Trl.
Mont war e grabotoù, [1909] war e grabotinoù, [1909] mont war ar c'hrabotinoù : mont, bale, o kemer harp war an daouarn.
HS. mont war e balavanoù, mont war e barlochoù, mont war e garavelloù.
En e c'heriadur Eusa [BROU], e ro Dom Malgorn an troiennoù "mont war e grabotoù" ha "mont war ar c'hrabotinoù" evit "mont war e barlochoù". Ar ger krabot(in) a c'hallfe bezañ un amprest digant ar galleg "crapaud" (touseg). Anavezet eo ar ger "parlafan" e Eusa, evit envel ar sourd ivez. Gallout a reer tostaat "parlafan" ouzh an droienn "mont war e balavanoù/barlafanoù" kenster gant "mont war e grabotoù". Gallout a reer soñjal ez eo bet hevelebekaet doare dilec'hiañ ar vugale vihan ouzh hini an dielfenneged (ran, sourd pe touseg) neuze.
Étymologie
Amprest diwar ar galleg "crapaud" (touseg) moarvat, dre hevelebiezh ouzh o doare da gerzhet.