Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. H.b. A. 1. Hollad an anadennoù, ar perzhioù, en o zouez kreskiñ, emdreiñ, gouennañ, mont da get, zo boutin d'ar bevien. Krouet eo ar vuhez war an Douar war-dro pevar miliard a vloavezhioù zo. N'eus ket a vuhez war al Loar. Penaos eo diwanet ar vuhez war an Douar ? & Trl. Reiñ buhez d'udb. : lakaat udb. bev da vezañ. Piv a gredfe e c'hall ar mez reiñ buhez d'ar gwez brasañ eus hor c'hoadoù ? & Bezañ buhez en udb. : bezañ eus rummad ar bevien. An traoù zo buhez enno hag an traoù divuhez. 2. Stad ub., udb. zo bev. Bezañ, chom e buhez : bezañ, chom bev. Koll e vuhez : mervel. Reiñ e vuhez evit ub., udb. : mervel evitañ. Tennañ, lemel e vuhez digant ub., ul loen bnk. : e lazhañ. Lezel e vuhez gant ub. : chom hep e lazhañ, goude bezañ bet war-nes ober, e-sell da ober. & Trl. Bezañ war var e vuhez : bezañ en arvar da vervel. & M'hoc'h eus damant d'ho puhez : mar n'hoc'h eus ket c'hoant mervel. M'hoc'h eus damant d'ho puhez, tec'hit kuit diouzhtu. & Estl. Forzh ma buhez ! : galv a zistager da gaout skoazell pa vezer en arvar da vervel. B. Dre ast. 1. (db. an dud dh.) Nerzh, startijenn. An tamm bara-se en doa degaset buhez ennon. Chomet e oa un tamm buhez ennañ. & Trl. Santout ar vuhez o tec'hel diouzh e gorf. 2. Hollad ar perzhioù diavaez, heverz, zo heverk eus an dud, al loened a vev en ul lec'h bnk. Ar vuhez o virviñ en nevezamzer. & Oberiantiz an dud. Kemper a vez kalz a vuhez enni e-pad an hañv. & Perzh ur yezh a vez implijet bemdez. Skrivagnerien o deus lakaet en o oberennoù ar vuhez zo er brezhoneg komzet. 3. Bevañs, peadra da vevañ. Aet eo war ar mor da c'hounit e vuhez. HS. bara. II. B. A. Prantad ma vezer bev, ma vez bev pep hini eus ar bevien. Ur vuhez hir. Tremen e vuhez oc'h ober udb. Red, dibun ar vuhez. E-pad, a-hed ar vuhez. & RELIJ. Ar vuhez peurbadus : prantad didermen ma vev an ene goude ar marv. & Trl. Kavout berr e vuhez, en ul lec'h bnk., oc'h ober udb. : kavout berr e amzer. & Estl. Hir vuhez d'ub. ! : bevet an den-se ! & Dre skeud. Bezañ a-hed ar vuhez oc'h aber udb. : pell-tre. & Tr. adv. A-hed-buhez*. & Biskoazh em buhez : gwech ebet a-hed ma buhez tremen. Biskoazh em buhez kement all ! B. (db. an dud) 1. Dibun an darvoudoù a-hed ar prantad-se. Ar vuhez a stagas adarre da vont. Penaos ez a ho tamm buhez ? 2. Doare ma ren pep den, ur rummad tud, dibun an darvoudoù, e emzalc'h a-hed ar prantad-se. Ren e vuhez en un doare dibreder, sioul, paour, dister, strizh. Ar vuhez pemdeziek. Ur vuhez oberiant. Buhez ar re baour. Ar vuhez war ar maez. Div vuhez a rene : ur vuhez kevredigezhel hag ur vuhez prevez. Reizhañ e vuhez war hini un den all, diouzh ur bennaenn a vuhezegezh. & Trl. N'eo ket ur vuhez, honnezh n'eo buhez ebet, n'eo ket ur vuhez da vevañ diouti : n'eo ket plijus an doare ma vever. & Bevañ ur vuhez : he ren. Kendalc'h da vevañ da vuhez da-unan disoursi. 3. Doare da ren e emzalc'h a-hed ar prantad-se a-geñver gant pennaennoù ar vuhezegezh vat. Ren ur vuhez diroll. Tud a fall vuhez. Ren gwall vuhez, ur vuhez fall. C. 1. Danevell an darvoudoù zo c'hoarvezet gant ub. a-hed ar prantad-se. C'hoant hoc'h eus klevet buhez Bilzig. 2. Levr a gont an darvoudoù-se. Buhez ar Sent. D. Dre heveleb. (db. an traoù) Pad. Buhez ar brezhoneg zo etre daouarn hor bugale. & (db. ar broioù) Istor. Buhez hor bro. E. (en e furm lies) Reuz. Amañ e vez buhezioù ! III. Trl. Ober buhez, gwall vuhez d'ub. : ober vil dezhañ ingal, e lakaat da vezañ gwalleürus. E wreg a rae gwall vuhez dezhañ. An impalaer a rae gwall vuhez d'ar gristenien. Graet e veze buhez d'an neb a gomze brezhoneg. & Ober buhez, ur vuhez war ub., ul loen bnk., [1931] bezañ war vuhez ub. : ober trouz, rebechoù dezhañ, abegiñ outañ dalc'hmat. Ober a reas buhez war ar c'hezeg hag int kuit. & Klevet ur vuhez (gant ub.) : trouz, tamalloù. & A bep seurt buhezioù en devez an den : trubuilhoù a bep seurt. & Pemdez Terriñ, uzañ e vuhez d'ub. : ober vil d'ub., hegaziñ ub.

Exemples historiques : 
140
Masquer la liste des exemples

buhez

1499
Référence : LVBCA p44 (vie)

En trede ez welher [welfer], hag ez klevher ivez / Ar poanioù Infernal, en sal a angalez / An fin pedaheni, ez ay en diwezh / Neb en pec'hed, chetu, a gonklu o buhez

1575
Référence : M. p. 36

Amañ ez tezraou buhez an itron sanktez Katell[,] gwerc'hez ha merzherez[,] en Brezhoneg nevez-Imprimet, e Kuburien, evit Bernard de Leau, peheni a chom e Montrolez, war [ar] pont Bouret : en bloaz M.D.LXXVI. [1576]

1576
Référence : Cath p1

Ma ael mat, en pep tu c'hwi zo deputet, / Gant Doue Roue an tir, ouzh pep pirilh da'm miret. / M'ho ped em miret-c'hwi, pan oc'h din gardian, / Hag er ploue hag e kêr[,] diouzh ma adverserien. / Grit din ivez sasun kenkoulz kompagnunezh / Ma c'hellin mat pep tu finisañ ma buhez.

1622
Référence : Do. p22

M. Petra eo urzh ? D. Ur Sakramant lekaet en Iliz, pe dre hini e resev ar veleien puisañs ha galloud da gonsakriñ korf hor Salver binniget, absolv ar re pere zo roet dezhe en karg, hag ober an traoù all pere a goñsern evit polis an Iliz, pe en tra ez eo ret obeisañ dezhe, pan vent c'hoazh tud a zrouk vuhez.

1622
Référence : Do. p48

M. Pe da fin oc'h-c'hwi bet leket en bed-mañ ? D. Evit karet ha servijañ Doue en vuhez prezant-mañ, hag evit goude-se bezañ da vizviken en baradoz.

1622
Référence : Do. p8-10

M. Pe evit tra [eo]-eñ galvet pec'hed marvel ? D. Abalamour ma lazh hon ene, oc'h ober dezhañ koll ar vuhez a c'hras hag abalamour ma hon rent din d'ar marv eternel.

1622
Référence : Do. p36

buhez

1659
Référence : LDJM.1 pg moeurs, vie

emañ e valañs e vuhez

1659
Référence : LDJM.1 pg (il est en) dãger (de mourir)

cheñch e vuhez

1659
Référence : LDJM.1 pg (se) conuertir

Pe da fin ez oc'h bet leket er bed-mañ? D. Evit karet ha servijañ Doue er vuhez-mañ, ha goude-se bezañ da virviken eürus er baradoz.

1677
Référence : Do. p9-11

14. C'hoant am eus, gwir vamm a druez, / Chom geneoc'h a-hed ma buhez, / E-harz ar Groaz sakr, ma Salver, / A gontemplin e pep amzer.

1677
Référence : Do. p68

Mamm santel, Feunteun a Vuhez, / Grit din-me, dre ho karantez, / Partisipañ en ho poanioù, / En ho klac'har, en ho taeroù.

1677
Référence : Do. p67

M. Pe rekompañs a resevo ar re a observo gourc'hemmennoù Doue, ha re an Iliz ? D. Ar vuhez eternel, pehini a zo ur vuhez kuit a bep droug ha leun a bep mad, ha pehini a dle padout da virviken.

1677
Référence : Do. p31

M. Na petra ouzhpenn [a gredit-hu]? D. [Me gred] Penaos dre e Varv ha Passion en deus hon delivret eus ar poanioù infernal, hag akuizitet deomp ar vuhez eternel.

1677
Référence : Do. p15

buhez ha jestroù ar sent

1732
Référence : GReg pg action

Gounit a rae e vuhez o labourat.

1732
Référence : GReg pg gagner (Il gagnoit sa vie à travailler.)

cheñch buhez

1732
Référence : GReg pg amander

Ur vuhez temperant a astenn buhezegezh an den.

1732
Référence : GReg pg frugal (Une vie frugale aide beaucoup à conserver la santé.)

Ur vuhez moderet a astenn buhezegezh an den.

1732
Référence : GReg pg frugal (Une vie frugale aide beaucoup à conserver la santé.)

Doue a c'houlenn digant ar pec'her gwellidigezh a vuhez ha nompas e gollidigezh

1732
Référence : GReg pg amandement

An ene a ra buhez an den pe buhez an aneval.

1732
Référence : GReg pg forme (L’âme est la cause formelle de la vie.)

emañ an den-hont war an diskar eus e vuhez

1732
Référence : GReg pg (cet homme est sur son) arriere(-saison)

ar gedon a dle o buhez d'o buander

1732
Référence : GReg pg agilité

An ene a zo ar pennkaoz eus ar vuhez.

1732
Référence : GReg pg formel (L'âme est la cause formelle de la vie.)

ar feunteun a vuhez

1732
Référence : GReg pg fontaine (Fontaine de Jouvence, fontaine fabuleuse du roman de Huon de Bordeau, que le peuple croit sortir du Paradis Terrestre, & avoir la vertu de guerir de tous maux, & de rendre les vieillards à l'âge de trente ans.)

feunteun an dour a vuhez

1732
Référence : GReg pg fontaine (Fontaine de Jouvence, fontaine fabuleuse du roman de Huon de Bordeau, que le peuple croit sortir du Paradis Terrestre, & avoir la vertu de guerir de tous maux, & de rendre les vieillards à l'âge de trente ans.)

ar wezenn a vuhez

1732
Référence : GReg pg arbre

ar wezenn a zouge ar frouezh a vuhez er baradoz terest

1732
Référence : GReg pg arbre

An aotrou Doue a recev er gwenvidigezh ar re o deus kunduet bede ar fin ur vuhez santel.

1732
Référence : GReg pg glorifier (Dieu glorife ses élûs après leur mort.)

astenn e vuhez d'ur re bennak

1732
Référence : GReg pg (prolonger la vie) à (quelqu'un)

kunduiñ ur vuhez garv

1732
Référence : GReg pg (mener une vie) austere

kunduiñ ur vuhez kalet

1732
Référence : GReg pg austere (mener une vie austere)

deut eo kuit leun a vuhez ha digoust

1732
Référence : GReg pg (il s'en est venu, vie &) bague(s sauves)

tud santel, nep a gundu ur vuhez santel, ha direbech

1732
Référence : GReg pg bienheureux (beat, homme de sainte vie)

ker en deus gwerzhet e vuhez

1732
Référence : GReg pg (il a vendu) cherement (sa vie)

An obstinasion er pec'hed bede ar fin eus ar vuhez.

1732
Référence : GReg pg final (L’impénitence finale.)

bezañ e tailh da goll e vuhez

1732
Référence : GReg pg courir (le hazard de perdre la vie)

bez ' eo bet e tailh, e balañs, da goll e vuhez

1732
Référence : GReg pg (il a été en) danger (de mourir)

padelezh ar vuhez

1732
Référence : GReg pg (le) cours (de la vie)

ar finvezh eus ar vuhez

1732
Référence : GReg pg fin (La fin de la vie.)

an difin eus ar vuhez

1732
Référence : GReg pg fin (La fin de la vie.)

ar vuëz

1732
Référence : GReg pg être (ce qui existe, l'être)

ar bezañ, ar vuhez, eus ar c'hrouadurioù

1732
Référence : GReg pg (l') être (créé, l'être des créatures)

Hon buhez a zalc'h a-ispilh ouc'h un neudennig stoub.

1732
Référence : GReg pg filet (Nôtre vie ne tient qu'à un filet.)

Hon buhez ned eo stag nemet gant un neudennig.

1732
Référence : GReg pg filet (Nôtre vie ne tient qu'à un filet.)

Ne fizjen ket va buhez ennañ.

1732
Référence : GReg pg fier (Je ne lui fierois pas ma vie.)

kemeret ur stad a vuhez

1732
Référence : GReg pg genre (Prendre un genre de vie.)

avanturiñ e vuhez ha pep tra

1732
Référence : GReg pg hazarder (Hazarder sa vie; hazarder toutes choses.)

balañsiñ e vuhez

1732
Référence : GReg pg hazarder (Hazarder sa vie.)

buhez an anevaled

1732
Référence : GReg pg ame

buhez ar gwez, ar geot, hag al louzoù

1732
Référence : GReg pg (l')ame (végétative)

ar gedon a zo o buhez e penn o zreid

1732
Référence : GReg pg agilité

Ar c'hentañ levr eus ar vibl, pe en hini ez eo diskrivet an istor eus a grouidigezh ar bed, hag eus a vuhez ar Batriarched.

1732
Référence : GReg pg genese (le premier livre de la Bible)

Al louzoù-se eo en deus astennet e vuhez.

1850
Référence : GON.II pg astenna (C'est ce remède qui lui a prolongé la vie).

buhez

1850
Référence : GON.II pg bué ou buez (Vie, l'état des êtres qui respirent, sentent, se meuvent, etc. L'espace de temps qui s'écoule depuis la naissance jusqu'à la mort).

buhez

1850
Référence : GON.II pg béva, bué, buez (Vie, l'état des êtres qui respirent, sentent, se meuvent, etc. L'espace de temps qui s'écoule depuis la naissance jusqu'à la mort), buhez

buhez

1850
Référence : GON.II pg buez ou buhez (Vie, l'état des êtres qui respirent, sentent, se meuvent, etc. L'espace de temps qui s'écoule depuis la naissance jusqu'à la mort).

E-pad va buhez ha goude va marv.

1850
Référence : GON.II pg buez (Pendant ma vie, et après ma mort).

dasprenet en deus e vuhez diwar-bouez e yalc'h

1850
Référence : GON.II pg daspréna

en didalvedigezh e tremen e vuhez

1850
Référence : GON.II pg didalvédigez

ur vuhez direizh-bras eo

1850
Référence : GON.II pg direiz

leun eo ar vuhez a enebiezhoù

1850
Référence : GON.II pg énébiez

va buhez a fizien ennañ

1850
Référence : GON.II pg fisiout

Ganti 'oar krog-diskrog : evel an dour a red, / Ar vuhez deiz ha noz a dremen hed-ha-hed, / Hag a gav, en un taol, ar mor don d'he beuziñ.

1867
Référence : MGK p100

— « Petra, eme 'r c'honikl, n'eus forzh penaos, bepred / Koll va buhez a zo din ret ? / Mervel evit mervel, tec'het zo gwell ganen. »

1867
Référence : MGK p113

An alc'houeder a ra e neizh / War-dro miz Mae e-touez an ed, / Er mare-se al laboused, / Ha kement a zo bev, tommet gant heol an deiz, / A verv en o c'halon glaouenn ar garantez, / Zo c'hwezhet gant mestr ar vuhez.

1867
Référence : MGK p51

Dudius oa o buhez : nemeto ne oa ken / O chom en un distro ne anaveze den.

1867
Référence : MGK p45

« An aotrou, va merer, gav an douar re izel ; / Fallañ tieg zo e-kreiz, e daou benn Breizh-Izel / A rafe mezh dezhañ, pompader e azen, / N'en deus 'hed e vuhez troc'het div vuzhugen. »

1867
Référence : MGK p93

Pell a zo emaoc’h o c’houlenn digant Yann Pennorzh kontañ deoc’h e vuhez : Mat, setu amañ un abadenn eus e yaouankiz.

1877
Référence : EKG.I. p.1

Mar chomit e buhez e vezo c’hoazh war ho lerc’h, war an douar, bugale vat hag a galon, bugale a zoujañs Doue.

1877
Référence : EKG.I. p.21

Na ankounac’hait ket manac’h Sant-A[l]bin, a zo dleour deoc’h eus e vuhez ; ha ma teufe kleñved da gouezhañ warnoc’h pe war unan bennak eus ho tud, diwallit na deufec’h ket kerkent d’am c’hlask.

1877
Référence : EKG.I. p.53

An dud vat ha karantezus-se a en em laka ivez ’ta e riskl eus o buhez en ur astenn deomp o dorn.

1877
Référence : EKG.I. p.107

Hon tudoù-kozh a gave dezho e teue ar gwin-ardant d’o lakaat da goll o skiant ha da verraat o buhez.

1878
Référence : EKG.II p.43

P’edon krog en trede alc’houez, e liviris adarre ouzhin va-unan : Yann Pennorz, amañ ez ez da c’hoari da vuhez.

1878
Référence : EKG.II p.122

O zamm bara en doa digaset buhez ennomp.

1878
Référence : EKG.II p.5

Ar roue Louis XVI, ar Rouanez hag o bugale, o doa en em glevet gant tud a fiziañs hag a galon evit kemeret an tec’h eus a Frañs, rak war var da goll o buhez edont e Pariz.

1878
Référence : EKG.II p.73

Ar garg a Zrouiz-Veur a zo ur garg a vuhez.

1909
Référence : REZI p. 8

Dindan c’hwezhadenn Avelio e teuas ar pevar zra-se : mor, traezh, kregin ha goularz, da gejañ, d’en em gemmeskañ, o steuiñ ur c’horf-paotr hag ur c’horf-plac’h, e roas an doue ar vuhez dezho.

1923
Référence : SKET p.33

Kement-mañ c’hoazh a glot dereat-tre gant ar pezh a lavar hor c’hanennoù hag hon danevelloù eus meurded, kened ha sioulded al lec’hioù glasvezus-hont ma voe ganet Manos ha Bena ; an deliaoueg digenvez ma tremenjont o bugaleerezh dienkrez hag o yaouankiz ; ar gouelec’hiou bleuñvek m’en em garjont ha ma savjont enno engroez o mibien hag o merc’hed ; ar c’hoadoù ma weljont o tremen, ur wech ha pevar-ugent lerc’h-ouzh-lerc’h, koroll ar pevar c’houlz-bloaz ; ar gwezegoù e-lec’h a-nebeudoù, a viz da viz, a noz da noz, e kannder ar beurevezhioù, e sioulder ar c’hreistevezhioù, e ruzder an abardaevezhioù, e tibunas red o buhez.

1923
Référence : SKET p.48-49

Dre ren ho puhez diouzh ar sturiennoù-mañ e vevot, hag e savot dreist d’ar pobloù all.

1923
Référence : SKET p.50

Ha ma c’hoarvezfe gant hini pe hini ac’hanoc’h terriñ ar gourc’hemennoù-se, ra vo harluet pell diouzoc’h, ra vo argaset er-maez eus tachenn ar vuhez !

1923
Référence : SKET p.53

Miret eo bet gant beleien Dis Atir, e-touez Volked an Erkunia, en danevell-gelenn a reont anezhi « Ermaeziadenn an ene », ar bedenn a veze lavaret gant tud ar vro-Wenn, p’en em ziskouezent dirak ar Roue a zo en e goazez dindan ivinenn ar Vuhez [...].

1923
Référence : SKET p.71

Nemet bravoc’h eo c’hoazh an douar-mañ : douar ar Sklaerder n’hall ket diviañ, ar Gened n’oufe gwenviñ, ar Yaouankted peurbad, ar Vuhez diziwezh, an Hañv dibaouez !

1923
Référence : SKET p.73 (+p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 73, lin. 10 kent an dibenn, e lec’h « divia » lenn « divïa »").

Ra c’hellfec’h, te ha da vreudeur, e nevez-amzer ho puhez, war heñchoù ar bed, kavout da geneilezed, da garezed, da briedoù, maouezed evelto !

1923
Référence : SKET p.120

Ar re a vanas e buhez n’oa ken a-walc’h anezho da enebiñ ouzh an henvroiz ha d’o zrec’hiñ.

1923
Référence : SKET p.129

Tiegezhioù a-bezh, hag int savet, d’ar beure, en o c’haerañ gant livioù ar vuhez, e-kreiz levenez ha c’hoarzh, flastret ma ’int bet dindan tousmac’h ar stourmadoù, o c’haver d’an noz yen ha dilavar dindan divaskell zu Katubodua.

1923
Référence : SKET p.20

Hag ar mor, mor ar vuhez gant e wagennigoù a gelc’he, a c’holoe an devezhioù, ar mizioù en tiegezh Izabel : hini hag hini e kouezhent goustadik, goustadik en donder an dienez hag ar baourentez.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1120 (Miz Du 1924).

Goude pardon ar Rozera, Izabel, skuizh a gorf hag a ene, o ren un hevelep buhez, a chomas er gêr [...].

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

Dir e galon enep an druez ; e-pad e vuhez a varner, gwelet en devoa gwazh, pegen gwazh, ha gwashoc’h c’hoazh, hag e goñsiañs, pell amzer a oa abaoe, ne fiñve ken en e greiz ; marv e oa ar preñvig bihan-se dirak pinijennoù ken dister : un taol gwialenn !…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)

Ha, war dachenn ledan ar vuhez, piv na gar, ur wech c’hoazh, dibabañ e-touez ar vleunioù dic’hwezh ar [b]leuñvennigou a c’hwezh [v]at, pere o deus sklêrijennet e hent ha sederaet e galon ?…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.845 (Miz C'hwevrer 1924)

Amañ omp brav-meurbet evit ober ur gaozeadenn, rak, hervez m’her gwelan, falvezout a ra deoc’h klevet buhez Bilzig.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

An amzer nad a ket ganto da gantren war varc’h a gasont er gêr o ren buhez gadal ha didalvez.

1924
Référence : SKET.II p.66

Piv a c’hallo biken pouezañ e balañs ar vuhez talvoudegezh ur vennozh a garantez war spered ha war galon un den yaouank.

1925
Référence : BILZ2 p.180

Pa selle outañ, krinet e vin ha dislivet, krommet e zivskoaz dindan ar bloavezhioù, ivez dindan pouez ar vuhez diroll en devoa renet, e serre he daoulagad ; hag he c’halon…

1925
Référence : BILZ2 p.153

Eno e tiske al lavarioù fur a ziwane war deod ar vartoloded kozh, furnez talvoudek d’ar re yaouank evit ren o buhez eeun.

1925
Référence : BILZ2 p.133

— En gwirionez — hag e zorn a oa war benn ar paotr — hemañ eo an hini en deus savetaet buhez ho merc’h, itron. Anez [dezhañ]… Sunet en deus ar bulum.

1925
Référence : BILZ2 p.120

daoufromet e oa he c'halon : laouen e oa ganti e vije deuet betek enni he niz, mab he c'hoar, ha trist oa ganti dre n'he doa gwelet biskoazh o vont kuit, e vuhez gantañ, kement hini a oa aet da c'houlenn ar gefridi-se

1929
Référence : KUHL-GWAL1 niv. 19 p. 54

skiant ar vuhez

1931
Référence : VALL pg biologie

buhez ha jestroù ar sent

1931
Référence : VALL pg action (la vie et les actions des saints)

danevell vuhez an-unan

1931
Référence : VALL pg autobiographie

buhez

1931
Référence : VALL Levrlennadur p VII, pg. animation (des jeux), biographie

bezañ bepred war vuhez ub.

1931
Référence : VALL pg (chercher toujours) affaire (à qqn)

e tarzh ar vuhez

1931
Référence : VALL pg aurore

e vuhez a zo e-barzh

1931
Référence : VALL pg aller (il y va de sa vie)

ar vuhez

1931
Référence : VALL Rakskrid p XVIII

kefridioù buhez

1931
Référence : VALL pg (fonctions) animal(es)

ar c'hretaat buhez mab-den

1931
Référence : VALL pg assurance

lakaat buhez en abadenn

1931
Référence : VALL pg animer (donner de l'animation à la partie)

lakaat buhez er c'hoari

1931
Référence : VALL pg animer (donner de l'animation au jeu)

ren ur vuhez c'harv

1931
Référence : VALL pg austèrité

Evel-se e tremene sioulik ha plaen he zamm buhez, betek marv he zad e 1869.

1944
Référence : EURW.1 p14

Buhez, Oberoù, Lizheroù Prosper Proux .. .. .. 1911

1944
Référence : EURW.1 p2

— « Ro buhe' din ». Reiñ buhe' a oa lakaat an doupi da dreiñ.

1944
Référence : EURW.1 p22

Ar vatezh, Jann Robin, ha war he lerc'h, Marianna Touboulig, a ouie lenn Buhez ar Sent da nozvezhioù goañv, disket ma oa bet dezho o lizherennoù gant ma mamm.

1944
Référence : EURW.1 p20

Gwashoc’h eget chas, a soñjen. Sell amañ ur vuhez avat !

1944
Référence : EURW.1 p.191

Pa voen bet daou viz o ren ar vuhez oberiant-se, ha graet ganin ma c’horf eus ar vicher, e voen dibabet a-gevret gant ugent all eus ar 48vet da vont da studiañ da Sant-Brieg en ur gompagnunezh graet gant re zesketañ peder [sic] rejimant 19vet kevrennad an 10vet rannad arme.

1944
Référence : EURW.1 p.195

Gras d’hon deskadurezh, e kemeremp ar vuhez-se evel ur sport nevez, hag e tisprizemp (en hor spered), ar vicher a soudard.

1944
Référence : EURW.1 p.197

Ret e oa din eeunañ ma buhez war e hini : chom a rankjen er gêr.

1944
Référence : EURW.1 p.209

An hini en dije gwelet Mari d’ar mare-se en dije kredet moarvat e oa kollet ganti he holl skiant vat, kollet he zamm buhez.

1944
Référence : ATST p.53

An diaoul kentañ. — « Mari Karreg-al-Louarn, n’hoc’h eus ket tremenet war an douar ur vuhez direbech. » An eil diaoul. — « Ho puhez a zo leun a rebechoù. »

1944
Référence : ATST p.56

Petra a lennit evit magañ buhez ho spered, reiñ sav d'hoc'h ene ?

1949
Référence : SIZH p.56

E sujidi nemeto a oa ar mul Alejandro ha daou gi-bleiz o mouezhioù braouac'hus. N'o doa da amezeien nemet ar brini, tev e-giz yer, ha guped an oabl, hag ivez poblad safronus gwenan an dousenn koloennoù bennak, a lakae buhez er c'hloastr, e lec'h ar venec'h aet davet Doue.

1949
Référence : SIZH p.52

- Gouzout a rez pep tra ervat, hervez al levrioù, douetus ; ha netra hervez ar vuhez. Desket out... ha dizifenn, pa n'ouzez ket ar pep retañ.

1949
Référence : SIZH p.50

Dilevenez e oa e zremm ; e ziabarzh, avat, a verve ennañ buhez ar spered, an hini nemeti a dalve, hag al levenez digemmesk.

1949
Référence : SIZH p.48

Kentoc'h pondalez an ifern !... Emañ aze, e-harz e dreid, kousket sioul evit ar pred, - ar mor, an tigr, ar sarpant a oar kousket ivez! - gant e reuzeudien o buhezioù diroll, prest da dorc'hweniañ en-dro, kerkent ha ma vint dihun, el likaouerezh an hudurañ...

1949
Référence : SIZH p.48

–… Padout a ra ar stourm, ha padout a ray betek Deiz ar Varn, etre ar Vaouez – Merc’h da Eva –, a zo Kig, Materi, Tra berrbad, ken eo, mignonez da blijadurezhioù diwalc’hus an Douar, hag etre uhel-strivoù an ene davet ar Peurvad, a zo diwar Doue, hag adc’hounidigezh ar Baradoz, da lavarout eo Buhez Divarvel ar Wenvidien.

1949
Référence : SIZH p.40

Sellout a reas kurius, ouzh paotr e sae wenn, a chome en e sav dirazi, ha lavarout a reas, a-benn ur reuziad : - Penaos oc'h deut a-geid-all da ren ho puhez en ur gouent kastilhat ? Ne vourrec'h ket en ho pro ?

1949
Référence : SIZH p.45

- Hag e ri, a-hed da vuhez manac'h, prezegennoù helavar diwar-benn traoù n'anavezez ket.

1949
Référence : SIZH p.57

...Peogwir out gouest da hadañ ar vuhez e korf da barez. - Da heul un darempred hudur, Doue ra viro ! - Hudur ?... Un anv gwall-zivalav, « amigo », d'ur briatad trelatus, mar bez.

1949
Référence : SIZH p.57

Rak daou [gristen], morvat, Jezuz, truez ! / A gollo drezon o buhez.

1960
Référence : PETO p40

Hi eo a zeuas, dre guzh d'ar re-mañ, ha goude ma voe bet lazhet ganto ar Predour, mestr-skol en Edern, ha Gorager, person touer parrez Brieg, da gemenn d'an David pe venoz o devoa graet diwar e benn. Person Goezeg n'he c'hredas ket hag, e-lec'h tec'hout da guzhat, a chomas en e bresbital. Kavet e voe eno gant e vuntrerien hag e kollas evel-se e vuhez.

1960
Référence : PETO p8

Gwallañ mezhus hor merc'hejoù, / Buhez darn ac'hanomp lemel, / Tanañ, skignañ gwall dorfejoù, / Setu labour ha droukemell / Al livastred, ar baganed / D'an Nasion sitoianed.

1960
Référence : PETO p58

N'emañ ket, d'am meno, o tareviñ freuz ; / Ne venn, o kuzhat, 'met mirout e vuhez. / Amañ kuñv ha sioulik, ' vez atav dezhañ, / Ha ne glever morse nep droug anezhañ.

1960
Référence : PETO p37

Azalek ma oan distro eus va fennad amzer labour er Gabon, em boa soñjet mirout an eñvor eus ar vuhez am boa renet er vro-se e-pad triwec'h miz.

1985
Référence : DGBD p5

tresoù e zremm a fiñve c'hoazh gant un azvan a vuhez, met a vuhez ne chome nemeur

2012
Référence : DJHMH p. 73

Anna a oa an hini nemeti ouzh ma harpañ pa oan o vevañ gant Tanos hag a zo al liamm nemetañ am eus gant ma buhez gwezhall.

2015
Référence : EHPEA p58

Ral-tre eo e vefe harzet an dorfedourien gwisket cheuc'h, an dud a vrein ar sistem, floderien an telloù, an hailhoned a batroned, ar re a druch gant gwir al labour, pennoù-bras ar mafia hag a zo boas da varc'hata, da sikour a-wechoù ha da arc'hantaouiñ gwech ha gwech all ar vuhez politikel hag an industriezh vras.

2015
Référence : DISENT p146

Feuls-kenañ evite [ar stourmerien difeuls] hag evit Mab-den eo ar fed mac'hañ estrañjourien e-barzh kampoù, da gas anezhe kuit ha lakaat diasur o buhez.

2015
Référence : DISENT p66

Marteze on boas da welout korfoù-marv abaoe kement a vloavezhioù, met daou dra disheñvel eo korf-marv unan bennak hag a zo bet drouklazhet, diouzh un tu, ha, diouzh an tu all, peder retredadez etre tri bloaz ha tri-ugent ha dek ha pevar-ugent, hag o deus lakaet termen d'o buhez.

2015
Référence : EHPEA p13

Note d'étude

Reiñ a ra ar Gonideg ar stumm "bué" evel ar stumm graet gantañ er-maez eus Bro-Leon.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux