Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

[1944] Lean katolik ezel eus Urzh Breudeur Mari.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

Kolaj Sant-Charlez, krouet ha renet gwechall gant Dominikaned, goude-se gant beleien an eskopti, a oa bet fiziet war-dro 1880 en Urzh Breudeur Vari, pe Marianited, savet e 1871 gant Alzasiz, kuitaet o bro ganto evit chom Frañsizien.

1944
Référence : EURW.1 p48-49

Ar Varianited o doa ur golaj vras e Pariz, dindan baeroniezh Sant Stanislas, ha tier-skol all e kement bro gatolik a zo en Europa.

1944
Référence : EURW.1 p49

Evel am eus lavaret, Sant-Charlez a oa neuze, dindan beli ar Varianited, ur golaj tudjentil, brudet e oa evit reiñ deskadurezh amploc'h eget e lec'h all, ken war ar skiantoù ken war ar bleniadur.

1944
Référence : EURW.1 p51

Bez' e oa ivez e kolaj Sant-Charlez div vreuriezh savet gant ar Varianited evit deskiñ d'ar skolidi dont da vezañ gwazed a spered hag a galon : Kevredigezh a[r] Werc'hez Vari ha Kevredigezh sant Visant a Baol.

1944
Référence : EURW.1 p52

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux