Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
4
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

Trl. Hep gouzout da : hep merzout netra. Kouezhet e oa ma eurier hep gouzout din. & Ober udb. hep gouzout d'ub. all : hep ma teufe an den-se d’e verzout, e kuzh dezhañ. Kemeret en deus an dra-se hep gouzout da zen, da nikun. & N'emañ ket hep gouzout din : gouzout a-ran. & Trl. Anez gouzout dare da ub. : hep gouzout dezhañ.

Exemples historiques : 
19
Masquer la liste des exemples

hep gouzout din-me

1659
Référence : LDJM.1 pg sans (y penser)

hep gouzout

1659
Référence : LDJM.1 pg (par) mesgarde

hep gouzout da zen

1732
Référence : GReg pg furtivement (à la derobée)

hep gouzout

1732
Référence : GReg pg gallicane (De Gallico, à l'impourvû, sur le champ.)

Graet eo bet kement-se hep gouzout din.

1732
Référence : GReg pg garde (Cela s'est fait sans que j'y ai pris garde.)

hep gouzout da zen

1732
Référence : GReg pg clandestinement

hep gouzout din

1850
Référence : GON.II pg gouzout (à mon insu).

— Nec’het on, ha nec’het n’on ket. — N’on ket nec’het war ar pezh am eus c’hoant da ober hag a rin eo zoken ; mes nec’het on o klask gouzout penaos dont a-benn eus va zaol.

1877
Référence : EKG.I. p.213

Me a garfe ka[out]t ur re votoù neve[z]. Evel-se a lâre enni hec’h-unan, Maria Gwazioù deus Lannuon. E-lec’h mont da brenañ, e ti ur bot[a]ouer, e kavas [a]ezetoc’h ha gwelloc’h marc’had, emichañs, trokañ he re gozh ouzh re neve[z] an intañvez Damany, hep gouzout da houmañ.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Hep gouzout d’ar c’hedourien lakaet bemnoz gant Kintus, ar penngadour, en-dro da dachennad al logelloù, en em siljont betek an ti-soul ma veve ennañ an teir c’hoar.

1923
Référence : SKET p.102

Hogen, hep gouzout d’e gerent eo e voe kemeret ar bugel gant Kênos neizheur. Dre laer ez eas en o zi, didrouz-kaer, hep rannañ ger ouzh hini, hep dihuniñ den.

1924
Référence : SKET.II p.12

hep gouzout din

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVII

hep gouzout din

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVII

Neuze e tiskar tamm-ha-tamm an ampoezon-se yec'hed al lonker hep gouzout dezhañ zoken.

1943
Référence : TOAA p2

Ha setu me kavet ur « c'horesponter » ganin hep gouzout doare, dre aket ma c'heneil Olier.

1944
Référence : EURW.1 p54

— « Kouezhet eo 'barzh ur puñs hep gouzout dare din ».

1944
Référence : EURW.1 p21

Hep gouzout dezhañ, ar c'hloareg a heje e benn, dizehan, evel diskredik.

1949
Référence : SIZH p.49

Ha livet e oa war o fenn a-dreñv unan eus an anvioù ken dudius, ken tener a blij d’ar vartoloded : Maris Stella, La Fine Jeannette, Itron-Varia Keloù mat, Reine des Flots, A la Grâce de Dieu… rak, hep gouzout dezhañ, bez’ eus ur barzh e-kreiz pep den-a-vor.

1954
Référence : VAZA p.108

Gallout a ra ar boliserien kemer perzh hep gouzout dezhe ivez, evel pa vez aozet an harzadegoù gant ar stourmerien o-unan, evel e Vichy da vare emvod meur ar stadoù european diwar-benn an enbroañ.

2015
Référence : DISENT p148

L'Office public de la langue bretonne