Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Son a vez graet o c'hwitellat. Leuskel ur c'hwitelladenn diwar e estlamm. C'hwitelladenn hir an tren. [1954] Unan ha kant tenn kanol, hervez m’eo dleet da bennrenerien stad, c’hwitelladennoù ar c’harter-mistri gwernerien war-c’hed a-us da skeulig a-dreñv ar Vérité, kan broadel Bro-C’hall ken ma tregerne an heklev ouzh kozh tiez kae Dukark, ha setu Fallières o lestrañ war vourzh [...]. HS. c'hwibanadenn, sutadenn. 2. Dre skeud. Pennad berr a hent. Ur c'hwitelladenn ac'hann, e korn ar c'hoad.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

c'hwitelladennoù

1850
Daveenn : GON.II pg c'houitelladen (coup de sifflet. Pl.)

Gant ur c'hwitelladenn o galvot.

1850
Daveenn : GON.II pg c'houitelladen (vous les appellerez par un coup de sifflet).

c'hwitelladenn

1850
Daveenn : GON.II pg c'houibanad, pg c'houitelladen (coup de sifflet), pg sutaden

En e zorn e kemeras ur c’hwitell arc’hant a oa en e gerc’hen, hag e lavaras : « Ur c’hwitelladen gant houmañ, pa vezi aet e-biou d’ar roc’h du-hont, hag emañ ar marv warnout. — Ra zeuio ! » eme Vindosetlos.

1924
Daveenn : SKET.II p.46

Ar « ravolt » a veze leuskel a-gevret, war ar renkoù, bep a c'hwitelladenn ; er studi, skeiñ a-gevret gant ar botoù-koad war ar pleñchod ; er refektouer, pa zisplije ar boued, boudal pe vouboual hep digeriñ ar genoù, evel un hed-gwenan o sevel.

1944
Daveenn : EURW.1 p.40

Hor c'hwitelladennoù a Wengamp o doa digalonekaet ar pabor.

1944
Daveenn : EURW.1 p.188

Unan ha kant tenn kanol, hervez m’eo dleet da bennrenerien stad, c’hwitelladennoù ar c’harter-mistri gwernerien war-c’hed a-us da skeulig a-dreñv ar Vérité, kan broadel Bro-C’hall ken ma tregerne an heklev ouzh kozh tiez kae Dukark, ha setu Fallières o lestrañ war vourzh, ouzh e heul ur jeneral hag ofiserien a renk uhel, hag evel-just ul lostennad lakizien, gant an Aotrou Lhéritier hag e dog foñs hir e penn-kentañ.

1954
Daveenn : VAZA p.149

Ofis publik ar brezhoneg