Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Adv. 1. End-eeun. Ne gemeront ket ez-eeun hent an dour. 2. A-dal. Mont eus an ti-mañ d'an ti zo ez-eeun. II. Tr. ar. [1929] Ez-eeun da : End-eeun da. Ez-eeun da gleze an enebour. Tremen ez-eeun da ub. [1929] Sell Goulc'hen ! emeve d'ur c'henvroad azezet ez-eeun din. HS. a-dal (da), a-geñver (da), dirak, e-keñver, rag-enep (da), raktal (da).

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

ez-eeun

1732
Daveenn : GReg pg droit (directement, tout droit)

Ez-eeun ez eas war-du enni, gantañ en e zorn ur wareg a ziskoueze bezañ graet en he fezh eus ur flammenn-dan hepken, ruz, moan, gwariet, o tridal warni, evel gant mall da dec’hout ha da lazhañ, ur saezhenn stuc’hennet-ruz, hir, gourzreinek, lemm, kriz, taer, luc’hedheñvel.

1923
Daveenn : SKET p.111

Mont a ri ganti en donvor oc’h ober hent ez eeun razout war-du ar c’hornog, e roud an heol, ken na zigouezhi gant un douar-bras meneziek, koadek, gouez, bevennet diouzh tu ar mor gant tornaodoù maen du, uhel, serzh, hep ouf, na traezh, na nep doare porzh ouzh o zreid.

1924
Daveenn : SKET.II p.37

Sell Goulc'hen ! emeve d'ur c'henvroad, azezet ez eeun din, sell 'ta ! Emaomp en em gavet damdost da Vasalia

1929
Daveenn : SVBV p9

E Rosko, e pignis er vag vihan a rae an treizh etre an douar-bras hag enezenn Vaz, hag ec’h erruis goude lein e ti an itron Milin, ez eeun dirak ar mor.

1944
Daveenn : EURW.1 p.93

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial