droad. • Kuzhat udb. dindan an daol. Skarzhan dindan al loened. Lakaat tan dindan ar soubenn. Skoet on gant ur flemm dindan ma c'hostoù. 2. Dre ast. A-wel (da). Dindan selloù ub., dindan e zaoulagad . & Trl. skeud. Dindan lagad an deiz : en heol. 3. (db. ar gorreadoù douar) Ger a implijer d'ober anv eus un trevad, ur barrez, h.a., zo kement-mañ-kement a c'horread dezhañ. Ar vro zo dindan Plouvian, Plabenneg ha Plouzeniel. Pemp devezh-arat dindan winizh. Difraostañ ur waremm a oa dindan goad. Ar park-se zo tri devezh-arat dindanañ : tri devezh-arat ouzh e ober. Lezel an douar da ziskuizhañ dindan peuriñ. 4. Trl. (db. an dilhad) Bezañ dindan : bezañ gwisket gant. Bet e oa dindan soutanenn. 5. (db. ar plant) Araogenn a dalvez da c'heriañ diskar udb. gant ur benveg lemm. Lakaat ar falz dindan ar gwinizh : o diskar gant ar falz. Lakaat ar vouc'hal dindan ur wezenn. 6. Trl. Merdead. Bezañ dindan avel udb. : bezañ udb. etre an tu ma teu an avel hag an-unan. Ar vag-se zo dindan avel eben. 7. Tr. ar. DRE ZINDAN : dre ha dindan war un dro. Dre zindan an daol. Dre zindan ar pont. Sellet dre zindan an nor. [1850] Dre zindan ar gwez. B. (en amzer) 1. En ur ober ar c'heitad-mañ-keitad amzer. Skrivet en deus e romant dindan teir sizhun. Dindan peder eur warn-ugent e ra an Douar un dro warnañ e-unan. Dindan un nebeud amzer e paouezas gant e zoareoù displijus. Dindan dek devezh, dindan ur miz. HS. a-benn, e-barzh, e-korf. 2. Trl. Dindan an noz, dindan noz : e-kerzh an noz. Degouezhout dindan noz. 3. (dirak ur ger a verk an oad) Nebeutoc'h eget. An holl vugale dindan daou vloaz. & Trl. Dindan an oad : yaouankoc'h eget an oad ma taper e holl wirioù keodedour. 4. (dirak un av.) [2015] War-nes. Bezañ dindan mont d'ar gêr. Deuet e oa da c'houzout edon dindan dimeziñ. [2015] Dibaouez e vezan dindan taeriñ. HS. e-tal, war-bouez. C. Dre skeud. 1. Ger a implijer da c'heriañ gwered udb. war udb. all. Aet e oa ar vag d'ar strad dindan he c'harg. Bezañ krommet dindan bec'h ar bloavezhioù. An dud o doa ranket plegañ dindan kleñved spontus ar vosenn. Strinkañ a rae ar gwad dindan an taolioù. 2. (db. an amzer a ra) Hep bezañ gwarezet diouzh. Ober hent dindan ar glav bras. Bezañ, labourat dindan an amzer. 3. Ger a verk e vezer e dalc'h ub. Dindan biv oc'h amañ ? : piv eo perc'henn ho ti ? Labourat dindan ar gouarnamant. 4. (en un urzhaz) Izeloc'h eget. Emañ ar c'hure dindan ar person. Bras e voe gantañ bezañ kenteliet gant ar re a oa dindanañ. Bezañ dindan renerezh ub. 5. Ger a verk e vezer e dalc'h udb. Bez' edo ar paotrig dindan e aon : spontet. Ni zo dimezet hon-daou, ni zo dindan an embannoù. 6. (db. ar prizioù) Marc'hadmatoc'h eget. Ne gaver netra da brenañ dindan kant lur. 7. Dre eilp., rannyezh. (db. an dilhad) War-c'horre. Lakaet en deus ur bern dilhad dindanañ. Ezhomm ac'h eus krezioù da lakaat dindanout. 8. (dirak anvioù-kadarn zo pennrannoù-verb) Ger a dalvez da sevel troiennoù adverb. Bezañ dindan dle : dleout arc'hant. & Bezañ dindan dec'h : tec'hel. & Dindan guzh : o kuzhat (diouzh ub.). Bevañ, bezañ, chom dindan guzh. & Dindan brenn : alc'hwezet warnañ. Delc'her udb. dindan brenn. & Dindan eñvor : peurzesket. Deskiñ, gouzout udb. dindan eñvor. [1924] Ha Bilzig, paotr abred, lemm ha prim, a sune, a zene ar c’haozoù, al lavarioù, ar sonioù, ha dindan e eñvor digor-frank e tastume anezhe. & Dindan zivin: en entremar. N'emañ ket dindan zivin e teuy ar maout gantañ. 9. Tr. ar. (dirak a+ ak.) DINDAN BOAN : gant ar riskl da gaout. Dindan boan a dell-gastiz. & (dirak da+ av.) Gant ar riskl a. Dindan boan da vezañ krouget. [1877] Kement hini a oa e karg a ranke dont di dindan boan da vezañ torret. II. Adv. 1. (en egor) Izeloc'h (eget udb.). Lakaat dindan. Sell dindan petra zo. Bez' emañ dindan. 2. Tr. adv. Dre skeud. DRE ZINDAN : hep ma vefe anat. C'hoarzhin goap dre zindan. III. Stn. 1. Zo izeloc'h (eget udb. all). Ar weuz dindan : ar weuz izelañ. Ar gwisk dindan a vez meinek peurvuiañ. 2. (db. an dilhad) Zo lakaet war ar c'hroc'hen end-eeun. Bragoù dindan. Ur vrozh dindan. Dilhad dindan. & Trl. Ur c'hodell dindan : e diabarzh an dilhad. 3. Tr. stn. Dre skeud. (db. an dud) DRE ZINDAN : n'eo ket frank e zoareoù. Un den dre zindan eo. EVEZH. : kemm. blot. e deroù ar gerioù a zeu war-lerc'h dindan, nemet pa vez ur renadenn da-heul ar re-se.

