Dezverkoù all

Stankter implij : 

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Stumm eus ar verb "ober" en eil gour unander an doare gourc'hemenn.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

Gra

1850
Daveenn : GON.II p.33, conjugaison du verbe "ôber" MODE IMPERATIF "fais".

Neuze, o tennañ a-dre an divrec’h anezhi ar mabig a luskelle, e c’horreas anezhañ keit hag he dremm, e pokas dezhañ ha, goude, ouzh e adreiñ d’e vamm, e lavaras : « Gra mat war e dro, rak enor hor Gouenn e vo un deiz da zont hag ar gwellañ harp anezhi. »

1923
Daveenn : SKET p.105

Neuze, sec’het da gorf ha kribet da vlev, gra da « Diios »[5] al lidroad mel hag amann.

1924
Daveenn : SKET.II p.26

— Ha penaos pleustriñ war nerzhañ ar mennerezh ? » eme ar paotr. Vissurix a eilgerias : « A zo mat da ober, stag ganti ! Ac’h eus mennet da ober, her gra ! A zo bet boulc’het ganez, her c’has da benn ! [...] ».

1924
Daveenn : SKET.II p.31

Gra diouzh en em harpañ warnout-te, ha neket war ar re-all, diouzh fiziout ez nerzh, ez strivoù da-unan, ez ijin, ez meiz, ha neket e re da hentez (1).

1924
Daveenn : SKET.II p.31-32

Arabat eo dit, paourkaezh, lakaat da fiziañs en dud lent ha dishegar, gra da vicher, gone da c’hopr, doug da vec’h hep klemm na trugarez.

1925
Daveenn : BILZ2 p.105

Bilzig, gra an dra-mañ-[t]ra… Ret e vo ober an dra-se, paotr… Ezhomm a vo balan-bugel, raden…

1925
Daveenn : BILZ2 p.106

— Neuze gra da sac’h, da gabanenn a zo goullo…

1925
Daveenn : BILZ2 p.167

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial