1. (gant ur bennlizherenn-dal)
Breizhad.
Ar Vretoned zo tud kalet ha kreñv. Bretonezed kalonek prest da zifenn o bro.
[1877] An Aotrou David, eskob Sant-Brieg, en doa pedet da zont d’ar gouel tri eskob all hag arc’heskob Roazhon, "tad kozh ar Vretoned".
[1954] Kerse eo ganin pa soñjan am bije gallet d’ar pred-se stagañ d’ober gant ar brezhoneg, rak gout’ouien mat a-walc'h hor yezh hag un dudi a veze din lenn bep sizhun Kroaz ar Vretoned an Tad Vallée.
[1985] Marteze ez eus tu da dostaat o emzalc'h ouzh kalz Bretoned a ziwar ar maez pa 'z aent gwechall da glask labour d'ar c'hêrioù bras, da Baris dreist-holl.
HS. Brezhon.
2. RANNYEZH. (en e furm unan ; gant ur bennlizherenn vihan)
Brezhoneg.
Da gomz breton.
Ar gresim hag al latin o deus flipet un niver bras a c'herioù eveus al langaj a brezeg ar Vretoned en Breizh-Arvorig hag en Breizh-Veur.
Ar grecim hac al latin o deus flypet un niver bras a c'heryou eveus al langaich a brezecq ar vretoñned eñ Breiz-arvoricq hac eñ Breiz-veur.
1732
Daveenn :
GReg
pg grec (La langue grecque, & la latine ont pris beaucoup de mots de la langue des anciens Celtes, lorsqu'ils s'appelloient encore Gomariens, & Titans, selon le Reverend Pere Dom Paul Pezron Bernardin, dans son livre, de l'antiquité de la nation & de la langue des Celtes, ou anciens Gaulois.)
Breton
breton
1732
Daveenn :
GReg
pg (qui est de) Bretagne, (qui est de la Basse-) Bretagne, breton (qui est de Bretagne Armorique, ou de Gales en Angleterre)
Bretoned
bretoned
1732
Daveenn :
GReg
pg (qui est de) Bretagne, (qui est de la Basse-) Bretagne
Bretoned
bretonned
1732
Daveenn :
GReg
pg breton (qui est de Bretagne Armorique, ou de Gales en Angleterre)
Bretonez
bretonès
1732
Daveenn :
GReg
pg brette (femme de Bretagne)
bretonezed
bretonesed
1732
Daveenn :
GReg
pg brette (femme de Bretagne)
Ar profed Gwinklan, brudet-bras e-touez ar Vretoned.
Ar Prophed Guïncqlan, brudet-bras ê touëz ar vretoned.
1732
Daveenn :
GReg
pg Guinclan
Bretoned
Brétoned
1850
Daveenn :
GON.II
pg Bréton (Breton, homme né en Bretagne. Habitant de la Bretagne. Pl.)
Bretonez
Brétonez
1850
Daveenn :
GON.II
pg Brétonez (Bretonne, femme née en Bretagne ou habitant la Bretagne).
Bretonezed
Brétonezed
1850
Daveenn :
GON.II
pg Brétonez (Bretonne, femme née en Bretagne ou habitant la Bretagne. Pl.)
Breton
Brétoun
1850
Daveenn :
GON.II
pg Bréton ou Brétoun (Breton, homme né en Bretagne. Habitant de la Bretagne).
Bretonez
Brétounez
1850
Daveenn :
GON.II
pg Brétonez ou Brétounez (Bretonne, femme née en Bretagne ou habitant la Bretagne).
Breton
Bréton
1850
Daveenn :
GON.II
pg Bréton (Breton, homme né en Bretagne. Habitant de la Bretagne), breizad ou breiziad.
Ar Vretoned a gar kalz ar gwin tev.
Ar Vrétoned a gâr kalz ar gwîn téô.
1850
Daveenn :
GON.II
pg Bréton (Les Bretons aiment beaucoup le vin épais).
Kizioù ar C'hallaoued kozh a gaver c'hoazh e-touez ar Vretoned.
Kisiou ar C'hallaoued kôz a gaveur c'hoaz étouez ar Vrétouned.
1850
Daveenn :
GON.II
pg gall (On trouve encore parmi les Bretons les usages des Gaulois).
Daveenn :
GON.II
pg koroller (Tous les Bretons sont des danseurs).
Ur gouel skedus-meurbet a voe en dervezh-se e Landreger. An Aotrou David, eskob Sant-Brieg, en doa pedet da zont d’ar gouel tri eskob all hag arc’heskob Roazhon, "tad kozh ar Vretoned".
Eur gouel skeduz meurbed a oue enn dervez-se e Landreger. An Aoutrou David, eskop Sant-Briek, en doa pedet da zont d’ar gouel tri eskop-all hag arc’heskop Roazoun, "tad koz ar Vretouned".
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.29
Evel-se ne voe ket pell ar frapad : leveoù ar Sent a voe gwerzhet dre bevar c’horn ar vro, ha roet kazi evit netra, rak ezhomm arc’hant a yoa, ha ne gaved ket kalz a dud da deuler war al leveoù-se, rak ar feiz a yoa c’hoazh bev e goueled kalon ar Vretoned.
Evel-se ne oue ket pell ar frapad : leveou ar Zent a oue guerzet dre bevar c’horn ar vro, ha roet kazi evit netra, rag izomm arc’hant a ioa, ha ne gavet ket kals a dud da deuler var al leveou-ze, rag ar feiz a ioa c’hoaz beo e goueled kaloun ar Vretouned.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.2
Ar Vretoned a chomas mantret. A-enep beg lemm ur vaionetez, petra e oa o fenn-bazh, petra e oa zoken o fuzuilhoù ?
