Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

(war-lerc'h ar merk gour unan "az", pe ar merk gour unan pe lies "ho") Furm eus ar verb endevout en eil gour en doare-gourc'hemenn.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

ho pezet truez oc'h un emzivad

1850
Référence : GON.II pg emzivad, emziñvad

Warc'hoazh 'vat adarre / Selaouit, 'vel hiriv, ha n'ho pezet ket aon.

1867
Référence : MGK p53

Aotrou, eme 'l louarn, re vras eo ho morc'hed, C'hwi a zo kalz re vat ; n'ho pezet poan spered; rak m'er goulenn amañ, piv zo 'vit lakaat e ve deoc'h-hu pec'hed debriñ meur [a] benn-dañvad ? Krediñ a ran zoken e voe dezho enor Kaout en ho kof, aotrou, dre ho kouzoug digor. Hag evit ar pastor, e c'heller lavaret E tlee, dre'n hent-se, mont da glask e zeñved. Ha perak 've truez ouzh ur ouenn [a] dud ker kriz, N'o deus evit hor ren ken stur 'met o diviz ?

1867
Référence : MGK p25

— « N'en deus lavaret ken ? N'ho pezet nec'h ebet, / Eme an alc'houeder, n'emañ ket ar mare / Da zibouchañ er-maez. »

1867
Référence : MGK p52-53

Tostaat a ra ar c’han ; klevet a reer splamm a-walc’h : Ar beleg : "Pater de coelis Deus", Doue an Tad eus a uhelder an eñvoù, Ar bobl : "Miserere nobis !" [P]ezet truez ouzhomp !

1877
Référence : EKG.I. p.164-165

Krenit gant aon, va mignon, / Eus ar galeder a galon ; / Hag ho pet spont, evel Judaz, / Ne gouezhfec’h en un diskred [b]ras.

1877
Référence : EKG.I. p.105

Aotrou Doue, ho pet truez ouzhin !

1877
Référence : EKG.I. p.132

— N’ho pezet ket a aon, Yann Pennorz, n'eo ket Per Kemener eo a greno e zorn.

1877
Référence : EKG.I. p.75

Gwelet hemañ mac’hagnet e holl izili, henhont astennet a-hed e gorf war hent ar belerined, a glemm, a derm, klevet-eñ o huanadiñ war e wallblanedenn : « O ! pet truez ouzh ur paourkaezh !… O ! pet truez !… » Hennezh, azezet harp ouzh ar c’hleuz, e flac’hoù en e gichen, euzhus da welet, a ziskouez e zivc'har debret gant ar goulioù hag ar c’hontron : « Sellit a-druez ouzh un den reuzeudik, c’hwi pere a zo yac’h ha divac’hagn ».

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.897-898 (Miz Ebrel 1924)

Dinerzhet holl, ma c’halon 'deuz, / Ma youl, aet sempl, a buk, a goazh. / Ho pezit truez ouzh ma reuz, / O ! Salver marv war ar Groaz.

1960
Référence : PETO p44

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux