Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
57
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. A. 1. Chom hep ober berzh, hep tizhout e bal. Gwazh a-se ma c'hwitan. 2. Faziañ. E vamm a oa c'hwitet mar klaske ober gantañ ur bugel fur. 3. Chom berr, hep mont en-dro (ervat), hep herzel. Ma anal a c'hwit din. C'hwitet eo he anal. E galon a oa c'hwitet : chomet a-sav. & Ar vammenn-se ne c'hwit ket : ned a ket da hesk. 4. (db. an traoù) Terriñ. An estajerenn he doa c'hwitet. Ne c'hwito ket ar gordenn-se : ne dorro ket. & Dre skeud. Ne vevomp nemet diwar ur bañsion dister, a c'hwito pa varvin. 5. Dre zic'harv. Mervel. Pa c'hwito e vo kerse ganto. Darbet e oa dezhañ bezañ c'hwitet. 6. Trl. (er st. nac'h) Ne c'hwitan (ket), ne c'hwit ket : mont a ra mat a-walc'h ganin, gantañ. 7. Trl. (er st. nac'h) Ne c'hwitan ket : ne ran forzh (gant an dra-se). 8. Trl. (er st. nac'h) Ne c'hwit ket : mat a-walc'h eo, n'eus ket peadra da chom bamet (dirak ub.). & Tr. adv. A-walc'h, mat a-walc'h. Te a gomz saozneg ne c'hwit ket. B. (er st. nac'h) C'HWITAÑ DA (OBER UDB.) : mankout. Ne c'hwitin ket da vont d'ho kwelet. Biskoazh ne c'hwitas d'ober gant ar brezhoneg. & Ent krenn Chom hep seveniñ un dezev bnk., hep ober udb. Bep Sadorn ez errue, ne c'hwite kammed. Tennet en deus seizh gwech hep c'hwitañ. II. V.k.d. C'HWITAÑ WAR. 1. Chom hep gallout kejañ ouzh (ub.). C'hwitet en deus war an den a glaske gwelet. 2. Chom hep tizhout, hep kaout e c'hoant, hep ober ar pezh a venner. Ne c'hwito ket war e besketaerezh, war ur pred mat. C'hwitet en deus ar paotr war merc'h ar maer : n'eo ket bet roet dezhañ da zimeziñ. & Mar c'hwit war ar walenn gallet : mar ne zeu ket a-benn d'he c'havout. & Trl. C'hwitañ war e daol, war e grog : chom berr, hep gallout ober ar pezh a fell dezhañ. DHS. dioueriñ. 3. C'hwitañ gant : chom hep ober berzh, hep tizhout e bal. C'hwitet en deus gant e arnodenn, gant e vennad. Hennezh ne ouie ket e c'hwitfe ganin : ne c'hounezfe ket warnon. III. V.k.e. 1. Chom hep mont. Ar sulvezh-se en doa c'hwitet an oferenn. 2. Chom hep tizhout. Nepred ne c'hwite an hemolc'her e loen.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

ne c'hwit ket

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (il est) passable

ne c'hwit ket

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (ne) huit (quet)

ne c'hwit ket

1699
Daveenn : Har. pg c'hwitañ, ket, ne (il est passable)

ne c'hwitan ket

1732
Daveenn : GReg pg je me porte bien, à votre service

ne c'hwitan ket, em feiz

1732
Daveenn : GReg pg je me porte bien, à votre service

ne c'hwit ket

1732
Daveenn : GReg pg (il est en assez bonne) disposition

c'hwitout a ra

1732
Daveenn : GReg pg (il est en assez mauvaise) disposition

c'hwitont

1850
Daveenn : GON.II pg c'houitout

c'hwitañ

1850
Daveenn : GON.II pg c'houita, c'houitout

ne c'hwitan ket

1850
Daveenn : GON.II pg c'houita, c'houitout

ne c'hwit ket

1850
Daveenn : GON.II pg c'houita, c'houitout

c'hwitañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg c'houitañ, rata

Nemet, dre zic’hortoz e c’hwitjont gant o mennad.

1923
Daveenn : SKET p.102

C’hwitañ war e gefridi

1924
Daveenn : SKET.II p.132 « Geriadurig », "Ne pas réussir dans sa mission".

c’hwitañ

1924
Daveenn : SKET.II p.132 « Geriadurig », "Manquer, échouer".

Evit lavarout gwir, e oan o redek div c'had asambles. War unan e rankfen c'hwitañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p.87

Arabat c'hwitout war an taol peogwir eo bet harzet ar stourmerien abalamour d'un abeg fall !

2015
Daveenn : DISENT p91

Daoust ha c'hwitet hon eus an obererezh evit kelo-se ?

2015
Daveenn : DISENT p138

Etimologiezh

Marteze eo kar an termen-mañ d'ar c'hembraeg "chwith", "chwitho".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial