c'hoantaat
c'hoantaat
Hag ar C’houil kregiñ en e benn-bazh. Mat a reas, rak an den gwenn a deu war-eeun war-zu ennañ ; chaokat a ra ur ger bennak, mes, pe oa hanterskornet gant ar riv, teod Loull ar Bouc’h, en e c’hinou, pe skiant ar C’houil a oa trec’het gant ar spont ; ar pezh a zo gwir eo hini anezho ne ouie petra a c’hoantae egile.
Marc’hadourien estren ne weled ket c’hoazh oc’h ergerzhout a-vagadoù hentoù ha gwenodennoù, oc’h en em silañ betek er c’hêriadennoù pellañ, o weladenniñ ar mereurioù distroañ, en ur hadañ e pep lec’h, a-unan gant aour, sklavezed ha traezoù micher diwar zorn estren, an dizurzh hag an dizunvan, o vreinañ kalon ar yaouankizoù dre o c’homzoù hag o skouerioù, o hoalañ ar renerien hag an henaourien d’ar gwallc’hoantegezhioù, d’ar grezni ha d’an uhelegezh, oc’h atizañ mereurioù an holl da c’hoantaat ez direizh kemm ha nevezinti.
Disklêriañ a rejont na oant ket deut er vro e sell da ziazezañ enni, hogen evit kenwerzhiñ ; ez oa, koulskoude, o menoz chom enni ur pennad-amzer hag ez oant tuet, e-keit ha ma chomjent, da reiñ da vibien Vanos an holl gennerzh a c’hallje ar re-mañ da c’hoantaat ; ez oa reizh-mat dezho sevel kevredad hag en em skoaziañ o vezañ ma’z oant an eil re hag ar re all ermaeziaded war an douar-se ma teuent di dre vor eus ar C’huzh-heol ha mibien Vanos dre zouar eus ar Sav-heol, hag ouzhpenn, pa rae dezho an doueed kejañ ker burzhudus el lec’h-se, hag int keit-ha-keit-all dioutañ ar mammvroioù anezho, eo o doa, hep mar, un dezo bennak en o c’heñver.
Mat eo studiañ ar perag hag an abalamour eus an traoù ; klask e goueled ar goustiañs lezennoù kuzhet ar vuhezegezh ; furchal deraouidigezh ha finvezhioù an den ; keñveriañ engehentadur al loened ouzh hini an dud ; esaeañ divinout petra eo an Ene, mes ma'z eer re bell war hent an Dianav, mar c'hoantaer dizoleiñ ar pezh a rank chom kevrin, neuze emeur war-var dihentañ.
Lavaret he deus deomp bremaik ne c’hoantae gwelout den o tont war he zro, hag, a-benn bremañ, sur he deus prennet ha sparlet he dor.
ur straed da heul ur straed, goulaouet an holl anezho evel evit ul lidkerzh, hag an holl anezho ken dizaremrped hag un iliz - ken ma voe tizhet ganin ar stad spered-se ma selaouer, ha ma selaouer c'hoazh, ha ma kroger da c'hoantaat spurmantiñ ur poliser.
Ken kreñv hen c'hoantaen ma timezis, tre goude ma oa bet embannet an torr-dimeziñ, gant Mic'halis, ar plomer.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
c'hoantad