Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Preder, poan, aket, a lakaer war-dro ub., udb. KAOUT DAMANT D'UB., D'UDB.: ober tost war e dro, gant aket. Kaout damant d'e vugale, d'e loened. & Ent strizh Obererezh arboell. Damant am bez da'm gwenneien. N'he deus ket a zamant da draoù an dud all. 2. Preder a vez gant ub. da chom hep gwallgas ub. all, udb., hep noazout d'ub. all. Skoit hep damant. & Na gaout damant d'e boan, d'e gorf, d'e yec'hed : n'ober van anezhañ, anezhi. Hennezh zo ul labourer ha n'en deus ket damant d'e gorf. M'hoc'h eus damant d'ho puhez, pellait ! : mar n'hoc'h eus ket c'hoant mervel. Ar bourev en doa damant o skeiñ. & (impl. da anv unan) N'hoc'h eus damant ebet d'ar bugel a zeuy dre ho marv da vezañ un emzivad. O c'has a rejont er-maez eus ar vro hep damant ebet d'o oad na d'o yec'hed. & Dre ast. Preder a gemerer da chom hep feukañ ub., hep lakaat ub. diaes. Na gaout damant evit lavaret udb. Hep kaout nemeur a zamant e tigoras frank e c'henoù. 3. Diegi. Damant en deus da vale. Damant o deus o lakaat dek gwenneg da brenañ marc'hadourezh. 4. Obererezh klemm. Chom a rae dilavar etre pep taol damant. & Trl. Damant eo ! : siwazh !

Exemples historiques : 
14
Masquer la liste des exemples

damant

1659
Référence : LDJM.1 pg soucy

N'en deus damant ebet ouzh ar beorien.

1850
Référence : GON.II.HV pg damañt (Il n'a aucune pitié des pauvres).

damant

1850
Référence : GON.II pg truez, truhez, pg damañt (Pitié, compassion, sentiment de douleur pour les maux d'autrui. Soin. Souci. Sollicitude. - Lésion, blessure. HV.)

E dal n'en doa damant.

1850
Référence : GON.II.HV pg damañt (Son front n'avait pas de blessure).

Gant kalz a zamant en deus graet kemeet-se.

1850
Référence : GON.II.HV pg damañt (C'est avec beaucoup de soin qu'il a fait cela).

Ne vije bet damant d'he lêr, / Anez ar goulmig wenn lavaras d'an heizez.

1867
Référence : MGK p48

Evit klask ul louzoù a-enep ar c'hleñved, al leon en e ali, 'lavaras d'al loened : - "Me gred, va mignoned, e vezimp stropet-holl evit hor pec'hejoù; pep rumm a yelo da goll, Ma ne deomp a-benn da sevel ouzh ar groug an torfedour brasañ , pennabeg eus an droug. Evel-se marteze 'torro nerzh ar c'hleñved, Ag unan o vervel, d'ar re all 'teuy yec'hed. Er skridoù e welomp pa c'hoarvez gwalleurioù, E klasker evel-se outo pep seurt louzoù. Kavet eo hon hini, n'hor beus nemet gwelet Piv ac'hanomp bremañ en deus gwashañ pec'hed. N'en em veulomp eta, hep damant diskouezomp Plegoù kuzh hor c'halon hag e pe stad emaomp. Evidon-me lontrek, me am eus dispennet, hep n'o doa graet droug din, un taol bras a zeñved, Hag a-wechoù, zoken em eus ivez debret Ar pastor deñved."

1867
Référence : MGK p24

Evit temziñ pep douar da reiñ ar gwellañ traoù / Nebeut a dra ve ret, ma karfe pep aotrou / Tennañ kresk, komision diwar bep koumanant, / Kaout truez oc'h an tieg hag oc'h e yalc'h damant, / Lezel an aotrou Doue da reiñ glav pe avel, / Derc'hel sioul e c'henoù hag e galon izel.

1867
Référence : MGK p95

damant

1909
Référence : BROU p. 221 (soin)

Ne chom ganto nemet un tamm skiant-prenet… ha prenet alies diwar o c’houst ha diwar o brasañ damant.

1944
Référence : ATST p.8-9

Ha setu perak ar baotred a gemeras hent ar maez, ha, goude, hent ar gêr, kerkent ha m’o doa resevet, evit o brasañ damant hag o brasañ displijadur, un testeni start eus buhez bev-buhezek an hini na oa ket beuzet.

1944
Référence : ATST p.131

Distroit buan war ho kiz / Ma roin dezhañ sakramant / Ha m'er louzaouin gant damant, / Un euflenn vuhez m'en deus c'hoazh.

1960
Référence : PETO p79

Un hent, savadurioù ar mererezh : ti ar gouarnamant, ar post, ti an orjalennoù dindanvorek, al lez-varn, ar maltouterezh, ar marc'had ; un iliz ; ha tiez-koñvers gant o lizherennoù kevrinus evit an neb a zo o paouez douarañ : C.E.C.A., S.E.A., S.H.O., C.F.A.O., hag all ; daou di bank ; un ostaleri ma red enni hep damant bep abardaez ar champagn, ar pernod hag ar whisky ; geoteier bras o c'holo kompezennoù traezh koulz lavaret hep an disterañ bruzhunenn[sic] douar bev.

1985
Référence : DGBD p27

"Poole" a eilgerias an noter, "mar lavarit se, ez eo va dever gwiriañ. Daoust da'm damant da drivliadoù ho mestr, ha d'an amzivin a-zivout an notenn-se, a hañval prouiñ ez eo bev bepred, e rankan anzav ez zo va dever terriñ an nor ha mont tre da welout.

2012
Référence : DJHMH p.68

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux