Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
57
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.g. 1. (db. an dud, al loened) Teuler c'hwez dre doulligoù ar c'hroc'hen. Poaniañ ha c'hweziñ e-leizh. An derzhienn a laka da c'hweziñ. C'hweziñ a ran ken a zever an dour diouzhin. & C'hweziñ brein, dourek : c'hweziñ kalz. & Trl. kv. C'hweziñ evel un touilh : c'hweziñ kalz. 2. Dre skeud. Poaniañ. Mar em eus bremañ ur blank bennak, me am eus c'hwezet ma gwalc'h ouzh o gounit. 3. Dre ast. (db. an traoù, ar mogerioù dh.) Bezañ un dourenn bennak o teverañ dioutañ. C'hweziñ a ra ar voger pa vez glebor. II. V.k.e. Trl. C'hweziñ gwad, dour ha gwad, an dour hag ar gwad : c'hweziñ kalz oc'h ober strivoù bras.

Exemples historiques : 
16
Masquer la liste des exemples

c'hwezañ

1499
Référence : LVBCA p48 (suer)

c'hwezañ

1659
Référence : LDJM.1 pg suer

c'hwezi

1659
Référence : LDJM.1 pg c'huesi

c'hwezi

1850
Référence : GON.II pg c'houézerez, c'houézi

c'hwezet

1850
Référence : GON.II pg c'houézi

c'hweziñ a ra ken na ziver an dour dioutañ

1850
Référence : GON.II pg c'houézi

c'hwezet en deus gwad

1850
Référence : GON.II pg c'houézi

« Ar re-mañ a labour bemdez gant o divrec'h, / Gleb-dour-teil e c'hwezont[,] krommet dindan o bec'h, / Ha dre ma tizhont kaout ur pennadig amzer / Da ziskuizhañ o c'horf, savet o fenn en aer, / E troont o spered en-dro da daol evezh / Oc'h kement a welont, da zastum gouiziegezh. »

1867
Référence : MGK p92

« Hag an dra-se c'hoarvez, bremañ me wel ervat, / Dre na c'hwezin biken tamm ebet tiekaat / Gallout labourat douar a gave din a oa aes, / Ha ne oa ret da se nemet mont war ar maez, / Dre c'houzout ar galleg, d'ober skol da ezen ; / Ha padal, an ezen ra skol d'an aotrouien. »

1867
Référence : MGK p93-94

Labourat zo pediñ Skuizh goude ho tervezh, goude palat, mediñ; Goude c'hweziñ, kaout riv evit gounit bara D'ho tad, d'ho mamm, d'ho kwreg, d'ar re all ne reont tra, A-raok mont da gousket, o vont en ho kwele, Da Zoue lavarit, tieg, eus a-greiz hoc'h ene : -Ma'm beus pec'het, Aotrou, war an douar digoret Diouzh va zal, e-doug an deiz, dour-c'hwez zo diveret. Evit va holl fazioù, kemerit va c'hwezenn.

1867
Référence : MGK p31

Paotred ha paotrezed ar bourk holl emaint, war an draezhenn, o labourat, o c'hweziñ tre ma c’hallont, evit sevel tour pe gastell, sternañ lestr pe vag a-raok ar gourlen.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).

Un heol Mezheven a lugerne en oabl, ha ne voe ket pell ar gerzherien evit c'hweziñ, Yann ha Pêr a zalc'he tost an eil d'egile, hep soursial nemeur ouzh ar soudarded all. Goude un eurvezh vale, ez oant o-daou digevret-krenn diouto.

1941
Référence : ARVR niv.6, p4

— « Diwall da vont re vuan, pe e terri da c'hoûg... Diwall da dapout anoued war-lerc'h c'hweziñ... Diwall diouzh ar c'hezeg spontik... Diwall da frikañ ar yer... »

1944
Référence : EURW.1 p72-73

Ha lavarout a reer peurliesañ ez eo du kroc'hen ar vorianed evit herzel ouzh nerzh an heol. Hogen an niver gwagrennoù a zo en o c'hroc'hen eo a zo dreist-holl da vezañ taolet evezh outañ : kroc'hen ar re zu a zo graet evit c'hwiziñ kalz, ha dre-se e kollont kalz dour ha holen.

1985
Référence : DGBD p126

Kavout a rae din em bije bet da dremen va amzer o c'hwiziñ, ha padal, pa zeu ar mare da vont da azezañ en ti-debriñ, ar "popote" evel ma vezer boas da lavarout du-se, e kavan gras kas ganin va chupenn da wiskañ gant aon da chom da grenañ gant ar riv.

1985
Référence : DGBD p33

Da renkañ eo moarvat e rumm an dud-se a vez o c'hweziñ en Alaska zoken rak lufrañ a ra e dal gant ar c'hwezenn.

2015
Référence : EHPEA p174

Étymologie

Ger kar d'ar c'hembraeg "chwyddo".

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux