ha ma
— « Ur c’heloù trist en ur mod », a lavaras Lom, « mes ur c’heloù laouen en ur mod all, rak, gouzout a rit, koulz ha ni, Herri a oa ur c’hanfard eus ar re vrasañ; ne laboure ket, mezv e veze war ar pemdez ha mezv-dall d’ar [S]ul : hor moereb ne rae namet gouelañ gantañ.
Diframmañ a ray diouzh e galon an higenn zraenek, ha pa yafe an tamm ganti.
An tan-se, a zeve e izili, gwashoc'h eget pebr ruz, ha c'hwez an ifern gantañ el lazhañ a ray, ha pa ranko en em zismegañsiñ, betek mervel gant ar vezh, ha bezañ barnet diwar c'haou ha didruez gant e genvreudeur hag an Tadoù-Renerien.
Marteze, n’ae ket kaer ar boutonoù d’am mamm-gozh, pe feuket e vije bet gant ar ger iskis-se ["cherompi"], n’eus forzh, droug a grogas enni ha hi dak dezhañ : « Klev 'ta, Kourtez, cherompi a zo bet graet ivez d’az fri, met ha pa vefe daouhanteret, moarvat e van awalc’h [a-walc’h] dioutañ da vountañ el lec’h m’ouzout ! »
Ar pep pouezusañ eo bezañ trec'h mod pe vod, ha pa ne vefe nemet gant un trec'h dister.
Un takad gris an hini eo, hag a vo gwelet evel un dra feuls gant lod pa vo gwelet evel ur vandalerezh politikel nemetken gant lod all, hep na vefe grevusoc'h evit-se (nemet evit a sell ouzh ar justis!)
Ar fed ma santer ivez e vez graet un dra fetis, ha pa vefe dister an dra-se, ar fed da gas an traoù war-raok ha sikour da zistabilaat enebourien hon dije kredet hollc'halloudus...