Neuze, o tennañ a-dre an divrec’h anezhi ar mabig a luskelle, e c’horreas anezhañ keit hag he dremm, e pokas dezhañ ha, goude, ouzh e adreiñ d’e vamm, e lavaras : « Gra mat war e dro, rak enor hor Gouenn e vo un deiz da zont hag ar gwellañ harp anezhi. »
Neuze, o tenna a-dre an divrec’h anezi ar mabig a luskelle, e c’horreas anezan keit hag he dremm, e pokas d’ezan ha, goude, ouz e adrei d’e vamm, e lavaras : « Gra mat war e dro, rak enor hor Gouenn e vo eun deiz da zont hag ar gwella harp anezi. »
1923
Référence :
SKET
p.105
Neuze, sec’het da gorf ha kribet da vlev, gra da « Diios »[5] al lidroad mel hag amann.
Neuze, sec’het da gorf ha kribet da vleo, gra da « Diios »(5) al lidrôad mel hag amann.
1924
Référence :
SKET.II
p.26
— Ha penaos pleustriñ war nerzhañ ar mennerezh ? » eme ar paotr. Vissurix a eilgerias : « A zo mat da ober, stag ganti ! Ac’h eus mennet da ober, her gra ! A zo bet boulc’het ganez, her c’has da benn ! [...] ».
— Ha penaos pleustri war nerza ar mennerez ? » eme ar paotr. Vissurix a eilgerias : « A zo mat da ober, stag ganti ! Ac’h eus mennet da ober, her gra ! A zo bet boulc’het ganez, her c’has da benn ! [...] ».
1924
Référence :
SKET.II
p.31
Gra diouzh en em harpañ warnout-te, ha neket war ar re-all, diouzh fiziout ez nerzh, ez strivoù da-unan, ez ijin, ez meiz, ha neket e re da hentez (1).
Gra diouz en em harpa warnout-te, ha neket war ar re-all, diouz fiziout ez nerz, ez strivou da-unan, ez ijin, ez meiz, ha neket e re da hentez (1).
1924
Référence :
SKET.II
p.31-32
Arabat eo dit, paourkaezh, lakaat da fiziañs en dud lent ha dishegar, gra da vicher, gone da c’hopr, doug da vec’h hep klemm na trugarez.
Arabad eo d’it, paour kêz, lakaat da fians en dud lent (1) ha dishegar, gra da vicher, gone da c’hopr, doug da vec’h hep klemm na trugare.
1925
Référence :
BILZ2
p.105
Bilzig, gra an dra-mañ-[t]ra… Ret e vo ober an dra-se, paotr… Ezhomm a vo balan-bugel, raden…
Bilzig, gra an dra-man-dra… Red e vo ober an dra-ze, pôtr… Ezomm a vo balan-bugel (3), raden…