endan
D. 1. Me gred en Doue an Tad hollc'halloudek, krouer d'an Neñv ha d'an Douar. 2. Hag en Jezuz Krist e vab unik, hon Aotrou benniget. 3. Pehini a voe koñsevet eus ar Spered santel, ganet eus ar Werc'hez Varia. 4. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, bezet krusifiet, marv hag anseveliet. 5. Zo bet diskennet d'an Ifernoù ha resusitet an trede deiz a varv da vev. 6. Zo pignet en Neñv hag azezet a'n tu dehou d'e Dad hollc'halloudek. 7. Ac'hane e teuy da varn ar re vev ha'r re varv.
didan
M. Leveret-eñ [ar c'hredo] e brezhoneg. Me gred e Doue an Tad Hollgalloudek, krouer an neñv hag an douar. Hag e Jezus-Krist e vab unik, hon Aotrou. Pehini zo bet koñsevet eus ar Spered santel, ha ganet gant ar Werc'hez. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, zo bet krusifiet, marv, ha sebeliet. Zo bet diskennet d'an ifern, ha resusitet an trede deiz a-douez ar re varv. Zo pignet en neñv, hag azezet en tu dehoù da Zoue an Tad Hollc'halloudek. Ahane e teuy da varn ar bev hag ar marv.
endan
dedan
edan
dre zindan
amañ dindan
sellit endan
didan
dindan
dindan ur bloaz
adan
dindan
indan
Ouzh ar mojennoù-mañ en doa dudi; sellet a rae alies ouzh ar re anezho en doa troet e galleg, pa oa er skol; e levrig zoken a gase gantañ d'e bark, ha pa oa dilabour, en tenne dioc'h e c'hodell, hag ez ae a-gostez d'e lenn dindan ur wezenn bennak : ken a lakeas en e benn treiñ lod anezhañ e brezhoneg.
"Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv; ar-re-se kalonek ne vezent diwezhat, da herzel ouzh pep droug ha da ober pep mad; marv int pell a zo, hag e-kreiz o bezioù, ouzh ho kwelet diskiant, poultrenn o relegoù, o eskern o stekiñ dindanoc'h a lavar; ez oc'h tud digalon, tud dall ha tud bouzar."
« Gouenn ar Gelted, Adaqi he magas gant laezh he divronn ramzez, — En Amzer-gent. — He c’hibellañ a eure er glizh, — Hag he sec’hañ en aezhenn-veure. — He gwaskediñ a eure dindan skourroù an dervenn ; — Ur c’havell a reas dezhi e gwask gwrizioù an ivinenn ; — Gant deil spilhaouek ar binenn, ha marblev evned ar c’hoad. »
— Ya, aotrou person. — Evelato savit anezhañ en doujañs [a]n Aotrou Doue. — Ya, ya, aotrou person. — Ha gras dezhañ na heulio ket roudoù e berc’henn ! Grit dioutañ, dre ho kelennadurezh, ar pezh n’eo bet nag e dad nag e vamm. — Kalet ar blanedenn, aotrou person ! — Petra a fell deoc’h !… Pep hini ac’hanomp a steu e hini, dindan dorn ha skoazell an Aotrou Doue.
dindan an amzer
dindan
dindan an amzer
dindan vored
dindan an amzer vras
dindan goad
Ur wech savet ar skornegoù, ez eo aet an douar dindano war c'houzizañ gant ar samm, pladet en deus dre gempouez rak ar bluskenn-vaen, a reer Sial anezhi, a zo douget gant un dolzennad karregennoù ponneroc'h hag ardeuz, ar Sima a c'hell ar sial diskenn ennañ.
Pa'z aen da graoña en-dro d'ar Buenoù, he c'haven en ur prad o vaesa he saout, hag azezet en he c'hichen e-pad eurvezhioù a gaven berr, e konten dezhi netraigoù, e raen dezhi cherisoù ; evel daou labous digabestr dindan heol an neñvoù, ne wele hini ac'hanomp, a-dra-sur, droug ebet er blijadur a gemeremp oc'h en em gavout e kuzh ouzh an holl.
Krenañ a reas e zivesker dindanañ.
Ker gwenn e oa hag al liñser ma oa kuzhet dindani, ha dianaoudek eus an holl draoù a oa en-dro dezhi.
Job a starde gouzoug Lom hag a strilhe e benn dezhañ kement ha me [sic, "ma"] c’helle. Lom, flastret dindan ilinoù an hini all, a rae bec’h, a dabac’he, a ziskrape, a razailhe, en em ziswinke kement ha ma c’helle.
Ar yer a oa moredet war o c’hlud, souchet o fenn dindan o eskell.
Sevel a reas ar paotr e zaoulagad, ha kejañ a reas e sell gant bizaouenn bounner he skouarn vunut, ha gant un uhel a grib olifant, o vousluc'hañ dindan rouedenn ar vantilh, en he blev du-pod.
Ur vleunienn a wele dirazañ, kaer trellus ; an naer, avat, an hini a oa dindani gant he c'hilioù, ha flemmet a oa bet ganti.
Eñvoriñ a reas al lili, divi dindan an heol, o vransellat [sic, vrañsellat] milzin gant an aezenn [aezhenn], war o c'horzennoù soubl-disoubl.
Graet he doa Palmira ar mousc'hoarzh-se, a lakae ar breur Arturo, war un dro gant c'hwez [sic, c'hwezh] gwrezus ha frondus ar vaouez, dindan gazel-ge.
Morvitellet e oa an iliz freuzhet [sic, freuzet], ar c'hloastr, ar serz[h]ennoù o sklent lintrus, dindan bannoù a-blomm un heol gor.
Harpañ a rejont dindan unan eus gwaregoù toull-didoull ar c'hloastr, nepell diouzh koloennoù ar gwenan.
Morse, betek neuze, n'en doa eveshaet e oa ar manati ken teñval, ken diamzeret, dindan e boultrenn.
Emañ an Naer skoachet dindan ar Vleunienn !...
Treiñ ha distreiñ a ra ar paotr dindan e zilhad-wele [sic, zilhad-gwele].
D’am meno, bez’ eo ar pleg-mor-se kaerañ tra ’zo dindan an heol.
Bet ’oan war roudoù Biz Kamm betek la Vera Kruz, laosket am boa va gwellañ korn-butun da gouezhañ en dour damdost d’an Douar Nevez, ur rannvro ma paouranteas enni meur a hini eus va c’herent an amzer gent ; hogen, en touiñ a rafen, na Biz Kamm, nag ar besketaerien-se, tanfoeltr hini anezho ne oa bet ken laouen ha me gant e stad war vourzh al listri-brezel, ha bremañ pa ’z oan e ti-hent-houarn Brest, dindan mont d’ar gêr, e tistroe va spered war-du ar vuhez-se, hini Yann Dibalamour, na rae van nag eus hirie, nag eus dec’h pe arc’hoazh.
Bez’ e oa e penn a-raok ar vag ur pikol morverc’h arc’hantet o sevel d’an nec’h etre he divrec’h noazh ur gurunenn aour a lugerne dindan lagad an heol.
Met sed amañ plijusañ tra a gaven : ni, sonerien, ha ni hepken, nemet moarvat ar c’habiten hag an admiral, a c’helle kousket a-hed an noz hep divorfilañ, ha netra ne zeue d’hon trubuilhañ, forzh pegement a drouz hag a reuz a save e[n]-dro hag a-us dimp pe dindanomp.
Chom a ris goude-se ur pennad brav e kazarn Rekourañs da studiañ ha da labourat dindan renerezh an Aotrou Farigoul, met a-hend-all e vezen ken dieub, ken dinask hag un evnig Doue.
Rom ar vro a zo ken gwenn, ken sklaer ha dour ; tamm ebet ne denn war ar moc'haj damc'hell, liv an hañvoez warnañ, a werzher dre amañ dindan an anv-se.
