Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Eus Breizh, a denn da Vreizh. Ar bobl vreton. Ar yezh vreton : ar brezhoneg. HS. breizhek, brezhon.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

breton

1659
Daveenn : LDJM.1 pg breton

E-tal din c'hoazh e zo ur beleg breton eus a Vro-Leon, an Ao. Kerjean, person Lambaol-Gwimilio, ur gavadenn evidon hag a dalv aour !

1903
Daveenn : MBJJ p25

Ar gwiskamantoù breton am lakae seder : bez' e oa c'hoazh gwazed kozh gant brageier-bras lien ha bodreoù (gamachoù) ; ur gouriz lêr a oa en-dro d'o divgroazell.

1944
Daveenn : EURW.1 p75

Doare an daolenn a oa spontus-bras, al liver en doa bet c’hoant da ziskouez « penaos e wel ur c’houer breton an traoù e-kreiz an noz, pa zeu d’e eñvor ar c’hontadennoù kozh, ha p’en deus evet ur bannac’h gwin-ardant re er bourk. »

1944
Daveenn : EURW.1 p.93

[...] ha kanerien Ti Kaniri Breizh bodet en-dro da Erwan Berthou, ha studierien breton Roazhon, bodet en-dro din, ha ma diskibl yaouankañ sant-briegat Jul Haag…

1944
Daveenn : EURW.1 p.189

Biskoazh ne oa bet ar varzhed vreton gant kement a arc’hant etre o daouarn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.190

« Gant kaniri, gourenadegoù, « c’hoarioù breton ». Barrek oc’h war se ? » -«Me ‘esaio.»

1944
Daveenn : EURW.1 p.202

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial