Labourat zo pediñ Skuizh goude ho tervezh, goude palat, mediñ; Goude c'hweziñ, kaout riv evit gounit bara D'ho tad, d'ho mamm, d'ho kwreg, d'ar re all ne reont tra, A-raok mont da gousket, o vont en ho kwele, Da Zoue lavarit, tieg, eus a-greiz hoc'h ene : -Ma'm beus pec'het, Aotrou, war an douar digoret Diouzh va zal, e-doug an deiz, dour-c'hwez zo diveret. Evit va holl fazioù, kemerit va c'hwezenn.
Ha lavarout a reer peurliesañ ez eo du kroc'hen ar vorianed evit herzel ouzh nerzh an heol. Hogen an niver gwagrennoù a zo en o c'hroc'hen eo a zo dreist-holl da vezañ taolet evezh outañ : kroc'hen ar re zu a zo graet evit c'hwiziñ kalz, ha dre-se e kollont kalz dour ha holen.
Kavout a rae din em bije bet da dremen va amzer o c'hwiziñ, ha padal, pa zeu ar mare da vont da azezañ en ti-debriñ, ar "popote" evel ma vezer boas da lavarout du-se, e kavan gras kas ganin va chupenn da wiskañ gant aon da chom da grenañ gant ar riv.
Da renkañ eo moarvat e rumm an dud-se a vez o c'hweziñ en Alaska zoken rak lufrañ a ra e dal gant ar c'hwezenn.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
c'hwezlec'h