Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Furm eus ar verb endevout en amzer-vremañ, en trede gour. 1. (e deroù ul lavarenn, goude ar stumm pouezañ bez' pe bezañ) [1732] Bez' ez eus un Doue hepmuiken. [1732] Bez' ez eus hiniennoù pere a dremen o amzer o vont hag o tont. [1732] Bezañ ez eus. [1732] Bezañ eus. [1732] Bez' ez eus. [1732] Bez' eus. [1931] Bez' ez eus. [1931] Bez' ez eus tan en oaled. 2. (e-kreiz ul lavarenn, hep ar stumm pouezañ bez' dirazañ) [1732] Er bloaz-mañ ez eus fonnder a ed. [1931] En oaled ez eus tan. [1949] Klevet em eus lavarout ez eus levrioù, skrivet penn-da-benn a-zivout maouezed noazh... II. ROUEZ Furm eus ar verb endevout en amzer-vremañ, en eil gour. [1732] Te ez eus. [1732] Te ez eus bet. HS. ac'h eus, az peus.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

me am eus bet ; te ez eus bet ; eñ en deus bet

1732
Daveenn : GReg pg avoir (j'ai eu ; tu as eu ; il a eu)

bez' ez eus hiniennoù pere a dremen o amzer o vont hag o tont

1732
Daveenn : GReg pg allee

er bloaz-mañ ez eus fonnder a ed

1732
Daveenn : GReg pg abondance

bezañ ez eus, bezañ eus. bez' ez eus, bez' eus.

1732
Daveenn : GReg pg (il se fait des) élisions (en breton, sur tout de la lettre A)

me am eus ; te ez eus ; eñ en deus

1732
Daveenn : GReg pg avoir (j'ai ; tu as ; il a)

bez' ez eus un Doue hepmuiken

1732
Daveenn : GReg pg (il y) a (un seul Dieu)

O welout ar plac’h yaouank liv ar marv en he c’herc’henn : « Ha c’hoarvezet ez eus un taol bennak, emezañ, ganez pe gant da c’hoarezed ? »

1923
Daveenn : SKET p.104

Skiant an doueed a zo en he dalc’h kement amzer, kement bro, kement gouennad ha tiad a ve er bed. Anat dre-se ez eus anezho kelennerien dispar (1).

1924
Daveenn : SKET.II p.29

bez' ez eus

1931
Daveenn : VALL pg. a1 (il y a)

en oaled ez eus tan

1931
Daveenn : VALL pg a1 (il y a du feu dans le foyer)

bez' ez eus tan en oaled

1931
Daveenn : VALL pg a1 (il y a du feu dans le foyer)

- Klevet em eus lavarout ez eus levrioù, skrivet penn-da-benn a-zivout maouezed noazh... Hag anaout a rit « La Mujer Desnuda » gant Blasco Ibañez?...

1949
Daveenn : SIZH p.47

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial