Ne zaleas ket da stouiñ e benn, rak bolodoù un tenn fuzuilh a c’hwitellas dreist ar c’hleuz, hag a nijas tost dezhañ. — « Manket ! » a lavaras un den.
N’ouzon nemet un dra : en amzer hiziv al loened a harzh, a c’hwitell, a vlej, a wic’h, a viaou, a hinno, a yud, a hud, a voud, a chilp, a glip, a goag, a c’hroag, a gan, a richan, a grougous, a roc’h, a doc’h, a soroc’h, a c’harm, a ragach, a c’hregach, a gloc’h, a youc’h, a razailh, a rizink, pep hini en e vod hag hervez e ouenn.
Mont a raent o-daou dre an hent-karr ; er c’harzh, al laboused a gane hag a c’hwitelle, seder, ha pep hini anezho a gomze en e yezh.
Gloria in excelsis Deo ! En em lakaat a reas ar breur Arturo da skubañ. C'hwitellat en dije graet gant ar blijadur.
Aze dirak o daoulagad edo ar burev dindan gouloù seder al lamp, un tan brav o lugerniñ hag o flamminañ en oaled, ar pod berver o c'hwitellat skañv, un diretenn digor pe ziv, paperoù renket kempenn war an daol labour, ha tostoc'h d'an tan, peadra d'ober te.
Mots précédents
Mots suivants
c'hwiteller