un hanter tro a-gleiz, pe a-zehou
Ouzhpenn da se, war an daolenn varzhus-se, e welen ur maread morianed ha morianezed du-peg en tenn da gorolliñ e kant stumm disheñvel, o c'hoari ez noazh-dibourc'h o c'hweleviñ evel an huzel war mantell kimin ti-forn hini bras Poull ar Raned, ha bronnoù ar gwragez o hejañ-dihejañ, o pignat hag o tiskenn en ur vont a-gleiz hag a-zehoù, a-is hag a-us, a-hed o divlez hag o c'horf klosennek, bouzellok ha begelok.
Ur wech an amzer e weler ur plegig-mor all o tiboukañ a-zehou pe a-gleiz, ur stêrig oc'h echuiñ ivez en deun anezhañ.
Mont a raent o-daou, pep hini diouzh e du eus an hent ; Job a gamme a[-]gleiz ha Lom a gamme a[-]zehou. Mil mizer o doa bale.
Mont a rae a-wechoù war-ziskenn ar menez a-gleiz pe a-zehou, hag e weled neuze ur c’hrec’h digoad gant douar-gounid, prajoù pe barkeier, hag a-rez ar fjord, ur gêriadennig fentus gant tiez bihan a bep seurt liv, heñvel-mik ouzh c’hoarielloù Nedeleg, bodet e skeud un ilizig ken dister hag i, ha pelloc’h, war-bign un dorgenn c’hlas, traoù munut, ruz pe wenn, o fiñval goustadik, saout ha deñved ar barrez o peuriñ.
Kaer hon eus kerzhet avat ne welomp ket ar wenodenn a zle hor c'has betek e-kichen Sibang goude bezañ troet a-gleiz.
Distokañ a ran hag un tammig pelloc'h e troan a-gleiz da vont gant straed Tivón betek straed Petrou Ralli.
Mots précédents
Mots suivants
a-glev