Ar Vretouned a jommaz mantred. A enep beg lemm eur vaionnettez, petra oa ho fenn-baz, petra oa zoken ho fuziliou ?
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.271
Bezomp ive[z] fiañs er Mestr Hollc’halloudus a zalc’h en he sav hon bro Beizh-Izel [sic], koulz hag ar bedoù diniver a ruilh dre an oabl. Pedomp, dreist-holl Santez-Anna-Wened n’he deus biskoazh distroet he skouarn diouzh pedennoù he Bretoned.
Bezomp ive fianz er Mestr Holl-c’hallouduz a zalc’h en he sav hon bro Beiz-Izel [sic], koulz hag ar bedou diniver a ruilh dre an oabl. Pedomp, dreist-holl Santez Anna Wened n’e deuz biskoaz distroet he skouarn diouz pedennou he Bretoned.
1898
Daveenn :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1
yezh kaer ar Vretoned
yez kaer ar Vretoned
1899
Daveenn :
AML
p.8 (la belle langue des Bretons)
Evel-se ivez ar Vretoned yaouank, o c’halon hag o ene moulet war re o zadoù-kozh, a reno o buhez, sklêrijennet gant ar skouerioù a [z]eu dezhe eus fin foñs goueled ar bloavezhioù, pa oa o gouenn skignet war douaroù ar Sav-heol, a-raok ma teuas o zud-kozh en enez Breizh.
Evel-se ive ar Vretoned yaouank, o c’halon hag o ene moulet war re o zadou koz, a reno o bue, sklerijennet gant ar skoueriou a deu d’ê eus fin fons goueled ar blavejou, pa oa o gouenn skignet war douarou ar Sav-heol, a-rôk ma teuas o zud koz en enez Breiz.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 42, p.974 (Even 1924)
Breton
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg Breton
Bretonez
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg Breton
Breton
Bretoun
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg Breton
ar Vretoned
1931
Daveenn :
VALL
Levrlennadur p VIII
Breton
1931
Daveenn :
VALL
pg Breton
Ar votadeg-se a zihunas dre-holl brogarantez ar Vretoned, hag a zegasas milieroù tud da verkañ o anvioù en hor c’hevredigezhioù.
Ar votadeg-se a zihunas dre-holl brogarantez ar Vretoned, hag a zegasas milierou tud da verka o anoiou en hor c’hevredigeziou.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.207
E soñj dezhañ a oa prouiñ, kent e varv, daou dra : Da gentañ, ne oa ket hor c’hentadoù-ni, Bretoned, diskennidi eus Bretoned Breizh-Veur, hogen nized vihan pell an Arvoriz, breudeur d’ar C’halianed.
E soñj d’ezañ a oa proui, kent e varo, daou dra : Da genta, ne oa ket hor c’hentadou-ni, Bretoned, diskennidi eus Bretoned Breiz-Veur, hogen nized vihan-pell an Arvoriz, breudeur d’ar C’halianed.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.209
E pep Breton, a leverer, ez eus un ene barzhonius.
E pep Breton, a leverer, ez eus eun ene barzonius.
1944
Daveenn :
EURW.1
p14
Ma mamm a oa Bretonez penn-kil-ha-troad, mes lennadennoù breizhek eo o doa manket dezhi.
Ma mamm a oa Bretonez penn-kil-ha-troad, mes lennadennou breizek eo o doa manket d'ezi.
1944
Daveenn :
EURW.1
p41
Gaou bras a oa kement-se, met ar Frañsizien o deus bet a-viskoazh disfiziañs diouzh ar Vretoned.
Gaou bras a oa kement-se, met ar Frañsizien o deus bet a viskoaz disfiziañs diouz ar Vretoned.
1944
Daveenn :
EURW.1
p12
Eno, e reas anaoudegezh gant Narsis Kellien, gant Jañ-Louis Hamoñ, gant Ernest Renan, hag e teuas da vezañ anavezet e mesk Bretoned Pariz evel yezhoniour ha brezhoneger.
Eno, e reas anaoudegez gant Narsis Kellien, gant Jañ-Louis Hamoñ, gant Ernest Renan, hag e teuas da veza anavezet e mesk Bretoned Paris evel yezoniour ha brezoneger.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.98
An itron Mosher, an Amerikanez a felle dezhi bezañ badezet Bretonez Tramor, a oa deuet en ur stlejañ ouzh he heul ar ganerez kozh Marc’harid Fulup, a bPlûned.
An Itron Mosher, an Amerikanez a felle d’ezi beza badezet Bretonez Tramor, a oa deuet en eur stleja ouz he heul ar ganerez koz Marc’harid Phulup, a Bluzunet.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.189
Kerse eo ganin pa soñjan am bije gallet d’ar pred-se stagañ d’ober gant ar brezhoneg, rak gout’ouien mat a-walc'h hor yezh hag un dudi a veze din lenn bep sizhun Kroaz ar Vretoned an Tad Vallée.
Kerse eo ganin pa soñjan am bije gallet d’ar pred-se stagañ d’ober gant ar brezhoneg, rak gout’ouien mat awalc’h hor yezh hag un dudi a veze din lenn bep sizhun Kroaz ar Vretoned an Tad Vallée.
1954
Daveenn :
VAZA
p.77
Emañ ar Breton en e roud !
1960
Daveenn :
PETO
p50
Hag e gwirionez ez eo a bell 'zo techet ar Vretoned da vezañ taer war ar c'hafe
1972
Daveenn :
BAHE
niv. 75, p.41
Marteze ez eus tu da dostaat o emzalc'h ouzh kalz Bretoned a ziwar ar maez pa 'z aent gwechall da glask labour d'ar c'hêrioù bras, da Baris dreist-holl.