I.
1. GWECHALL
Benveg bihan, anezhañ ur gorzenn verr troc'het ur penn anezhi a-veskell, a denner dioutañ sonioù skiltr dre c'hwezhañ e-barzh.
2. Benveg bihan metal, ennañ ur voulig prenn a dro hag a ra ur son skiltr pa c'hwezher e-barzh.
C'hwitell ar skolaer, an tredeog, an archer.
3. Fleüt.
Ur c'hwitell veuz gant tri alc'hwez.
4. Levriad ur binioù.
E vizied a rede lijeroc'h eget biskoazh war ar c'hwitell.
5. (dirak ur spizer)
C'hwitell-gorz : fleüt graet gant ur gorzenn.
II. Dre skeud.
1. Pemdez
Mouezh.
An hoc'h a wic'he kreñv kent koll e c'hwitell ha mervel.
2. Kog.
C'hwitell ar varrikenn.
3. Dre fent, pemdez (dre heveleb. ouzh I 1)
Kalc'h.
4. Dre skeud.
Ober un taol c'hwitell : evañ e vanne en ul lonkadenn.
&
Redek ar c'hwitell : bezañ ingal o vont hag o tont a bep tu, a vro da vro.
&
Herrus evel un taol c'hwitell : herrus-tre.
&
Kas ub. da foar ar c'hwitelloù.
Référence :
GReg
pg (environ une demi-lieuë de) chemin
c'hwitelloù
c'houitellou
1850
Référence :
GON.II
pg c'houitel
c'hwitell
c'houitel
1850
Référence :
GON.II
pg c'houiban, c'houitel, sutel
c'hwitell
c'húitel
1909
Référence :
BROU
p. 389
En e zorn e kemeras ur c’hwitell arc’hant a oa en e gerc’hen, hag e lavaras : « Ur c’hwitelladen gant houmañ, pa vezi aet e-biou d’ar roc’h du-hont, hag emañ ar marv warnout. — Ra zeuio ! » eme Vindosetlos.
En e zourn e kemeras eur c’houitell arc’hant a oa en e gerc’hen, hag e lavaras : « Eur c’houitelladen gant houman, pa vezi aet ebiou d’ar roc’h du-hont, hag eman ar maro warnout. — Ra zeuio ! » eme Vindosêtlos.