Met pa ’z eas kuit d’an diwezh, stouet e benn gantañ ha kalz krommoc’h e chouk, hag eñ o horellañ un nebeudig dre ma krene moarvat e zivhar dindanañ, rak ne oa ket mezv ar Sul-se, darbet e voe din mont war wakaat, ha n’ouzon ket kaer penaos e viris ouzhin da redek war e lerc’h en ur grial : « Ac’hanta geo, mont a rin da Sant-Brieg, met en anv Doue paouezit da ouelañ ! »
En ur ger, kenderc’hel a rae da c’houlennata gant herr, ken ma krede din bezañ dindan ur barr grizilh.
Aet e oa da anaon an Aotrou Hamon, rener kloerdi bihan Landreger. Gwazh a se din ! rak skoazellet e vijen bet gantañ evel gwechall pa oan kloareg dindan e veli, ha mont va-unan[-]penn da glask arc'hant, sed aze war a greden poaniusañ truach er bed-mañ, kerkoulz evit ar paour oc’h astenn e zorn hag evit egile o skoulmañ lasoù e yalc’h, rak hervez ma tistage va zad-kozh Biz Kamm : Neb en deus en deus, / Ha neb n’en deus ket a sell a-dreuz.
Degouezhout a ra ur mignon en ho ti. Dont a ra eus a bell. Koulz merenn eo. N'hoc'h eus netra vat en ti, na den dindan ho torn da gas d'ar pourveañsoù. Nag hoc'h eus mezh !
A gammedoù ingal, Met o vont war e bouez, E vo gwelet, timat, 'Tremen 'dan an aspled, E lec'h e vez klevet, sour an tonnoù tarzhet, 'Lipat ar sav-vili.
Ha ma pare dirazon goanagoù ur vuhez nevez, e chome em spered paotr yaouank skeudenn va bro, dindan an heol d'an deroù hañv.
Ha gant se e vez disheñvel, n'eo ket hepken kerzhed al lestr, met ivez an drouz a ra en ur fregiñ an dour, re-bar eo bremañ e vije o vont a-dreuz ul lennad eoul, ha kreñvik an donn dindanañ koulskoude.
Tresoù ar savadur a weler splannoc'h ha merzout a c'hall an nen pegen linennek eo an arz gotek, linennoù eeun, linennoù kromm, linennoù o weañ, linennoù o tremen gwech dre zindan, gwech dreist ar re all.
Goulennit lojeiz digant ar stourmerien a zo o chom er c'horn-bro-se, ha klaskit chom hep kousket en ho ti ma soñj deoc'h oc'h bet lakaet dindan evezh.
Da c'houde e laka ar stourmerien o divrec'h da dremen dre zindan o divhar evit tapout krog e-barzh melloù-dorn, dornioù pe, d'ar gwashañ, ufernioù o c'hamaraded hag a zo a-dal dezhe.
Goude-se e klasker bezañ azezet an tostañ posupl an eil ouzh egile : divgroazell ouzh divgroazell, an divhar o stardañ an den a zo dirazoc'h hag o klask lakaat anezhe da dremen dre zindan e zivhar dezhañ.
Moustrañ a ran warnon evit chom hep stagañ da ouelañ me ivez, pa vez poan evit daou e vez poan evit tri, evel a lavarer, rak dindan kouezhañ a-flav emaon. Klask a ran kennerzhañ anezhi koulskoude.
Lakaat a ran geriadur Dimitrakos dindan ma c'hazel, mont betek ma gwele ha klask ar pennger "emlazh".
Dibaouez e vezan dindan taeriñ rak ho kenseurted, Aotrou C'haritos, a glask atav penaos kas ar yaouankizoù-se d'an toull evit ma vo dibrez o spered.
"Elfennoù nevez a zo a-zivout muntr ar surjian Korasidis?" a c'houlenn ouzhin un den yaouank, un T-shirt hag ur jean dindanañ.
Emaon dindan digeriñ ma genoù evit adkregiñ gant ma goulennoù met Albaniz zo primoc'h egedon hag a respont a-gor
Mots précédents
Mots suivants
dindan