Skouerioù istorel : 
172
Kuzhat roll ar skouerioù

me am eus un amorig joliik indan an del me...

1350
Daveenn : ABER niv. 69, 309

dedan Pilat krusifiet

1456
Daveenn : ISYK.I p108

dindan

1499
Daveenn : LVBCA p71 (soubz)

M. Petra eo an Iliz katolik ? D. An asamble ha'r c'hoñgregasion a'n holl gristenien fidel. M. Piv eo ar penn ? D. Hor salver Jezuz Krist ha dindanañ ar Pab pehini eo e viker en douar.

1622
Daveenn : Do. p16

D. 1. Me gred en Doue an Tad hollc'halloudek, krouer d'an Neñv ha d'an Douar. 2. Hag en Jezuz Krist e vab unik, hon Aotrou benniget. 3. Pehini a voe koñsevet eus ar Spered santel, ganet eus ar Werc'hez Varia. 4. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, bezet krusifiet, marv hag anseveliet. 5. Zo bet diskennet d'an Ifernoù ha resusitet an trede deiz a varv da vev. 6. Zo pignet en Neñv hag azezet a'n tu dehou d'e Dad hollc'halloudek. 7. Ac'hane e teuy da varn ar re vev ha'r re varv.

1622
Daveenn : Do. p10-12

M. Livirit gourc'hemennoù Doue. D. 1. En un Doue parfet ez kredi, / Hag a veuli hepmuiken. 2. Dre'n hanv anezhañ ne doui ket, / Didan boan pep lec'h a bec'hed. 3. An Suliaoù hag an goueliaoù din / A observi ker anterin.

1622
Daveenn : Do. p26

diskiñ didan eñvor

1659
Daveenn : LDJM.1 pg apprendre

didan eñvor

1659
Daveenn : LDJM.1 pg didan (neuor)

didan boan da vezañ krouget

1659
Daveenn : LDJM.1 pg sous (peine d'estre pendu)

dindan

1659
Daveenn : LDJM.1 pg dessous, sous

M. Piv eo ar penn anezhi [an Iliz] ? D. Hon Aotrou Jezus-Krist, ha didanañ ar Pab, pehini zo e viker en douar.

1677
Daveenn : Do. p17

M. Leveret-eñ [ar c'hredo] e brezhoneg. Me gred e Doue an Tad Hollgalloudek, krouer an neñv hag an douar. Hag e Jezus-Krist e vab unik, hon Aotrou. Pehini zo bet koñsevet eus ar Spered santel, ha ganet gant ar Werc'hez. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, zo bet krusifiet, marv, ha sebeliet. Zo bet diskennet d'an ifern, ha resusitet an trede deiz a-douez ar re varv. Zo pignet en neñv, hag azezet en tu dehoù da Zoue an Tad Hollc'halloudek. Ahane e teuy da varn ar bev hag ar marv.

1677
Daveenn : Do. p11-13

bezañ dindan dalc'h

1699
Daveenn : Har. pg bezañ, dalc'h, didan (relever)

endanomp

1732
Daveenn : GReg pg (au) dessous (de nous)

bezañ dindan an armoù

1732
Daveenn : GReg pg (être sous les) arme(s)

dre zindan

1732
Daveenn : GReg pg (par) dessous

bezañ dindan gward ur re

1732
Daveenn : GReg pg garde (Etre sous la garde de quelqu'un.)

dindan teir eur

1732
Daveenn : GReg pg heure (Sous les trois heures.)

heritourez dindan benefis

1732
Daveenn : GReg pg heritiere (Heritiere beneficiaire.)

heritour dindan benefis

1732
Daveenn : GReg pg heritier (Heritier beneficiaire.)

deskiñ dian eñvor

1732
Daveenn : GReg pg apprendre

deskiñ didan eñvor

1732
Daveenn : GReg pg apprendre

gwennañ dindan an harnez

1732
Daveenn : GReg pg harnois (Blanchir sous le harnois.)

dindan grad vat an holl

1732
Daveenn : GReg pg gré (De gré à gré.)

bet dindan patroniaj ur re

1732
Daveenn : GReg pg garde (Etre sous la garde de quelqu'un, pp.)

em lakaat dindan trugarez an aotrou Doue

1732
Daveenn : GReg pg (se jetter entre les) bras de la misericorde de Dieu)

bet dindan gward ur re

1732
Daveenn : GReg pg garde (Etre sous la garde de quelqu'un, pp.)

bezañ dindan patroniaj ur re

1732
Daveenn : GReg pg garde (Etre sous la garde de quelqu'un.)

loeroù lien endan re all

1732
Daveenn : GReg pg chaussette

Limaj Apollon a ioa e Rhodes gwechall, ker bras, ha ken uhel ma tremene al listri dindan o gouelioù, dre zindanañ.

1732
Daveenn : GReg pg colosse (de Rhodes)

endan kondision

1732
Daveenn : GReg pg conditionnellement

Emañ pell zo dindan guzh.

1732
Daveenn : GReg pg fugitif (Il est depuis long-temps fugitif.)

Emañ pell zo endan guzh.

1732
Daveenn : GReg pg fugitif (Il est depuis long-temps fugitif.)

neb zo endan guzh

1732
Daveenn : GReg pg fugitif (-ive, errant, caché, pour crimes, ou pour dettes)

kement a zo endan an neñv

1732
Daveenn : GReg pg (les choses) créées

dindan

1732
Daveenn : GReg pg dans (préposition de tems), dessous (sous; préposition)

dindan

1732
Daveenn : GReg pg dans (préposition de tems), dessous (sous; préposition), (au) dessous

dindan ur bloaz

1732
Daveenn : GReg pg dans (un an)

neb zo bremañ dindan an douar

1732
Daveenn : GReg pf defunt (unte)

dindan guzh

1732
Daveenn : GReg pg fugitif (-ive, errant, caché, pour crimes, ou pour dettes)

dindan

1732
Daveenn : GReg pg dans (préposition de tems), dessous (sous; préposition), (au) dessous

dindan

1732
Daveenn : GReg pg dessous (sous; préposition)

edani

1732
Daveenn : GReg pg dessous (sous; préposition)

lakaat dindan, endan

1732
Daveenn : GReg pg (mettre) dessous

bezañ dindan

1732
Daveenn : GReg pg (etre) dessous

sellit endan

1732
Daveenn : GReg pg (regardez au) dessous

dindanomp

1732
Daveenn : GReg pg (au) dessous (de nous)

endanomp

1732
Daveenn : GReg pg (au) dessous (de nous)

didanomp

1732
Daveenn : GReg pg (au) dessous (de nous)

amañ dindan

1732
Daveenn : GReg pg (ci-) dessous

endan ho kouarnamant

1732
Daveenn : GReg pg (sous vôtre) direction

gwerzhet endan ar vantell

1732
Daveenn : GReg pg fraude (Vendre en fraude, pp.)

gwerzhañ endan ar vantell

1732
Daveenn : GReg pg fraude (Vendre en fraude.)

endan ren an Impalaer Loeiz ar c'huñv

1732
Daveenn : GReg pg (sous l') empire (de Loüis le Debonnaire)

dre zindan ar gwez

1850
Daveenn : GON.II pg dindan, didan, indan (Par-dessous les arbres).

dindan eñvor

1850
Daveenn : GON.II pg dindan, didan, indan (De mémoire, par cœur).

n'hellan ket diskiñ dindan eñvor

1850
Daveenn : GON.II pg diski

En em lakait dindan an apoueilh.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg apouel (Mettez-vous sous l'auvent.)

didan

1850
Daveenn : GON.II pg dindân ou didân ou indân (Sous. Dessous), pg endân, pg tan ; p.56, Table des Prépositions simples, "sous, dessous".

dan

1850
Daveenn : GON.II.HV pg tan (adv. "Sous". Voyez "Dindân").

indan

1850
Daveenn : GON.II pg indân

edani

1850
Daveenn : GON.II.HV pg adan

kouezhet int endan an eskumunugenn

1850
Daveenn : GON.II.HV pg eskumunugen

deskiñ dindan eñvor

1850
Daveenn : GON.II pg éñvor, évor

dindan

1850
Daveenn : GON.II pg endân

indan

1850
Daveenn : GON.II pg endân

dindan ho tiwall hen lakaan

1850
Daveenn : GON.II pg diwall

Dindan ma aotrouniezh emaoc'h.

1850
Daveenn : GON.II pg aotrouniez (Vous êtes sous mon autorité, sous ma juridiction).

it da zisglaviñ dindan ur wezenn

1850
Daveenn : GON.II pg disglavi

dindan

1850
Daveenn : GON.II pg dindan, didan, indan

dindan

1850
Daveenn : GON.II pg dindan, didan, indan

Likit eñ dindan.

1850
Daveenn : GON.II pg dindan, didan, indan (Mettez-le dessous).

dindan an douar

1850
Daveenn : GON.II pg dindan, didan, indan (Sous la terre).

Gwellañ zo al labour da baour, da binvidig, / Anez, dindan tro 'n heol, an den zo reuzeudik.

1867
Daveenn : MGK p82

"Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv; ar-re-se kalonek ne vezent diwezhat, da herzel ouzh pep droug ha da ober pep mad; marv int pell a zo, hag e-kreiz o bezioù, ouzh ho kwelet diskiant, poultrenn o relegoù, o eskern o stekiñ dindanoc'h a lavar; ez oc'h tud digalon, tud dall ha tud bouzar."

1867
Daveenn : MGK p.2

Ouzh ar mojennoù-mañ en doa dudi; sellet a rae alies ouzh ar re anezho en doa troet e galleg, pa oa er skol; e levrig zoken a gase gantañ d'e bark, ha pa oa dilabour, en tenne dioc'h e c'hodell, hag ez ae a-gostez d'e lenn dindan ur wezenn bennak : ken a lakeas en e benn treiñ lod anezhañ e brezhoneg.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VI

leal, aet eo d'al leur nevez, an hini a gar eus he gostez, indani 'n abid satin gwenn; Doue, bravañ da femelenn; indanañ 'n abid satin gris; bravañ den yaouank a welis

1874
Daveenn : GBI.II p480

endani un abid fleur ampez

1874
Daveenn : GBI.II p58

Pelec'h emañ Godig ar Senesal, pa n'emañ war ar ru o vragal, indani un abit skarlal

1874
Daveenn : GBI.II p424

p'ae kloareg 'r Glaouiar d'ar marv, mont 'rae en ur gwiskamant vrav; indanañ zo un abid wenn hag un tog kastor war e benn

1874
Daveenn : GBI.II p422

Kement hini a oa e karg a ranke dont di dindan boan da vezañ torret.

1877
Daveenn : EKG.I. p.177

Er c’hraou e rankot mont da lojañ, kolo fresk avat a vezo dindanoc’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.72

Plegañ a ris da sellet dre zindan an or : edon dirak an ti ; n’oa ket a c’houloù e prenestr starn-an-daol ; mes an dra-se n’oa ket iskis, rak diwezhat e oa dija.

1878
Daveenn : EKG.II p.39

Me a yeas da gerc’hat ur skeul am boa gwelet a-ispilh dindan toenn an ti, e-pad ma skoen war brenestr starn-an-daol.

1878
Daveenn : EKG.II p.49

Ar Gorsedd anvet neuze Gorsedd digor, a vez dalc'het dirak an heol, dindan lagad an deiz, kement ha gallout, e-barzh ur c'hrommlec'h a zaouzek peulven, un daol-vaen en o c'hreiz.

1909
Daveenn : REZI p. 10

dindan doull gazal

1909
Daveenn : BROU p. 211 (lancer un objet par dessous l'aisselle, en imprimant au bras un mouvement de moulinet)

dignan

1909
Daveenn : BROU p. 226

dignen

1909
Daveenn : BROU p. 226

(2) Anv-meuriad dindan dorn Le Tarzec ha savet gantañ, moarvat, diouzh skouer Teutobodiaki « bugale » pe « mevelien » Teutobodios […]

1923
Daveenn : SKET p.21

Ar re-se eo ar broioù am eus gweladennet, ken gant mab uhelouenn Albiorix, ken heptañ diwezatoc’h, pa voe kouezhet ar c’hi kadarn-se dindan goafioù ar Veded, war zouar bro-Azia.

1923
Daveenn : SKET p.19

Tiegezhioù a-bezh, hag int savet, d’ar beure, en o c’haerañ gant livioù ar vuhez, e-kreiz levenez ha c’hoarzh, flastret ma ’int bet dindan tousmac’h ar stourmadoù, o c’haver d’an noz yen ha dilavar dindan divaskell zu Katubodua.

1923
Daveenn : SKET p.20

An dud-se, a gouezhas dindan taolioù ganas, a oa kerent din.

1923
Daveenn : SKET p.22

« Gouenn ar Gelted, Adaqi he magas gant laezh he divronn ramzez, — En Amzer-gent. — He c’hibellañ a eure er glizh, — Hag he sec’hañ en aezhenn-veure. — He gwaskediñ a eure dindan skourroù an dervenn ; — Ur c’havell a reas dezhi e gwask gwrizioù an ivinenn ; — Gant deil spilhaouek ar binenn, ha marblev evned ar c’hoad. »

1923
Daveenn : SKET p.21

Dindan eñvor ha dre ar munudoù e ouient nesanded ha kurioù ar ramzed, an anvioù anezho hag al lec’hioù m’o c’haver, pe war c’horre pe e kondonioù an douar, pe war harzoù ar bed.

1923
Daveenn : SKET p.39

C’hoazh e tezrevelle din ar sklav peger kaer, ha sioul, ha don ez oa koadoù e vro, peger sonn, ha tev, ha hir kefioù ar gwezennoù enno, pegen ledan, leun a veurded ha deliaouet-stank ar pennad-barroù anezho o krenañ hag o vouskanañ dindan flourad an avel.

1923
Daveenn : SKET p.48

Eveshaat a reas ouzh ar gouennoù a zeuje diouto brasañ talvoudegezh da vab-den el labourioù-kêr pe er brezel, hag e voazas anezho da sentiñ ouzh mouezh pe jestr ha da boelladiñ war labourioù a bep doare dindan e renadur.

1923
Daveenn : SKET p.56

Betek-hen n’oa ket bet a sklaved gant mibien Vanos ha biskoazh n’oa bet gwelet, e-touez broadoù all ar bed, ur mab pe ur verc’h da Vanos o poaniañ dindan ar yev hag en hualoù.

1923
Daveenn : SKET p.78

Nemet, trelatet gant rec’hoantegezh d’ar gounid ha da vadoù ar bed-mañ, a-wel da gaout dezho o-unan, distriv-kaer, glad ha surentez, e trojont kein a-ratozh d’al Lezenn, e lakjont dindan dreid ar gourc’hemennoù anezhi.

1923
Daveenn : SKET p.89

E kement korn-bro ma tiazezent e peurskarzhent al lec’h diouzh ar vroidi gentañ ; n’o lakaent ket da sklaved dindano, o lazhañ eo a raent pe o harluiñ holl gwitibunan.

1923
Daveenn : SKET p.92

Hogen, ar c’hrouadur-se a oa bet roet dezhañ da anv gant e gerent Tekos (da lavarout eo « kaer ») ; nemet Vindosêtlos e voe diwezatoc’h an anv ma teuas dindanañ da vezañ brudet.

1923
Daveenn : SKET p.105

Er c’huzh-heol, dindan ur bann-maen d’ar vag, e weled un aod izel ha traezhek.

1923
Daveenn : SKET p.110

E toull an aber e voe taget o listri gant ur barrad-amzer, hag int bet hanteraozet hepken gant berrek ez oant bet paket ; hag e freuzjont dindan o zreid.

1923
Daveenn : SKET p.117

Dindan loc’h-diloc’h ar c’hoummoù

1923
Daveenn : SKET p.184, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Au gré des flots".

Rak daouzek mab Nemetos ha ganto o friedoù, hag, ouzhpenn, he daouzek merc’h ha ganto o ezhec’h, a gouske holl dindan e doenn.

1923
Daveenn : SKET p.130

Hag int bremañ dindan guzh e-mesk ar raoskl, en o meno skrapat hini pe hini.

1923
Daveenn : SKET p.135

Kelted o tont en Itali eus glannoù ar Roen, "Gaisati", "Germani", dindan renadur ur penngadour belgiad, Virdomaros e anv, douaren Rênos [...].

1923
Daveenn : SKET p.150 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Kregiñ a ray ennout, ha da stlejañ gantañ dindan zouar en un toull leizh, yen ha teñval.

1924
Daveenn : SKET.II p.45

Ar paourkaezh Marc’harid, pleget dindan ar glac’har, a zistroas war he c’hiz.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924)

— Pennek out, mabig, pennek ; imor fall a zo ennout, ijin fall, ’m eus aon. Diwall, mab, diwall, ha dalc’h mat, dindan eñvor, ar c’homzoù fur ac’h an da ziskiñ dit : "Nep na sent ket ouzh ar stur / Ouzh ar « wialenn » a raio sur !"

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)

— Ya, aotrou person. — Evelato savit anezhañ en doujañs [a]n Aotrou Doue. — Ya, ya, aotrou person. — Ha gras dezhañ na heulio ket roudoù e berc’henn ! Grit dioutañ, dre ho kelennadurezh, ar pezh n’eo bet nag e dad nag e vamm. — Kalet ar blanedenn, aotrou person ! — Petra a fell deoc’h !… Pep hini ac’hanomp a steu e hini, dindan dorn ha skoazell an Aotrou Doue.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924) ("en doujans an Aotrou Doue" & "dindan dourn" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Madelen a ziskroge ar sklisenn eus an tach, ur baotrez a azeze war an oaled ; ar paotr, a [veze] dindan, a lakae e benn war barlenn ar baotrez, stignet mat e vragoù war e beñsou.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.843 (Miz C'hwevrer 1924)

Ha Bilzig, paotr abred, lemm ha prim, a sune, a zene ar c’haozoù, al lavarioù, ar sonioù, ha dindan e eñvor digor-frank e tastume anezhe.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

Ar wezenn dilh, gwezenn binniget, dindani pet rummad a dud o devoa [laosket] o soñjoù da vale, da gerzhet, da redek, da nijal a-dreuz broioù burzhudus o c’hoantegezh steuet gante war o spered, en o c’halon, evel ar gwiad-kevnid war ar bod lann dindan glizhenn lugernus ur vintinvezh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).

Ker klouar da beb amzer an temz-hin anezho ma vev an dud ez noazh (2) ha ma kouskont e-pad an noz e-maez o ziez dindan ar stered hag an amzer.

1924
Daveenn : SKET.II p.72

Int-i a zo du, teñval, flaerius ! Garv ganen sentiñ outo ! Garv bezañ sklavez dindano, o Atextorix !

1924
Daveenn : SKET.II p.62

Un toullig en korn ar vered, un tamm douar war an arched… Na kan na diskan : ar glaz[i]où, goude an "Angelus", da vihanañ, a gouezhas truezus, evel daeroù an anken, war bezioù ar vered lizennet dindan deñvalijenn an noz.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 37, p.810 (Genver 1924)

Ar Gwennili koulskoude a ranke mont war an araog, dre war-c’horre pe dre zindan.

1925
Daveenn : BILZ2 p.108

— C’hwi, aotrou barner ?… c’hwi, dindan un hevelep amzer ?… Deuit buan da ober un dommadenn, deuit. Na c’hwi a gemerfe ur bannac’hig ? a c’houlennas digantañ Janed an ostizez… Ur bannac’hig a raio vad deoc’h, aotrou… Yen, gwall yen eo an amzer.

1925
Daveenn : BILZ2 p.163

Sevel abred eus ar beure, hervez ar mare, chom e-pad an deiz, a-wechoù e-pad an noz dindan an amzer : setu doare ar paotr.

1925
Daveenn : BILZ2 p.107

Met o divhar, laosk ha blank dindane, ne vezent ket evit o dougen, ha peurliesañ ar piladegoù, ar c’hannadegoù a droe en kas.

1925
Daveenn : BILZ2 p.123

Pa selle outañ, krinet e vin ha dislivet, krommet e zivskoaz dindan ar bloavezhioù, ivez dindan pouez ar vuhez diroll en devoa renet, e serre he daoulagad ; hag he c’halon…

1925
Daveenn : BILZ2 p.153

Ha pa yud, pa skrij an avel en drisoù, en obañchoù, ne vez ket brav kennebeut bezañ er vag, dindan ar glav, dindan strinkadennoù an tarzhioù-mor.

1925
Daveenn : BILZ2 p.104

dindan an amzer

1927
Daveenn : GERI.Ern pg amzer (à l'air)

be(z)añ dindan ar seizh amzer

1927
Daveenn : GERI.Ern pg amzer (être dehors par tous les temps, Trég.)

dindan an amzer vras

1931
Daveenn : VALL pg (au grand) air

dindan daou zervezh

1931
Daveenn : VALL pg (au) bout (de deux jours)

diskiñ dindan eñvor

1931
Daveenn : VALL pg apprendre

dindan vored

1931
Daveenn : VALL pg assoupi

dindan gwarez ub.

1931
Daveenn : VALL pg auspice

dindan goad

1931
Daveenn : VALL pg boisé

dindan an amzer

1931
Daveenn : VALL pg air

dindan

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XIII, au dessous

c'hoarzhin dindan e vourroù

1931
Daveenn : VALL pg barbe

bezañ dindan e samm

1931
Daveenn : VALL pg acabler

bezañ dindan e vec'h

1931
Daveenn : VALL pg accabler (être accablé)

Ur wech savet ar skornegoù, ez eo aet an douar dindano war c'houzizañ gant ar samm, pladet en deus dre gempouez rak ar bluskenn-vaen, a reer Sial anezhi, a zo douget gant un dolzennad karregennoù ponneroc'h hag ardeuz, ar Sima a c'hell ar sial diskenn ennañ.

1943
Daveenn : TNKN p50

Ar yer a oa moredet war o c’hlud, souchet o fenn dindan o eskell.

1944
Daveenn : ATST p.129

Keit ma yae an traoù-mañ en-dro, Srollad Paotred Plouyann a oa o c’hoari Mister Sant-Gwenole ha fentigell ar Vezventi dindan ar c’hoc’hu, leun-barr.

1944
Daveenn : EURW.1 p.189

Pa oan astennet, ma fenn dindan al liñsel en em lakais da ouelañ, gant ar c'heuz da'r gêr ha da'm zud.

1944
Daveenn : EURW.1 p33

Ar geñveradeg gwiskamantoù a oa dindan kloastroù an ti-kêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p.188-189

Pa'z aen da graoña en-dro d'ar Buenoù, he c'haven en ur prad o vaesa he saout, hag azezet en he c'hichen e-pad eurvezhioù a gaven berr, e konten dezhi netraigoù, e raen dezhi cherisoù ; evel daou labous digabestr dindan heol an neñvoù, ne wele hini ac'hanomp, a-dra-sur, droug ebet er blijadur a gemeremp oc'h en em gavout e kuzh ouzh an holl.

1944
Daveenn : EURW.1 p45

Mont da laerezh avaloù : mont da guzhat ar godelladoù dindan ur bern delioù kras, da « bezelliñ ».

1944
Daveenn : EURW.1 p25

Pa oan bihan e weled toull ur c'haran war bord hent Mil-ar-Prad, hag ac'h ae dindan an douar betek kavioù ar c'hastell-kreñv, hag a roe an tu d'an difennourien da vont kuit dre guzh, ma vijent e riskl da vezañ paket.

1944
Daveenn : EURW.1 p17

C'hoari koukoug : an holl a ya da skoachañ du-mañ du-hont : an hini a oa « dindan », evel ma leverer, a ranke klask anezho.

1944
Daveenn : EURW.1 p24

Lojet e oamp dindan teltennoù a zek den, strewet tost ha tost en ul lanneg vras.

1944
Daveenn : EURW.1 p.204

E-giz armoù, hor boa bet fuzul, baionetezenn, ur sac’h-kein lien, sterniet gant koad ; tri bisac’h-tennoù hag o lêrennoù, hag ouzhpenn… un nebeud seier bihan-bihan a oa enno ar boued-mir, hag [a] oa difennet groñs o zañva dindan boan a gastiz spontus.

1944
Daveenn : EURW.1 p.194

Eñ am c’hare, a lavaras d’in, abalamour m’en doa plijadur o plegañ dindan ma domani, oc’h ober diouzh ma youl, o senti ouzhin hag o heuliañ ac’hanon ; abalamour ivez m’am boa kemeret e zifenn raktal, p’o doa bet c’hoant re ar gambrad da ober goap eus e vin gwregel…

1944
Daveenn : EURW.1 p.193-194

Job a starde gouzoug Lom hag a strilhe e benn dezhañ kement ha me [sic, "ma"] c’helle. Lom, flastret dindan ilinoù an hini all, a rae bec’h, a dabac’he, a ziskrape, a razailhe, en em ziswinke kement ha ma c’helle.

1944
Daveenn : ATST p.21

Krenañ a reas e zivesker dindanañ.

1944
Daveenn : ATST p.95

Ker gwenn e oa hag al liñser ma oa kuzhet dindani, ha dianaoudek eus an holl draoù a oa en-dro dezhi.

1944
Daveenn : ATST p.53

Emañ an Naer skoachet dindan ar Vleunienn !...

1949
Daveenn : SIZH p.41

Treiñ ha distreiñ a ra ar paotr dindan e zilhad-wele [sic, zilhad-gwele].

1949
Daveenn : SIZH p.38

Sevel a reas ar paotr e zaoulagad, ha kejañ a reas e sell gant bizaouenn bounner he skouarn vunut, ha gant un uhel a grib olifant, o vousluc'hañ dindan rouedenn ar vantilh, en he blev du-pod.

1949
Daveenn : SIZH p. 42-43

Morse, betek neuze, n'en doa eveshaet e oa ar manati ken teñval, ken diamzeret, dindan e boultrenn.

1949
Daveenn : SIZH p.46

Harpañ a rejont dindan unan eus gwaregoù toull-didoull ar c'hloastr, nepell diouzh koloennoù ar gwenan.

1949
Daveenn : SIZH p.53

Morvitellet e oa an iliz freuzhet [sic, freuzet], ar c'hloastr, ar serz[h]ennoù o sklent lintrus, dindan bannoù a-blomm un heol gor.

1949
Daveenn : SIZH p.55

Graet he doa Palmira ar mousc'hoarzh-se, a lakae ar breur Arturo, war un dro gant c'hwez [sic, c'hwezh] gwrezus ha frondus ar vaouez, dindan gazel-ge.

1949
Daveenn : SIZH p.56

Eñvoriñ a reas al lili, divi dindan an heol, o vransellat [sic, vrañsellat] milzin gant an aezenn [aezhenn], war o c'horzennoù soubl-disoubl.

1949
Daveenn : SIZH p.58

Ur vleunienn a wele dirazañ, kaer trellus ; an naer, avat, an hini a oa dindani gant he c'hilioù, ha flemmet a oa bet ganti.

1949
Daveenn : SIZH p.59

« Skarpañ ' ray ar varrikenn dindan an heol ».

1960
Daveenn : PETO p87

Degouezhout a ra ur mignon en ho ti. Dont a ra eus a bell. Koulz merenn eo. N'hoc'h eus netra vat en ti, na den dindan ho torn da gas d'ar pourveañsoù. Nag hoc'h eus mezh !

1973
Daveenn : HYZH Niv. 88 p. 42, Anjela Duval

A gammedoù ingal, Met o vont war e bouez, E vo gwelet, timat, 'Tremen 'dan an aspled, E lec'h e vez klevet, sour an tonnoù tarzhet, 'Lipat ar sav-vili.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 3

Ha ma pare dirazon goanagoù ur vuhez nevez, e chome em spered paotr yaouank skeudenn va bro, dindan an heol d'an deroù hañv.

1985
Daveenn : DGBD p9

Ha gant se e vez disheñvel, n'eo ket hepken kerzhed al lestr, met ivez an drouz a ra en ur fregiñ an dour, re-bar eo bremañ e vije o vont a-dreuz ul lennad eoul, ha kreñvik an donn dindanañ koulskoude.

1985
Daveenn : DGBD p12

Tresoù ar savadur a weler splannoc'h ha merzout a c'hall an nen pegen linennek eo an arz gotek, linennoù eeun, linennoù kromm, linennoù o weañ, linennoù o tremen gwech dre zindan, gwech dreist ar re all.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 22

Goude-se e klasker bezañ azezet an tostañ posupl an eil ouzh egile : divgroazell ouzh divgroazell, an divhar o stardañ an den a zo dirazoc'h hag o klask lakaat anezhe da dremen dre zindan e zivhar dezhañ.

2015
Daveenn : DISENT p96

Goulennit lojeiz digant ar stourmerien a zo o chom er c'horn-bro-se, ha klaskit chom hep kousket en ho ti ma soñj deoc'h oc'h bet lakaet dindan evezh.

2015
Daveenn : DISENT p89

"Elfennoù nevez a zo a-zivout muntr ar surjian Korasidis?" a c'houlenn ouzhin un den yaouank, un T-shirt hag ur jean dindanañ.

2015
Daveenn : EHPEA p71

Moustrañ a ran warnon evit chom hep stagañ da ouelañ me ivez, pa vez poan evit daou e vez poan evit tri, evel a lavarer, rak dindan kouezhañ a-flav emaon. Klask a ran kennerzhañ anezhi koulskoude.

2015
Daveenn : EHPEA p67

Lakaat a ran geriadur Dimitrakos dindan ma c'hazel, mont betek ma gwele ha klask ar pennger "emlazh".

2015
Daveenn : EHPEA p28

Dibaouez e vezan dindan taeriñ rak ho kenseurted, Aotrou C'haritos, a glask atav penaos kas ar yaouankizoù-se d'an toull evit ma vo dibrez o spered.

2015
Daveenn : EHPEA p378

Da c'houde e laka ar stourmerien o divrec'h da dremen dre zindan o divhar evit tapout krog e-barzh melloù-dorn, dornioù pe, d'ar gwashañ, ufernioù o c'hamaraded hag a zo a-dal dezhe.

2015
Daveenn : DISENT p95

Etimologiezh

En em ziskouez a ra ar ger-mañ dindan adstummoù niverus abaoe mare ar c'hrennvrezhoneg ; holl int savet diwar ar wrizienn "tan", a zeu war wel dindan e stumm kemmet "dan", hag a verk udb. zo izeloc'h e live eget udb all a-us dezhañ. An hevelep gwrizienn a adkaver en termenoù kembraek "dan" ha kerneveurek "tan", kevatal-rik o ster d'ar ger brezhonek "dindan". Un termen predenek eo "tan/dan". Ar stummoù gwenedek pe rannyezhel a-vremañ "adan" pe "edan" - savet diwar an araogennoù "a" hag "e" +" tan" (a-dan, e-dan) - a c'haller liammañ strizh ouzh ar stummoù kembraek "adan", "i dan" pe c'hoazh "i adan". N'int ket testeniekaet e krennvrezhoneg. Kentoc'h en em ziskouez dija stummoù emdroet enno un "n" epentetek kerkent hag ar XIVvet kantved : "indan" e 1350, "endan" e 1499 er C'hatolicon. Adalek kreiz ar XVvet kantvet (1456) e kaver testeniekaet ar stumm "dedan", savet diwar ar rakger "de-" (de- + tan), erlec'hiet muioc'h-mui gant ar stumm emdroet "didan" (de- > di-) adalek ar XVIIvet kantved. Doctrin an Christenien (1622) n'anavel nemet "didan" da stumm dizalc'h, evel geriadur an Tad Maner (1659) ha geriadur Harinkin (1699). Ar geriadurioù da-heul, Gregor a Rostrenenn (1732) hag ar Gonideg (1850) a veneg c'hoazh "didan", met evel adstummoù d'ar stumm stantard modern "dindan" kentoc'h. "Dindan" a hañval bezañ ur stumm modern savet diwar kenstok ar stummoù emdroet "indan" gant "didan". Ar stumm implijet ar muiañ e geriadur Gregor a Rostrenenn eo (1732). Abaoe eo deuet da vezañ ar stumm stankañ dre skrid, stumm ar genyezh a-vremañ. Kavout a reer ur skouer eus "dindan" e Doctrin an Christenien 1622 memes tra, met evel stumm displeget hepken "dindanañ". Ar stumm rannyezhel diwezhañ "dian" a gaver testeniekaet e 1732 evit ar wech kentañ diwar dorn Gregor a Rostrenenn en doa strivet da renabliñ pizh kement doare klevet gantañ. Hañvalout a ra bezañ ganet diwar fatadur "d" kreiz ar stumm "didan".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial