Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
176
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. A. 1. Atizañ gant ur broud, udb. begek. Broudet evel un azen. Broudañ a daolioù beg fuzuilh. 2. Flemmañ. Me a vez broudet gant ar c'hwen bemnoz. Broudet on bet gant ar c'helien-marc'h. Hi da'm broudañ gant spilhoù. 3. Atizañ, kalonekaat (ub.) da stagañ pe da gendelc'her d'ober udb. O broudañ a rae gant komzoù brav. DHS. poulzañ. B. Atizañ an tan gant ur c'hwezherez, ur vrochenn. Poent eo broudañ an tan, emañ o vont da vervel. HS. brochañ. C. Stagañ gant broudoù, tachoù. II. V.g. 1. Diwanañ, kellidañ. En nevezamzer e weler ar foeon yaouank o vroudañ. 2. (db. ar chatal) Reiñ taolioù korn. Broudañ a ra ar vuoc'h.

Exemples historiques : 
20
Masquer la liste des exemples

broudañ

1499
Référence : LVBCA p44 (aguilloner ou stimuler)

broudañ

1659
Référence : LDJM.1 pg aguillonner, brocher, poindre, piquer

brudiñ

1732
Référence : GReg pg (piquer les beufs avec l') éguillon

broudet

1732
Référence : GReg pg commenter, (piquer les beufs avec l') éguillon, (piquer avec l') éguillon (parlant des mouches), éguillonner (exciter, enflammer)

broudañ ur re bennak evit

1732
Référence : GReg pg exciter (fortement quelqu'un à)

broudañ

1732
Référence : GReg pg (piquer les beufs avec l') éguillon, (piquer avec l') éguillon (parlant des mouches), éguillonner (exciter, enflammer)

broudiñ

1732
Référence : GReg pg (piquer les beufs avec l') éguillon

broudañ un istor

1732
Référence : GReg pg commenter (ajoûter à la verité d'une chose)

broudañ

1850
Référence : GON.II pg brouda (Aiguillonner. Piquer, soit avec l'aiguille ou toute autre pointe fine. Broder. Au figuré, exciter), keñtraoui, flemma, pika, sañka

Ned eot ket pell hiziv, ma na vroudit ket hoc'h ejened.

1850
Référence : GON.II pg brouda (Vous n'irez pas loin aujourd'hui, si vous n'aiguillonnez pas vos bœufs).

Re c'horrek eo an den yaouank-se, broudit-eñ

1850
Référence : GON.II pg brouda (Ce jeune homme est trop lent, excitez-le).

« Ha me ranko noz-deiz chom sioul en ho kichen ? / Kenavo evit mat ! Mar teu din biken c'hoant / D'ho koulenn a-nevez, grweg re fur ha re goant, / Me fell din er bed all, evit va fec'hejoù, / Kaout div c'hrweg eveldoc'h d'am broudañ gant spilhoù. »

1867
Référence : MGK p76

Evit en em greñvaat en hent, e lavarent o fedennoù, mes kerkent ha ma savent o mouezh un tamm uheloc’h, e vezent broudet a daolioù beg fuzuilh.

1878
Référence : EKG.II p.181

En un tu emañ doueed ar Sketla gant gwellañ kelennerien hon amzer-vremañ evit pellaat diouzh ar re a venn broudañ ar bugel d’al labour dre ar c’hendamouez hag ar genstrivadeg.

1924
Référence : SKET.II p.20

broudañ

1931
Référence : VALL pg aiguillonner (au fig. exciter), attiser

Mouezh da askre he deus boudet, / Eñ ken gwanet ha ken broudet, / Gant ar c'herse ouzh da waskañ.

1960
Référence : PETO p76

Un dianteg 'm eus diskuliet / Ha ma askre bremañ suilhet / Ma broud hep ehan ha ma lesk : / Er fallagriezh ' kaver desk.

1960
Référence : PETO p62

"Lakaomp e vije an traoù evel arlakaet ganeoc'h, arlakaomp e vije bet - lavaromp - muntret Jekyll, petra a c'hallfe broudañ ar muntrer da chom amañ ? An dra-se n'en deus ster ebet, diboell a-grenn eo."

2012
Référence : DJHMH p.65

Setu e'm broud ar skiant am eus prenet gant an devezhioù kent, gwelloc'h, da brennañ ma genoù.

2015
Référence : EHPEA p26

Muioc'h-mui ivez eo un doare da uhelaat ar stadegoù kousto-pe-gousto, evel m'eo bet broudet ar boliserien d'ober gant politikerezh Nicolas Sarkozy.

2015
Référence : DISENT p167

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux