E-tal din c'hoazh e zo ur beleg breton eus a Vro-Leon, an Ao. Kerjean, person Lambaol-Gwimilio, ur gavadenn evidon hag a dalv aour !
E-tal d'in c'hoaz e zo eur belek breton euz a Vro-Leon, an Au. Kerjean, person Lampaul-Gwimilio, eur gavaden evidon hag a dalv aour !
1903
Référence :
MBJJ
p25
Ar gwiskamantoù breton am lakae seder : bez' e oa c'hoazh gwazed kozh gant brageier-bras lien ha bodreoù (gamachoù) ; ur gouriz lêr a oa en-dro d'o divgroazell.
Ar gwiskamantou breton am lakae seder : bez' e oa c'hoaz gwazed koz gant brageier-bras lien ha bodreou (gamachou) ; eur gouriz ler a oa en dro d'o diougroazell.
1944
Référence :
EURW.1
p75
Doare an daolenn a oa spontus-bras, al liver en doa bet c’hoant da ziskouez « penaos e wel ur c’houer breton an traoù e-kreiz an noz, pa zeu d’e eñvor ar c’hontadennoù kozh, ha p’en deus evet ur bannac’h gwin-ardant re er bourk. »
Doare an daolenn a oa spontus bras, al liver en doa bet c’hoant da ziskouez « penaos e wel eur c’houer breton an traou e-kreiz an noz, pa zeu d’e eñvor ar c’hontadennou koz, ha p’en deus evet eur bannac’h gwin-ardant re er bourk. »
1944
Référence :
EURW.1
p.93
[...] ha kanerien Ti Kaniri Breizh bodet en-dro da Erwan Berthou, ha studierien breton Roazhon, bodet en-dro din, ha ma diskibl yaouankañ sant-briegat Jul Haag…
[...] ha kanerien Ti Kaniri Breiz bodet en-dro da Erwan Berthou, ha studierien breton Roazon, bodet en-dro d’in, ha ma diskibl yaouanka sant-briegat Jul Haag…
1944
Référence :
EURW.1
p.189
Biskoazh ne oa bet ar varzhed vreton gant kement a arc’hant etre o daouarn.
Biskoaz ne oa bet ar varzed vreton gant kement a arc’hant etre o daouarn.
1944
Référence :
EURW.1
p.190
« Gant kaniri, gourenadegoù, « c’hoarioù breton ». Barrek oc’h war se ? » -«Me ‘esaio.»
« Gant kaniri, gourenadegou, « c’hoariou breton ». Barrek oc’h war se ? » -«Me ‘esaio.»