Pellgargañ ar gerioù kar dour-berv-Vari gouel-Mari-dinamm-krouet
D. 1. Me gred en Doue an Tad hollc'halloudek, krouer d'an Neñv ha d'an Douar. 2. Hag en Jezuz Krist e vab unik, hon Aotrou benniget. 3. Pehini a voe koñsevet eus ar Spered santel, ganet eus ar Werc'hez Varia. 4. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, bezet krusifiet, marv hag anseveliet. 5. Zo bet diskennet d'an Ifernoù ha resusitet an trede deiz a varv da vev. 6. Zo pignet en Neñv hag azezet a'n tu dehou d'e Dad hollc'halloudek. 7. Ac'hane e teuy da varn ar re vev ha'r re varv.
Mari, mestrez ar gwerc'hezed, Pa zeuy ar marv, zo garv-meurbet, Gant daeloù, kañvoù, em c'haouded, c'hwi ouzh Jezuz ma eskuzit. Grit din plaen dougen testeni A'r poanioù, allas, ha'r c'hastiz En devoe Doue, hor gwir Roue-ni, Hag a'r glac'har e kalvari. Grit din, Mari, Dre ar goulioù a eure outraj an tachoù, Na zeuy a ziwezh da zeroù, Nepred drougspered d'hor metoù.
an ave maria
ar Werc'hez Vari
Goude-se e voent troet e gregach gant Ezop, e latin, gant Faedr, e brezhoneg kozh gant sant Kadoù, e galleg kozh gant un itron a reer Mari a Vro-C'hall anezhi, e galleg nevez gant Yann ar Feunteun, ar barzh brudet, hag en diwezh, en hon amzer-ni, e brezhoneg adarre, gant Rikoù ha gant an aotrou Gwezbriant
Keloù ar marv a vez atav ur c’heloù a gañv ; en dro-mañ [e] oa ur c’heloù a laouenidigezh dreist-holl en hor bro-ni, rak edod o paouez dibennañ, e Montroulez, Mari-Juliana Jigant, leanez e Landreger ; an dimezell Kerlean, a Daole ; Perina ha Juliana Demaret, he c’hoar ; Barba Jago ha Modesta de Forsañs, evit bezañ hepken kuzhet beleien.
P’en em gavas en he zi, e-lec’h an arrebeuri pinvidik a yoa ennañ p’oa aet d’ar prizon, ne gavas nemet tammoù kozh gweleoù ; evel e ti ar re baour, hag e-kreiz al leur-zi, Mari Toulleg, he flac’h, o kas, buanañ ha gwellañ ma c’helle, he c’harr-nezañ en-dro, evit gounit boued d’he femp krouadur.
E-pad m’edont, evel paotred ar sabad, o tañsal, o youc’hal hag o pec’hiñ, evel pa vije kollet o fenn ganto, en-dro da dammoù ar groaz [v]ruzunet, ec’h en em gavas a du Bretouarne ar re a yoa aet da Gervern, ha, ganto, en o zouez, seur Kervern, Mari Kemener, staget gant ur gordenn he daouarn a-dreñv he c’hein.
Maria
Mari a savas war he c’hoazez. — « Ouf ! » emezi, « n’on ket evit chom e repoz. »
Chann he doa gwelet dek gwech muioc’h a draoù eget Mari, Mari kant gwech muioc’h eget Madalen, ha Madalen ’ta !… ha, sur, hini ebet anezho n’he doa klevet ur c’hard eus an tri-c’hant mil dra he doa klevet Katell.
En em glevout a rejont, evelato, da vont da Garreg-al-Louarn da zisatanazañ ti ar voereb Vari.
Ma mamm a fellas dezhi e vije lakaet Jozeb ouzhpenn, en enor da bried Mari he doa devosion dezhañ ; ma zad a gavas ivez un hekleo eus e anv badeziant peogwir ma zrivet anv-bihan a zo Klaoda, ha dreist an tri, hini ar Werc'hez Vari, 'vel ma oa ar c'hiz neuze da envel ar baotred : Frañsoù-Mari, Jañ-Mari, Louis-Mari, Pêr-Mari.
E berr gomzoù, dindan renadurezh speredek Breudeur Urzh Maria, kolaj Sant-Charlez a oa, hep brabañsal, ul lec'h brav da vevañ ennañ, ur skol reizhet a veze lezet da ziwanañ enni plegoù mat pep hini, hep re waskañ war an diskard da ober dre heg ar pezh na venne ket : da skouer, kofes ha komuniañ ne oa ret nemet ur wech ar miz ; ez aje aliesoc'h neb a gare ; e kolaj Gwengamp e oa ret kofes bep Sadorn d'abardaez, ar pezh na oa d'an darn vuiañ, dreist-holl da Dregeriz bet a-viskoazh goapaus a-walc'h, nemet un digarez da vont e-maez ar studi, evit kemer aer un tammig.
Santez Vari, Mamm da Zoue, pedit evidomp, pec'herien, hiziv ha da eur hor marv !
- Me ho salud, Mari, leun a c'hras, an Aotrou Doue 'zo ganeoc'h, binniget oc'h etre an holl wragez, ha binniget eo frouezh ho korf, Jezuz !
Bez' e voe war-nes degas war o enep ar Werc'hez Vari benniget-dreist, ha Dinamm, met ne zigoras ket e c'henou.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
Marianit