Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. N'en deus ket a ouiziegezh. Un den dic'houzvez e pep tra. 2. Bezañ dic'houzvez eus, war, diwar-benn udb. : na ouzout netra db. an dra-se. Dic'houzvez e oa eus boazioù ar vro. N'eur ket dic'houzvez war ar pezh a c'holl c'hoarvezout. Dic'houzvez-krenn e oamp diwar-benn an aod. 3. Tr. adv. Dic'houzvez da : hep gouzout da. Kement-se a c'hoarvezas dic'houzvez dezho.

Exemples historiques : 
12
Masquer la liste des exemples

dic'houzvez

1499
Référence : LVBCA p57 (non sachant, ignorant)

dic'houzvez

1850
Référence : GON.II pg dic'houzvez (Ignrant, qui ne sait pas grand'chose. Qui n'est pas instruit d'un événement, etc.), diwiziek

N'eo ket dic'houzvez an den yaouank-se

1850
Référence : GON.II pg dic'houzvez (Ce jeune homme n'est pas ignorant).

Mar tavan amañ warno, dic’houzvez e ven-me n’eo ket !

1923
Référence : SKET p.140

dic’houzvez

1923
Référence : SKET p.170, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Qui ne sait pas, ignorant".

O-unanik ha diskoazell ec’h eus dilezet anezho, hag int yaouank, dic’houzvez eus ar bed hag eus ar broadoù anezhañ, dirak tud estren deut a-bell, tud hep feiz na reizh, kantreerien ar mor hag an doureier.

1923
Référence : SKET p.112

An diavaeziadez, hi, a oa bet dibouezet ganti he c'heveler gant un taol-lagad : ur bouilh paotr, e vlev melenek damrodellet, troc'het berr a-walc'h, un tal uhel, ha daoulagad liv ar glizin, lemm ha speredek ha nevez-flamm, dic'houzvez-krenn ma oant eus ar vuhez.

1949
Référence : SIZH p.42

Ha moarvat, rak roet eo bet deoc'h ho lod skiant-prenañ gant an Aotrou Doue ; moarvat n'oc'h ket dic'houzvez eus talvoudegezh pennañ ar reolenn-se, a voe aozet gant furien, a anaveze ervat koustiañs ar venec'h.

1949
Référence : SIZH p.60

Ha me douarour e oa din da vezañ rener hor bagad, evel avat ma oan o kregiñ gant va micher ha ma oan war esa e-pad c'hwec'h miz, ha dic'houzvez ouzhpenn eus boazioù ar vro, e voe divizet e vije karget M.C. eus ar renerezh e-pad ar c'hwec'h miz-se, din da gemer ar penn diwar Bloaz Nevez 1938, ar pezh a voa graet.

1985
Référence : DGBD p43

an eñvor nemetañ eus ar plac'h yaouank paour merzheriet eno, eñvoradenn dispis, dic'houzvez zoken eus hec'h anv, hag aet da vat da get bremañ ma'z eo marv va mamm-gozh.

1992
Référence : EAZB p. 18

Ar bobl a oa dic'houzvez eus kudenn ar brezhoneg penn-da-benn, ya, met goude-se ez eus bet un araokadenn pe un nevezadur gant ar BAS ha gant ar sonerezh.

2007
Référence : KASTE p204

Evel ma c'hoarvez atav ganit ha gant da verc'h e renkit pep tra hoc'h-unan dic'houzvez din.

2015
Référence : EHPEA p304

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux