I.
Furm eus ar verb endevout en amzer-vremañ, en trede gour.
1. (e deroù ul lavarenn, goude ar stumm pouezañ bez' pe bezañ)
[1732] Bez' ez eus un Doue hepmuiken. [1732] Bez' ez eus hiniennoù pere a dremen o amzer o vont hag o tont. [1732] Bezañ ez eus. [1732] Bezañ eus. [1732] Bez' ez eus. [1732] Bez' eus.
[1931] Bez' ez eus. [1931] Bez' ez eus tan en oaled.
2. (e-kreiz ul lavarenn, hep ar stumm pouezañ bez' dirazañ)
[1732] Er bloaz-mañ ez eus fonnder a ed.
[1931] En oaled ez eus tan.
[1949] Klevet em eus lavarout ez eus levrioù, skrivet penn-da-benn a-zivout maouezed noazh...
II.
ROUEZ
Furm eus ar verb endevout en amzer-vremañ, en eil gour.
[1732] Te ez eus. [1732] Te ez eus bet.
HS. ac'h eus, az peus.