1. Son a vez graet o c'hwitellat.
Leuskel ur c'hwitelladenn diwar e estlamm. C'hwitelladenn hir an tren.
HS. c'hwibanadenn, sutadenn.
2. Dre skeud.
Pennad berr a hent.
Ur c'hwitelladenn ac'hann, e korn ar c'hoad.
En e zorn e kemeras ur c’hwitell arc’hant a oa en e gerc’hen, hag e lavaras : « Ur c’hwitelladen gant houmañ, pa vezi aet e-biou d’ar roc’h du-hont, hag emañ ar marv warnout. — Ra zeuio ! » eme Vindosetlos.
En e zourn e kemeras eur c’houitell arc’hant a oa en e gerc’hen, hag e lavaras : « Eur c’houitelladen gant houman, pa vezi aet ebiou d’ar roc’h du-hont, hag eman ar maro warnout. — Ra zeuio ! » eme Vindosêtlos.
1924
Référence :
SKET.II
p.46
Ar « ravolt » a veze leuskel a-gevret, war ar renkoù, bep a c'hwitelladenn ; er studi, skeiñ a-gevret gant ar botoù-koad war ar pleñchod ; er refektouer, pa zisplije ar boued, boudal pe vouboual hep digeriñ ar genoù, evel un hed-gwenan o sevel.
Ar « ravolt » a veze leuskel a-gevret, war ar renkou, bep a c'houitelladenn ; er studi, skei a-gevret gant ar botou-koad war ar pleñchod ; er refektouer, pa zisplije ar boued, boudal pe vouboual hep digeri ar genou, evel eun hed-gwenan o sevel.
1944
Référence :
EURW.1
p40
Hor c'hwitelladennoù a Wengamp o doa digalonekaet ar pabor.
Hor c'houitelladennou a Wengamp o doa digalonekaet ar pabor.