Kolaj Sant-Charlez, krouet ha renet gwechall gant Dominikaned, goude-se gant beleien an eskopti, a oa bet fiziet war-dro 1880 en Urzh Breudeur Vari, pe Marianited, savet e 1871 gant Alzasiz, kuitaet o bro ganto evit chom Frañsizien.
Kolaj Sant-Charlez, krouet ha renet gwechall gant Dominikaned, goude-se gant beleien an Eskopti, a oa bet fiziet war dro 1880 en Urz Breudeur Vari, pe Marianited, savet e 1871 gant Alzasiz, kuitaet o bro ganto evit chom Fransizien.
1944
Daveenn :
EURW.1
p48-49
Ar Varianited o doa ur golaj vras e Pariz, dindan baeroniezh Sant Stanislas, ha tier-skol all e kement bro gatolik a zo en Europa.
Ar Varianited o doa eur Golaj bras [sic, vras] e Paris, dindan baeroniez Sant Stanislas, ha tier-skol all e kement bro gatolik a zo en Europa.
1944
Daveenn :
EURW.1
p49
Evel am eus lavaret, Sant-Charlez a oa neuze, dindan beli ar Varianited, ur golaj tudjentil, brudet e oa evit reiñ deskadurezh amploc'h eget e lec'h all, ken war ar skiantoù ken war ar bleniadur.
Evel am eus lavaret, Sant-Charlez a oa neuze, dindan beli ar Varianited, eur Golaj tudjentil, brudet e oa evit rei deskadurez amploc'h eget e lec'h all, ken war ar skiantou ken war ar bleniadur.
1944
Daveenn :
EURW.1
p51
Bez' e oa ivez e kolaj Sant-Charlez div vreuriezh savet gant ar Varianited evit deskiñ d'ar skolidi dont da vezañ gwazed a spered hag a galon : Kevredigezh a[r] Werc'hez Vari ha Kevredigezh sant Visant a Baol.
Bez' e oa ivez e Kolaj Sant-Charlez diou Vreuriez savet gant ar Varianited evit deski d'ar skolidi dont da veza gwazed a spered hag a galon : Kevredigez a[r] Werc'hez Vari, ha Kevredigez Sant Visant a Baol.