Boue a dremenas ur pennad mat evit bezañ ur c'hwil hep e bar, met pa voe galvet da bennrener strollad listri ar Mor Kreizdouarek, ha pa gavas tro da ziskouez d'an holl pebezh mailh a oa war e vicher, setu ma c'hwitas ar brabañser war e grog ha leuskel a reas ar Goeben hag ar Breslau da skarañ plaen ha brav etrezek an Dardanelloù.
Brav-bravik e teue ganin evit pezh a sell ouzh lenn, met daoust ha ma skrive-hi evel ur c'homis noter, c'hwitet he deus va mamm gaezh war an dra-mañ : krog on em dek vloaz ha tri-ugent war-vete nebeut ha betek-henn, kaer am [sic] eus bet c'hoari, na gant pluenn na gant kreion, biskoazh n'on deut a-benn d'ober gwelloc'h eget skrapadennoù yar, un euzh hepken sellout outo !
Un dro bennak e c'hwitas Pipi gozh war e daol : tarzhañ a reas kalz re abred ur vombezenn edo o paouez enaouiñ ar bourc'henn anezhi, ha setu kollet krenn gantañ ar gweled.
Ne ouie ket e c’hwitje ganin kaer en divije c’hoari, ha dre se [dre-se] klask a rae bepred, gwech e galleg, gwech e brezhoneg, ar gwellañ tu d’ober din plegañ, ha biken n’am bije kredet am boa un tad ken distagellet mat en div yezh.
An deiz war-lerc’h da eizh eur e tigoras dirazomp dor vras skol ar fourerien hag an hevelep deiz d’abardaez e oan adarre o krapal war-du Krec’h Eliez, ken mezhek hag ur vatezh yaouank laosket ganti al laezh da zantañ, rak c’hwitet am boa va arnodenn, ha deut e oa e daol da vat gant mab ar c’houer, petra bennak n’en devoa ket tapet e sanktifikat ; gallout a raje ’ta mont bemdez da zigoriñ e c’henou dirak e varc’h plouzet !
Arabat c'hwitout war an taol peogwir eo bet harzet ar stourmerien abalamour d'un abeg fall !
Daoust ha c'hwitet hon eus an obererezh evit kelo-se ?
Mots précédents
Mots suivants
c'hwitell