Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

1. (e deroù un islav. enebiñ, dirak ur v. en doare-div. degaset gant ar rn. v. "e", "ne") HAG : termen a dalvez da zegas ur vartezeadenn a denn d'udb. na c'hall ket bezañ, da veno ar c'homzer. Mont a rin di hag e vefen skuizh-marv. [1878] [...] anez, hag e vijent bet pevar ouc’h [ouzh] unan, e vijemp deuet a-benn anezho. & Tr. stl. isur. HA BEZAÑ : hag (e, ne). Ret e vefe din tevel c'hoazh ha bezañ e vefe ar wirionez ganin. & Tr. stl. isur. HA PA, HA GOUDE MA, GOUDE HA MA : hag (e, ne). Ne c'halljec'h ket e ober ha pa vefec'h roue. Ha goude ma'm befe gounezet ma devezh e rankfen mont da c'haloupat c'hoazh. Mont a rin d'ho kwelet goude ha ma vefe fall an amzer. 2. Tr. stl. isur. (e deroù un islav. enebiñ) HA BEZAÑ MA : daoust ma. Ha bezañ ma'z eo pinvidik n'eo ket gwall vrokus. 3. Termen a zegaser e troiennoù stagell isurzhiañ zo. Daoust ha ma : daoust ma. E-keit ha ma, keit ha ma : e-keit ma. EVEZH. Graet e vez gant "hag" dirak ar gerioù a zeraou gant ur vogalenn pe gant un "h" na vez ket distaget.

Exemples historiques : 
19
Masquer la liste des exemples

Evel ma'z ententas ez komeras darn he zud [eus] he falez hag ez em warnisas gant sin ar groaz, hag ez eas en kêr, hag ez kavas un nombr bras a gristenien, pere a yae da sakrifiañ d'an idoloù rak aon na vient lazhet ma'z voe meurbet nec'het ha keuzet.

1576
Référence : Cath p5-6

[«] Koñsider penaos emaint ha pa voe komañset ar bed hag ez vezint bede ar fin, sell ouzh an heol hag ar planedoù pere ne sesont nos na dez oz vonet entreze hag oksidant hag ac'hano ouz retorn adarre da oriant, hag evit-se ne skuizhont ket. [»]

1576
Référence : Cath p7

ha ma

1850
Référence : GON.II p.34, livre premier, "quand même".

Bremañ me a lavar d'ar pinvidig, d'ar paour : / Mard eo mat deoc'h hiriv ober ur pezh labour, / Stagit gantañ dioc'htu, ha pa vec'h hoc'h-unan, / Bemdez kalonek oc'h [ouzh] ho poan, / Ganeoc'h ez ay buanoc'h da benn / Evit chom da sellet, o c'hortoz an estren.

1867
Référence : MGK p54

Mat, bremañ ez an da lavaret deoc’h ar pezh a zo arruet en hor bro, gant darn eus ho tud-kozh, hag e welf[e]t goude-se ha gaouiad eo Yann Bennorz.

1877
Référence : EKG.I. p.155

M’hor beus ranket tec’het, eo abalamour ma n’oa ket a armoù etre hon daouarn evel a zo etre daouarn soudarded Canclaux ; anez, hag e vijent bet pevar ouc’h [ouzh] unan, e vijemp deuet a-benn anezho.

1878
Référence : EKG.II p.102

Ne vefen ket souezhet hag e teufe pennoù-bras ar Republik da nac’h an traoù a gontan amañ, ha d’o lakaat war gein tud all n’emaint ket, war o meno, a-du ganto.

1878
Référence : EKG.II p.196

Ya ! Perag e teujen d'he dilezel [ar gelaouenn], pa na goust ket ker, ha pa eo gwir e ro din da c'hoût, ha mat ha fall ar pezh a dremen en hon bro ?

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

ha pa lamfes va fenn diwar va divskoaz

1909
Référence : BROU p. 404 (lors même que tu m'enlèverais la tête de sur les épaules)

e di hag a zo ker kaer

1909
Référence : BROU p. 407

ho pugalez hag a welan alies

1909
Référence : BROU p. 407

Marteze, darn a zo hag a lavaro ez on-me heñvel ouzh an tourc'h - an dra-se ne vern ket, tamm ebet, evidon ! - hag evel an digenvez reunek-mañ ec'h en em blijan nemet [sic] el lec'hiou didud hepken.

1929
Référence : SVBV p.14

— « Ur c’heloù trist en ur mod », a lavaras Lom, « mes ur c’heloù laouen en ur mod all, rak, gouzout a rit, koulz ha ni, Herri a oa ur c’hanfard eus ar re vrasañ; ne laboure ket, mezv e veze war ar pemdez ha mezv-dall d’ar [S]ul : hor moereb ne rae namet gouelañ gantañ.

1944
Référence : ATST p.14-15

An Norvejian-se, hag a zeue gant ul lestr da zigas koad da Vreizh, en doa kemeret da bried ur plac'h yaouank a Lannuon.

1944
Référence : EURW.1 p44

An tan-se, a zeve e izili, gwashoc'h eget pebr ruz, ha c'hwez an ifern gantañ el lazhañ a ray, ha pa ranko en em zismegañsiñ, betek mervel gant ar vezh, ha bezañ barnet diwar c'haou ha didruez gant e genvreudeur hag an Tadoù-Renerien.

1949
Référence : SIZH p.59

Diframmañ a ray diouzh e galon an higenn zraenek, ha pa yafe an tamm ganti.

1949
Référence : SIZH p.59

Ar pep pouezusañ eo bezañ trec'h mod pe vod, ha pa ne vefe nemet gant un trec'h dister.

2015
Référence : DISENT p78

Un takad gris an hini eo, hag a vo gwelet evel un dra feuls gant lod pa vo gwelet evel ur vandalerezh politikel nemetken gant lod all, hep na vefe grevusoc'h evit-se (nemet evit a sell ouzh ar justis!)

2015
Référence : DISENT p67

Ar fed ma santer ivez e vez graet un dra fetis, ha pa vefe dister an dra-se, ar fed da gas an traoù war-raok ha sikour da zistabilaat enebourien hon dije kredet hollc'halloudus...

2015
Référence : DISENT p52

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux