Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
123
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.g. A. 1. DAMANTIÑ DA UB., DA UDB. : kaout damant dezhañ. Damantiñ a ra kalz d'e vamm. 2. (db. an dud) Arboellañ, muzuliañ pizh e nerzh, e strivoù. Re 'm eus damantet da'm gar gleiz, bremañ em eus poan em gar zehoù. & (er st. nac'h alies) NA ZAMANTIÑ D'E BOAN, D'E GORF : labourat a-lazh-korf. Setu unan ha na zamant ket d'e gorf. 3. (db. an traoù) Arboellañ, diwall mat da chom hep foranañ. Damantiñ d'e zispignoù, d'e zanvez. Hennezh ne zamant ket d'an amanenn, d'an dour. 4. Na zamantiñ da, evit ober udb. : na gaout diegi ouzh e ober. Na zamantit ket da labourat. Arabat damantiñ evit ober an dra-se. & Ent krenn Difenn e vennozhioù hep damantiñ. B. 1. Gouzañv. O vezañ ma oan yaouank e oan barrek da c'houzañv meur a zevezh skuizhus hep damantiñ re. & Trl. (evit gourdrouz ub.) Ho lêr a zamanto ! : me a dalvezo an dra-se deoc'h. & Damantiñ a ri, a reot ! 2. Damantiñ da udb. : abalamour d'an dra-se. Gant ar boan am boe en em stlejis d'ar gêr en ur zamantiñ da'm gar gleiz. & Ent krenn N'eo ket dav dit damantiñ evel-se ! II. V.k.e. Kemer preder gant ub., gant udb. Damantiñ un den klañv. Damantiñ ub. er gêr. Daoust ma'm befe ma bevañs da zamantiñ e tegemeris al loen. III. V. em. EN EM ZAMANTIÑ : kaout morc'hed, keuz. Ne dalvez ket en em zamantiñ.

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

zamanten

1850
Référence : GON.II pg démañtein

damantiñ

1850
Référence : GON.II pg démañtein

An den diwar ar maez, / An tieg, na petra 'ta ![,] a grede e voa gwell / Kas diwar ar spered ar poanioù-se a-bell, / Ha dont hep damantiñ dioc'htu da labourat.

1867
Référence : MGK p79

Ne chomas dibreder / Da zamantiñ d'e gorf ; ha d'an tri all d'ar gêr / Teuas gantañ da noz boued a-walc'h da zibriñ.

1867
Référence : MGK p81

« Mard eo ur c'holl din-me, / Dezhañ e vo ive, / Rak ma na deu d'am c'haout ha d'en em zamantiñ, / Tesko diwar e goust mont da goumanantiñ. »

1867
Référence : MGK p93

— O va fried, va fried paour, va fried kaezh !… Truez, va Doue !… Truez !… a zamante Izabel, he bugaligoù en-dro dezhi o ouelañ. Truez, va Doue !… evit va fevar bugelig, va fevar bugelig emzivad !…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

Dalc'het 'm eus war ma zeod ha furoc'h ' oa, me gred, / Gant aon 've dav, un deiz, damantiñ 'vit an droug.

1960
Référence : PETO p33

Da vagañ dienez n'ho laoskin avat, / Ne vern pegen kalet 'tamanto ma chouk !

1960
Référence : PETO p24

Peogwir ne fell dit asantiñ, / Ec'h ez, raktal, da zamantiñ.

1960
Référence : PETO p39

Ret eo din troc'hañ berr, lakaat ar vaouez da serriñ he c'hlap, ha lavarout e ranko ar paotr damantiñ, pe ez eo deut e daol gantañ da vat pe ne deo ket.

1985
Référence : DGBD p124

Damantiñ a ran kalz, evit gwir, d'ar paourkaezh Hyde.

2012
Référence : DJHMH p34

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux