Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Trl. Mont war e grabotoù, [1909] war e grabotinoù, [1909] mont war ar c'hrabotinoù : mont, bale, o kemer harp war an daouarn. HS. mont war e balavanoù, mont war e barlochoù, mont war e garavelloù.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

mont war ar c'hrabotinoù

1909
Daveenn : BROU p. 211

mont war e grabotinoù

1909
Daveenn : BROU p. 246 (aller à quatre pattes)

Notennoù studi

En e c'heriadur Eusa [BROU], e ro Dom Malgorn an troiennoù "mont war e grabotoù" ha "mont war ar c'hrabotinoù" evit "mont war e barlochoù". Ar ger krabot(in) a c'hallfe bezañ un amprest digant ar galleg "crapaud" (touseg). Anavezet eo ar ger "parlafan" e Eusa, evit envel ar sourd ivez. Gallout a reer tostaat "parlafan" ouzh an droienn "mont war e balavanoù/barlafanoù" kenster gant "mont war e grabotoù". Gallout a reer soñjal ez eo bet hevelebekaet doare dilec'hiañ ar vugale vihan ouzh hini an dielfenneged (ran, sourd pe touseg) neuze.

Etimologiezh

Amprest diwar ar galleg "crapaud" (touseg) moarvat, dre hevelebiezh ouzh o doare da gerzhet.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial