Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
57
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

V. I. 1. (dirak un av. pe un islav. degaset gant ma) Kaout c'hoant. Hini ebet anezho ne c'hoantae distreiñ d'ar gêr. Ni a c'hoanta ma vo desket brezhoneg er skolioù. [1924] C’hoantaet eo bet gant ar c’hure diskiñ d’ar paotr lenn, skrivañ, ivez niveriñ… HS. fellout (da), mennout. II. V.k.e. 1. (dirak un ak. peur rag.) Bezañ gant ar c'hoant kaout. Ar plac'h yaouank a c'hoantae pep tra. & Ent krenn N'eo ket ur c'hement c'hoantaat ha kaout. 2. Ent strizh Bezañ gant ar c'hoant kaout darempredoù rev gant (ub.). C'hoantaat ur vaouez. 3. Kaout avi ouzh. C'hoantaet hor boa meur a wech hor c'henseurted keizh. 4. Hetiñ. C'hoantaat d'ub. ur bloavezh ag an dibab.

Exemples historiques : 
41
Masquer la liste des exemples

c'hoantaet

1499
Référence : LVBCA p47 (desirez)

c'hoantaat

1499
Référence : LVBCA p47 (desirer)

Ha [da g-]kement unan a selebro an dez[-mañ] a basion ha gwir devosion, ar sikour a c'hoantaint en neñv !

1576
Référence : Cath p24

c'hoantaat

1659
Référence : LDJM.1 pg conuoiter, desirer, vouloir

Na vez muntrer, / Na vez pailhard, na vez laer; / Falstest na vez; / Na c'hoanta traoù da hentez.

1677
Référence : Do. p5

c'hoantaat un dra bennak

1732
Référence : GReg pg affection

ar fakulte eus an ene pehini a zeu da c'hoantaat

1732
Référence : GReg pg appetit

c'hoantaet

1732
Référence : GReg pg affecter

c'hontaat kalz ha klask gant re a studi hag a fouge un dra bennak

1732
Référence : GReg pg affecter

hon Salver a rebeche d'ar Farizianed e c'hoantaent hag e klaskent gant re a studi hag a fouge ar plasoù kentañ e-barzh ar c'hompagnunezhoù

1732
Référence : GReg pg affecter

neb a oar an holl gredenn gristen, hag a c'hoanta bezañ badezet

1732
Référence : GReg pg catechumene

a vilit bezañ c'hoantaet

1732
Référence : GReg pg convoitable

Ne deus tra er bed-mañ a vilit bezañ c'hoantaet, deziret, youlet, nemet ar vertuz hepmuiken

1732
Référence : GReg pg (rien en ce monde n'est) convoitable (que la vertu)

Neb piv bennak, eme an aviel, a c'hoanta kaout gwreg e amezeg, hennezh en deus dija kometet en e galon avoultriezh ganti.

1732
Référence : GReg pg (celui qui) convoite (la femme de son prochain, a déjà commi avec elle adultere dans son coeur, dit l'Evangile)

c'hoantaat

1732
Référence : GReg pg desirer (souhaiter), (avoir) envie, (être) envieux (être désireux, desirer)

c'hoantaet

1732
Référence : GReg pg desirer (souhaiter), (avoir) envie

c'hoantaat

1732
Référence : GReg pg desirer (souhaiter)

ne youlan ket, ne c'hoantaan ket, kement-se

1732
Référence : GReg pg (je ne) désire (point cela)

lakaat da c'hoantaat

1732
Référence : GReg pg (faire venir l') eau (à la bouche)

terrup e c'hoanta hoz kwelet

1732
Référence : GReg pg (il a une grande) envie (de vous voir)

ne c'hoantaan ket kement-se

1850
Référence : GON.II pg c'hoañtaat

c'hoantaat

1850
Référence : GON.II pg c'hoañtaat, iouli

c'hoantaet

1850
Référence : GON.II pg c'hoañtaat

Piv bennak / neb / neb piv bennak / kement hini a c'hoanta bevañ pell, hennezh a dle bezañ fur.

1850
Référence : GON.II p.76, "Quiconque veut vivre longtemps doit être sage".

An holl dud a zo marvus ; hogen pep den a c’hoanta bevañ pell.

1850
Référence : GON.II p.63

Ha pa c'hoantafe midiñ ganeoc'h, na virit ket outi

1850
Référence : GON.II p.102, Buez Ruth.

Mar c'hoantait gedal betek ma teuint bras hag en oad da zimeziñ, kentoc'h e viot deuet kozh eget na viot dimezet.

1850
Référence : GON.II p.99

Setu un den, ur bleiz lazhet o-daou amañ : / Unan, dre c'hoantaat kaout re, / Ha dre vezañ pizh, egile.

1867
Référence : MGK p99

Hag ar C’houil kregiñ en e benn-bazh. Mat a reas, rak an den gwenn a deu war-eeun war-zu ennañ ; chaokat a ra ur ger bennak, mes, pe oa hanterskornet gant ar riv, teod Loull ar Bouc’h, en e c’hinou, pe skiant ar C’houil a oa trec’het gant ar spont ; ar pezh a zo gwir eo hini anezho ne ouie petra a c’hoantae egile.

1877
Référence : EKG.I. p.132-133

Pe gounezet e oa bet ar soudarded o welet div vaouez ker kalonek, pe leun e oa o c’hof, ne oufen ket er lavaret ; da vihanañ, hini anezho ne c’hoanteas distreiñ ken d’ar c’hav.

1878
Référence : EKG.II p.73

Kemer kement a c’hoantai, kas ganez kement ac’h eus ezhomm ha na vez chalet gant netra.

1923
Référence : SKET p.105

Marc’hadourien estren ne weled ket c’hoazh oc’h ergerzhout a-vagadoù hentoù ha gwenodennoù, oc’h en em silañ betek er c’hêriadennoù pellañ, o weladenniñ ar mereurioù distroañ, en ur hadañ e pep lec’h, a-unan gant aour, sklavezed ha traezoù micher diwar zorn estren, an dizurzh hag an dizunvan, o vreinañ kalon ar yaouankizoù dre o c’homzoù hag o skouerioù, o hoalañ ar renerien hag an henaourien d’ar gwallc’hoantegezhioù, d’ar grezni ha d’an uhelegezh, oc’h atizañ mereurioù an holl da c’hoantaat ez direizh kemm ha nevezinti.

1923
Référence : SKET p.66

Disklêriañ a rejont na oant ket deut er vro e sell da ziazezañ enni, hogen evit kenwerzhiñ ; ez oa, koulskoude, o menoz chom enni ur pennad-amzer hag ez oant tuet, e-keit ha ma chomjent, da reiñ da vibien Vanos an holl gennerzh a c’hallje ar re-mañ da c’hoantaat ; ez oa reizh-mat dezho sevel kevredad hag en em skoaziañ o vezañ ma’z oant an eil re hag ar re all ermaeziaded war an douar-se ma teuent di dre vor eus ar C’huzh-heol ha mibien Vanos dre zouar eus ar Sav-heol, hag ouzhpenn, pa rae dezho an doueed kejañ ker burzhudus el lec’h-se, hag int keit-ha-keit-all dioutañ ar mammvroioù anezho, eo o doa, hep mar, un dezo bennak en o c’heñver.

1923
Référence : SKET p.101

Ar baotred yaouank az pije c’hoantaet da vreudeur, da vibien, da geneiled er peoc’h hag en emgann, ez ergerzhadenn a-dreuz da seizh koad an oadvezh, war da hent a-grap ouzh menez an devezh, war dour sioul keinvor an abardaez, ez troad war-du glann al Luc’h peurbad.

1923
Référence : SKET p.121

Na glask ket drevezañ ar re-all, nag en o gwiskamant, nag en o c’herzhed, nag en o emzalc’h, nag en o doare prezeg, menoziañ pe oberiañ. Na c’hoanta nag o c’heneilder, nag o meuleudi, nag o strakadoù-daouarn.

1924
Référence : SKET.II p.31

C’hoantaet eo bet gant ar c’hure diskiñ d’ar paotr lenn, skrivañ, ivez niveriñ…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1025 (Gouere-Eost 1924)

c'hoantaat tre

1931
Référence : VALL pg ambition

Mat eo studiañ ar perag hag an abalamour eus an traoù ; klask e goueled ar goustiañs lezennoù kuzhet ar vuhezegezh ; furchal deraouidigezh ha finvezhioù an den ; keñveriañ engehentadur al loened ouzh hini an dud ; esaeañ divinout petra eo an Ene, mes ma'z eer re bell war hent an Dianav, mar c'hoantaer dizoleiñ ar pezh a rank chom kevrin, neuze emeur war-var dihentañ.

1944
Référence : EURW.1 p63

Lavaret he deus deomp bremaik ne c’hoantae gwelout den o tont war he zro, hag, a-benn bremañ, sur he deus prennet ha sparlet he dor.

1944
Référence : ATST p.39

ur straed da heul ur straed, goulaouet an holl anezho evel evit ul lidkerzh, hag an holl anezho ken dizaremrped hag un iliz - ken ma voe tizhet ganin ar stad spered-se ma selaouer, ha ma selaouer c'hoazh, ha ma kroger da c'hoantaat spurmantiñ ur poliser.

2012
Référence : DJHMH p12

Ken kreñv hen c'hoantaen ma timezis, tre goude ma oa bet embannet an torr-dimeziñ, gant Mic'halis, ar plomer.

2015
Référence : EHPEA p58

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux