Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Mots parents :
0

Exemples historiques : 
12
Masquer la liste des exemples

na ouzon pet gwezh

1659
Référence : LDJM.1 pg (ie ne sçay) combien (de fois)

me a oar pet zo anezho

1732
Référence : GReg pg combien

Me a enev pet int.

1732
Référence : GReg pg combien (Je sçai combien ils sont.)

Ur bleiz o vont e-bioù, o welet pet a zo / Marv : / « — Aotrou Doue ! emezañ, deoc'h-hu me lavaro / Ur bedenn gaer bemdez, mar grit din kaout em hent / Ur seurt freskad d'am dent. »

1867
Référence : MGK p98

Diaes eo kontañ pet den en deus kaset d’ar prizon ha zoken d’ar marv, hep komz eus ar re a heskine bemdez e pep giz, krisañ ma c’helle.

1877
Référence : EKG.I. p.102

Ma n’am c’hredit ket, kontit, mar kirit, pet a vugale Plougerne, beleien, leanezed, frered, a zo e Breizh hag er broioù all o prezeg an Aviel hag o teskiñ d’ar vugale lezennoù Jezuz-Krist, hag e velfet eo atav gwriziennet mat ar feiz e Plougerne.

1877
Référence : EKG.I. p.238-239

N’hoc’h eus graet droug da zen ebet ? Piv a oar pet eus hor breudeur hoc’h eus lazhet pe lakaet da lazhañ ?

1878
Référence : EKG.II p.62

Ar pezh a zo gwir, pell-pell eo bet aet, ken pell ken n’en deus ket bet klevet hanv anezhañ e-pad n’ouzon ket pet vloaz.

1925
Référence : BILZ2 p.116

‘Hed ar bloaz 1903, n’ouzon pet brogarour a zeuas da dremen un nebeudig amzer du-mañ.

1944
Référence : EURW.1 p.210

Kondaonet e voen evit se da n'ouzoun pet eurvezh pinijenn, ha ma c'haier kentañ a voe dalc'het, pe marteze devet.

1944
Référence : EURW.1 p42

Piv a lavaro pet dek mil, pet kant mil tiegezh a guitaas Bro ar Franked evit dont da chom e-touez Breizhiz rouesaet ha bihanaet o niver ?

1944
Référence : EURW.1 p7

Deizioù hag eurioù digoradur al lec'h, deoc'h da c'houzout da bet eur e vez digoret ha serret an dorioù, pegoulz e vez diaesoc'h d'ar vijiled evezhiañ al lec'h abalamour d'an niver bras a dud a zo ennañ, pegoulz e c’hall an dud bezañ degemeret e-barzh al lec'h a fell deoc'h tizhout, hag all, hag all...

2015
Référence : DISENT p75

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux