Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. Ar. A. (en egor) 1. [1732, 1904, 1931, 1985, 2015] O vont gant un troc'had eus ur vevenn pe un drolinenn. [1732] Gwezigoù munut a lakaer a-hed an alezioù. Kerzhet a-hed ur stêr, un hent, ur c'hoad. [1985] Muioc'h a loened a zo da welout a-hed ar stêr eget er c'hoad. Berañ a rae an daeroù a-hed he divoc'h. [2015] A-hed an hent da vont d'ar gêr. 2. [1904, 1929, 1943, 1980] Penn-da-benn (d'udb.) [1929] Un den diwisket ha kabellet gant ur galabousenn leun a zelioù derv arc'hantet a rede a-hed ar riblennad bagonioù en ur youc'hal. [1980] A-wechoù azezet war an douar stok-ha-stok an eil e-kichen egile a-hed meur a gant metrad. Bleunioù he doa plantet a-hed ar voger. Kinklet eo bet ar speurenn en he hed. & Ne rae nemet soñjal en dra-se a-hed an hent : e-pad ma oa en hent. & Bezañ astennet, gourvezet a-hed e gorf : penn-da-benn e gorf. & Kouezhañ a-hed e gorf : betek bezañ astennet penn-da-benn d'e gorf. [1954] « ha taolit pled, paotred, emezañ, mar gwelan unan hepken eus ho mignoned estren e-tailh d’ober goude koan ur gammed war ar pont kuit a ruilhal raktal a-hed e gorf, kraouiet e viot ganin holl gwitibunan ! » 3. (dirak un ak. hep gm. dirazañ) War-hed. Bez' e oan a-hed gwel dezhañ : tost a-walc'h dezhañ evit bezañ gwelet gantañ. B. (en amzer, dirak un ak. a denn d'ur pennad amzer) [1659, 1677, 1732, 1850, 1909, 1960] E-pad. [1659] A-hed an deizioù-mañ. [1659] A-hed an noz. [1677] C'hoant am eus, gwir vamm a druez, chom ganeoc'h a-hed ma buhez. [1732] A-hed ur bloaz. [1732] Ar gouli-hon en deus e zalc'het er gwele a-hed tri miz. [1850] Alfoet en deus a-hed an noz. [1850] Brumennañ a raio a-hed an deiz. [1850] Gouelet he deus a-hed an noz. [1960] Tristidigezh 'hed hor buhez ! & A-hed an amzer : e-pad devezhioù ha devezhioù, bloavezhioù ha bloavezhioù. & A-hed an amzerioù : da virviken. & [1909] A-hed an deiz-pad : hed-da-hed an deiz. (db. an dud) A-hed e amzer : e vuhez-pad. C. Tr. adv. Dre skeud. (distag diouzh ar genarroud) A-hed pell : na tost da vezañ. N'eo ket un den drouk, a-hed pell ! II. Tr. stl. isur. [1732] A-HED MA : e-pad ma.

Exemples historiques : 
81
Masquer la liste des exemples

a-hed an noz

1659
Référence : LDJM.1 pg toute (la nuit)

a-hed an deizioù-mañ

1659
Référence : LDJM.1 pg durant (ces iours)

a-hed

1659
Référence : LDJM.1 pg pendant, ahet

14. C'hoant am eus, gwir vamm a druez, / Chom geneoc'h a-hed ma buhez, / E-harz ar Groaz sakr, ma Salver, / A gontemplin e pep amzer.

1677
Référence : Do. p68

A-hed ur bloavezh ar piz, A zeu da galediñ bep miz.

1732
Référence : GReg pg (une mauvaise & longue) coûtume mene insensiblement à l'endurcissement de coeur)

a-hed ar vuhez

1732
Référence : GReg pg (pendant le) cours (de la vie)

a-hed an deiz

1732
Référence : GReg pg (pendant le) cours (du jour)

a-hed ur bloaz

1732
Référence : GReg pg an

ar gouli-hont en deus e zalc'het er gwele a-hed tri miz

1732
Référence : GReg pg aliter

kousket 'hed ar mintin

1732
Référence : GReg pg gras (Dormir la grasse matinée.)

un oferenn bemdez a-hed ur bloaz evit nep zo aet d'an anaon

1732
Référence : GReg pg annuel

kousket 'hed ar mintinvezh

1732
Référence : GReg pg gras (Dormir la grasse matinée.)

a-hed, hed, e-pad, an deizioù-mañ

1732
Référence : GReg pg durant (ces jours-ci)

gwezigoù munut a lekaer 'hed an alezioù

1732
Référence : GReg pg buisson (de jardins)

a-hed

1732
Référence : GReg pg durant (préposition)

a-hed ma

1732
Référence : GReg pg cependant (que, pendant que)

ne reont nemet badaouiñ a-hed an deiz

1850
Référence : GON.II pg bada

alfoet en deus a-hed an noz

1850
Référence : GON.II pg alfôi

Brumennañ a ray a-hed an deiz.

1850
Référence : GON.II pg brumenna (Il fera du brouillard tout le jour).

Gouelet he deus a-hed an noz.

1850
Référence : GON.II pg a-héd (Elle a pleuré durant la nuit / tout le long de la nuit).

Eñ eo a vadezo a-hed ar sizhun.

1850
Référence : GON.II pg badézi ou badéza (C'est lui qui baptisera, qui fera les baptêmes toute la semaine).

A-hed ar sizhun on bet oc'h aneriñ.

1850
Référence : GON.II pg anéri (J'ai fait des corvées toute la semaine.)

Kantreet en deus a-hed an noz war-dro d'an ti.

1850
Référence : GON.II pg kañtréa (Il a rôdé toute la nuit autour de la maison).

a-hed

1850
Référence : GON.II.HV Table des Prépositions composées, (le long de) ; pg a-héd (Pendant. Durant. Tout le long de).

« Deus 'ta ! Hep paouez 'hed an deiz / C'helli kanañ, kousket en noz : / Labousig koant, me da c'hortoz. »

1867
Référence : MGK p.109

« An aotrou, va merer, gav an douar re izel ; / Fallañ tieg zo e-kreiz, e daou benn Breizh-Izel / A rafe mezh dezhañ, pompader e azen, / N'en deus 'hed e vuhez troc'het div vuzhugen. »

1867
Référence : MGK p93

Evidon-me a gar va zud, va yezh, va bro / Ha kement zo enni : reier, brug ha derv, / Me zo gwelloc'h ganen gwelet an heol e Breizh, / Klevet trouz ar mor don o krozañ a-hed an deiz, / Bezañ paour, reuzeudik ken a rankin mervel, / Eget bezañ eürus en ur vro all a-bell, / Ma ve ret din eno mougañ ar garantez / A zo krog em c'halon, evel tan ur fornez.

1867
Référence : MGK p21

« Lavarit din eta, pet gwech, 'hed ar sizhun, / Diwar bara ha dour ez eo rankout deoc'h yun, / E-pad ma vez ganen bemdez Ivon pe Baol / O kefestañ laouen, o tibriñ oc'h va zaol ?

1867
Référence : MGK p123

N’oa ket gwall bell abaoe m’edont e koad Keryann ; amzer o doa bet hepken d’en em renkañ a-hed ar c’hleuz, ha da ober pep a riboulig da veg o fuzuilhoù, dre greiz ar c’harzh, evit gellout gwelet mat en hent-bras, pa glevjont o tont diouzh tu Konk ur chaok hag ur cholori ker skiltrus ha youc’herezh paotred ar Sabad, en nozvezh m’o doa kaset ganto ur c’hemener da goaniañ, en ur foennog distro, leun a lagennoù.

1877
Référence : EKG.I. p.200

Eno, en ur park, e oa ur paour-kaezh kozh o keuneuta a-hed ar c’hleuz. Dastumet en doa dija ur gazeliad bodoù lann, hag e lavare outañ e-unan : — Bremaik, en ur virviñ va banne soubenn ar brignen me a c’hello tommañ va izili morzet gant ar yenien hag ar gozhni.

1877
Référence : EKG.I. p.191

Mes e Montroulez [ez] eus bet tud a feiz, tud a galon a-hed ar wech. An holl en em savas a-enep an dispac’herien, hag iliz Itron-Varia-ar-Vur a chomas en he sav.

1877
Référence : EKG.I. p.156

Sevel a reas sioulik eus e wele, en e roched, diarc’hen, diskabell ; dont a reas da gaout ar prenestr, hag en ur astenn e c’houzoug a-rez, a-hed ar voger, evit miret da vezañ gwelet, e reas ur sell en hent.

1877
Référence : EKG.I. p.119

En un taol-kont, etre unnek eur hag hanternoz, e kleved, e-kreiz ar mor, ur c’hloc’h o seniñ ; dont a rae eus a gostez enezen Vriad, kêr Pempol pe Landreger, hag e son a yae a-hed an aod.

1877
Référence : EKG.I. p.94

Ni, micherourien diwar ar maez, a labour a-greiz-kalon a-hed ar sizhun ; ha pa c’hellomp kaout daou wennegad da Sul, eo brav deomp.

1877
Référence : EKG.I. p.66

Korintin a astennas e zaou zorn a-hed livenn e gein.

1878
Référence : EKG.II p.295

Muioc’h a levenez a ro da'm c’halon trouz ar mor bras, a-hed an aod, o ruilhañ ar biliennoù an eil war gorre eben, eget klevet taolioù pav marc’h an aotrou o krozal war bavez kêr.

1878
Référence : EKG.II p.215

Edon erru er-maez pa glevis tud o tont, en ur gaozeal, war an hent-bras, a-hed bali maner Keraouell.

1878
Référence : EKG.II p.24

Hennezh a veze noz-deiz o redet a-hed an aod.

1878
Référence : EKG.II p.185

ahed

1904
Référence : DBFV pg ahed (adv. & prép ; en long, le long de, durant)

a-hed e gorf, e groc'hen

1909
Référence : BROU p. 251

An Awenizien a c'hall dont en diabarzh ar c'hromlec'h e-pad ar Gorsedd digor, a-hed ar vevenn.

1909
Référence : REZI p. 6

Kemeret a ra a-hed ar bloaz kement dez[e]v a zo dleet evit mad ar Vreuriezh.

1909
Référence : REZI p. 9

hed an deiz-pad

1909
Référence : BROU p. 404 (tout le jour durant)

Tennañ a rejont ar vagig diouzh diraez al lanv hag e kerzhjont a-hed an tevenn, da glask un dour-red bennak, rak sec’hedet-marv ez oant.

1923
Référence : SKET p.110

Hag an den o tont a anaveze enni ar werc’hez dremmet-kaer en doa karet gwechall, e nevez-amzer e vuhez, an hini en doa diuzet ha taolet war he barlenn an aval a garantez, ar gefrisa en doa kengerzhet ganti dorn-ha-dorn o voustrañ strad kinviek koadoù ar vro-Wenn, hag a oa deut d’e bried wirion, d’e geneilez karantezus a-hed naouspet hañv, naouspet goañv !

1923
Référence : SKET p.74

Damdost d’an hent-se, diouzh ar c’hreisteiz, em eus gwelet ar c’hañvdi ma klever en-dro dezhañ, a-hed an nozvezhioù diloar, o ouelañ hag o kunudañ en ur weañ he daouarn war he foan, intañvez ar Garianed.

1923
Référence : SKET p.14

Eno em eus graet hent, a-hed devezhioù, war straedoù ur geoded ec’hon-divent, kozh evel an douar hag ar bed, mamm holl geodedoù an douar, kelennerez ar re fur, magerez ar ouizieien, krouerez tud ampart en holl arzoù ha micherioù.

1923
Référence : SKET p.16

Anvioù ar stered a anavezent, ar re zigeneil pe ar re emstrolladet a luc’h a-hed an noz en oabl, kerkoulz hag anvioù ha buhezioù an doueed a ra enno o annez (2).

1923
Référence : SKET p.39

Oc’h en em eilañ dre ugentadoù lerc’h-war-lerc’h a-hed an hent, e rae ar baotred hag ar merc’hed-se blev-flamm, dirak ar c’hezeg gwenn, korolladeg da genambroug kerzhadenn an doueed.

1923
Référence : SKET p.63

Ur gompezennad ec’hon a beurvanoù hag a goadoù n’eo ken, uhel ha sec’h diouzh ar c’hreisteiz etrezek an Erkunia, izel ha gleb avat diouzh an hanternoz a-hed ar mor.

1923
Référence : SKET p.125

O diframmañ a rae a-dre an daouarnioù gadal o devoa o skrapet, e harze outo o embregerezh hudur ; neuze o digase en-dro d’an tan hag, o wareziñ anezho gant he c’horf, o difenne a-hed an noz, he gourgleze en he dorn.

1923
Référence : SKET p.114

An devezhioù a-hed an devezhioù en em astenne ; Bilzig a rene e unnek vloaz, ha n’en devoa ket c’hoazh graet e bask kentañ.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1020 (Gouere-Eost 1924)

"hed" : "a-hed-amzer"

1924
Référence : SKET.II p.130 « Geriadurig », "De tout temps".

Ha, tizhet an nerzh hag ar skañvded-se, penaos o mirer ? Ha n’eo ket dre zerc’hel gant an emboellad a-hed an holl vuhez ?

1924
Référence : SKET.II p.30

Aet int paotred ha merc’hed hag all, a-hed an aod, evit na vijent ket gwelet, betek garzh skav ar presbital.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

Gwelet hemañ mac’hagnet e holl izili, henhont astennet a-hed e gorf war hent ar belerined, a glemm, a derm, klevet-eñ o huanadiñ war e wallblanedenn : « O ! pet truez ouzh ur paourkaezh !… O ! pet truez !… » Hennezh, azezet harp ouzh ar c’hleuz, e flac’hoù en e gichen, euzhus da welet, a ziskouez e zivc'har debret gant ar goulioù hag ar c’hontron : « Sellit a-druez ouzh un den reuzeudik, c’hwi pere a zo yac’h ha divac’hagn ».

1924
Référence : BILZ1 Niv. 40, pp.897-898 (Ebrel 1924)

Jojo a chomas da sellet ouzh ki ar presbital (Pipi, anavezout a rit anezhañ), astennet a-hed e gorf evel ul lañjore war dreujoù an nor, beg e lost un tammig gantañ en diavaez.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1023 (Gouere-Eost 1924)

Bilzig a deuas, da sikour e vreur, un taol dorn hag ur voutadenn, ha setu Jojo stlapet a-hed e gorf war an traezh gleb, un taol-mor a fregas en e gichen : goloet Jojo a zour hag a eonenn.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1124 (Miz Du 1924).

Pa zihunis, an aerouant bet diouganet gant Marzhin, penndevig ar varzhed, a oa paouezet da wigourat. Un den diwisket ha kabellet gant ur galabousenn leun a zelioù derv arc'hantet a rede a-hed ar riblennad bagonioù en ur youc'hal.

1929
Référence : SVBV p8

bezañ a-hed

1931
Référence : VALL pg border

Un toullad mat anezho a gaver a-hed aodoù Breizh, splann pe splannoc'h.

1943
Référence : TNKN p26

'[H]ed ar pred e veze evet sistr ha gwin, goustadik da gentañ, gant ober tammoù « komplimañchoù », hardishoc'h goude an anduilh a zigase sec'h, lipr-ha-lipr gant ar rost ; skarzhet ar gwer en ul lonkadenn gant ar madigoù[.]

1944
Référence : EURW.1 p26-27

Dre ar skorn hag an erc’h war an douar, e vezemp dalc’het a-ratozh kaer ‘hed ar mintinvezh da c’hoari gant ar fuzul war ar Park-Meurz.

1944
Référence : EURW.1 p.196

E-lec’h mont da Giouidig, kemerout a reas hent Penn-ar-Pont, da vont da gavout Job ; hag e lavare, dre ma kerzhe a-hed ar stêr : — « Un afer fall ! un afer fall ! fall ! fall ! »

1944
Référence : ATST p.97

Pa 'n em astenn 'hed e gorf war al leur ez eus c'hoarzh.

1944
Référence : EURW.1 p23

A-hed e vuhez, e chomas gant ar meno-se, ober un dra bennak, en ober mat ; lezel ar re all da fougeal war ar blasenn, chom sioul en diavaez d'ar vrud ha plediñ gant e vicher : setu holl.

1944
Référence : EURW.1 p12-13

- Hag e ri, a-hed da vuhez manac'h, prezegennoù helavar diwar-benn traoù n'anavezez ket.

1949
Référence : SIZH p.57

- Va bro ... « Señorita », va bro-me eo ho Kastilha-Gozh ur gouelec'h krin ha kras en he c'heñver. Du-mañ 'z eus geot glas, a-hed ar bloaz, ken uhel hag ho penn ; du-mañ, e red an dour, hañv-c'hoañv, e-barzh an traoniennoù, dezho o bec'h gwez.

1949
Référence : SIZH p.45

Er-maez, koulskoude, kantadoù ar beufideg [sic « a veufideg »], ar pennglaouiged [sic « a bennglaouiged »], ar mouilc’hi-argant [sic « a vouilc’hi-argant »] hag ar filiped [sic « a filiped »] bliv, bodet holl el liorzh, al lec’h nemetañ gant gwez, a-hed levioù ha levioù tro-dro, a oa d’o heul kaniri ha cholori, ur vouzarenn dudius.

1949
Référence : SIZH p.39

Roue an dismantroù-se, a-hed ar sizhun, a oa Pepe gozh la Botella, un duardig sec'h ha kramennek, «anarquista » ha beg-chopin, bet skoet gant ar gras, ha troet da ever-dour war an diwezhadoù, pezh ne vire ket outañ da bec'hiñ, evel un Navarrad, ma oa.

1949
Référence : SIZH p.52

Galvet e oan da vont gant an admiral Thierry war vourzh al lestr-reder Kleber eoriet neuze e porzh mor Toulon (1), hag a dlee e-pad daou vloaz diouzhtu kantreal a-dreuz hag a-hed ar mor Atlantek, « campagne des Antilles » evel ma veze graet diouzh ar veaj-se, gwellañ hini ’oa, hervez ma lavare Biz Kamm, ha gant-se kenderc’hel a rae va flanedenn da dreiñ war an tu mat.

1954
Référence : VAZA p.87

Hogos bemnoz e veze ivez martoloded all o prejañ war hol listri-ni, ha hervez ar reolenn peb a dortad a rankent ober, rak ur wech e tichañsas din klevout hon eilgabiten o kenteliañ ar ganol[i]erien oc’h ober ouzh taol war-dro kouvidi an deiz-se ; « ha taolit pled, paotred, emezañ, mar gwelan unan hepken eus ho mignoned estren e-tailh d’ober goude koan ur gammed war ar pont kuit a ruilhal raktal a-hed e gorf, kraouiet e viot ganin holl gwitibunan ! »

1954
Référence : VAZA p.103

Rankout a rae ’ta al listri mont etrezek pleg[-]mor Kiberen, ha goude mordeiñ a-hed an deiz e tu all da enez C’hroe pe en donvor d’ar Gerveur, hogos bemnoz e taolent eor etre Porzh Maria hag ar garreg Tignouz.

1954
Référence : VAZA p.124

Met sed amañ plijusañ tra a gaven : ni, sonerien, ha ni hepken, nemet moarvat ar c’habiten hag an admiral, a c’helle kousket a-hed an noz hep divorfilañ, ha netra ne zeue d’hon trubuilhañ, forzh pegement a drouz hag a reuz a save e[n]-dro hag a-us dimp pe dindanomp.

1954
Référence : VAZA p.125

Bragoù, jiletenn ha chupenn, hañv-goañv ne weled nemet mezher du penn-da-benn e-dro dezho, evel pa vijent holl, hag a-hed o buhez, o tougen kañv d’unan-bennak ; diouzh ar c’hiz e ranke bezañ al liv hag an danvez-se.

1954
Référence : VAZA p.30

Adal ar bloavezhioù kentañ, dibabet e vezen dalc’hmat da c’hoari roll pe roll, diouzh ar vent hag an oad, e kement gouel, ha bez’ e veze meur a hini a-hed ar bloaz.

1954
Référence : VAZA p.69

Em bleud en em gaven ’ta, ha kement a draoù am boa da gontañ diwar-benn ar roue Arzhur ma rankis tremen hep adlenn na reizhañ va skrid, ha reiñ a ris va brouilhed evel ma ’z oa gant skrapadennoù yar, gerioù diverket, pennadoù a-dreuz hag a-hed ar riblennoù, hag all.

1954
Référence : VAZA p.70-71

Arc'hoazh pe zroug, ivez pe reuz, / Ma vezont diouzh ar Pab ? / D'hor gwir veleien hor bo keuz / Ha kerse 'vel d'e dad ar mab, / P'er gra emzivad ar marv. / Hor planedenn' vo didruez / Hag hor feiz heskinet garv. / Tristidigezh 'hed hor buhez !

1960
Référence : PETO pp.13-14

a-wechoù azezet war an douar stok-ha-stok an eil e-kichen egile a-hed meur a gant metrad

1980
Référence : BREM Niv. 1, p.4

Muioc'h a loened a zo da welout a-hed ar stêr eget er c'hoad, darn kludet war ar gwez uhel, evned all o vont da guzh e-touez ar c'horz papurus a gresk stank a bep tu.

1985
Référence : DGBD p38

A-hed an hent da vont d'ar gêr en em zebran evit gouzout ha dav eo din embann ar c'heloù mat da Adrianí pe, da nebeutañ, ez eus diougan keloù mat.

2015
Référence : EHPEA p25

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux