Alamaned
Alaman
Bez' e oa daou Alaman : Heinrich Zimmer ha Kuno Meyer [.]
Ankounac’haet o devoa, emichañs, e vije bet taget pell ’zo Bro-C’hall gant an Alamaned panevet d’e dad ha dezhañ.
Ha ne oa ket se ur souezh, rak pet ha pet gwech n’am eus ket klevet martoloded eus Plouha, Gwitalmeze, Pempoull, Gwaien pe Alre o kontañ traoù evel-henn : « Bout a zo bet adarre sach-krev etre c’hwiltouzed saoz ha ni, ha p’edomp war-nes bezañ roustet ganto, e tiredas Alamaned (pe Norvegiz) d’hor sikour da vreviñ o c’horf dezho (1)».
M'en divije herzet ouzh an daou lestr-se da vont du-hont da guzhat, biken ne vije aet an Durked a-du gant an Alamaned.
Da grediñ eo en devoa gwelet en e gousk skeudoù an Alamaned a zalc'has ar c'horn-douar-se etre 1911 ha 1914, ma rankjont tec'hout eus Ukoko, hag a droas goude e "Cocobeach", pe marteze ez eo ur c'hoñversant saoz bennak hag a vije bet diazezet eno ur wech bennak.
Ar C'hallaoued hag an Italianed zo boazetoc'h ouzh seurt traoù. An Alamaned a ya e belbi diouzhtu.
Mall zo warne dimeziñ, en abeg da Ouli dreist-holl a zo atav un Alaman anezhañ, pa vez anv eus steuñv, raktres pe deiziadoù, ez eo deuet da vezañ gresian mui pe vui.
Gant Morten e oa azezet e-kichen mogerioù-difenn an Alamaned, o-daou o sellet ouzh ar gêrig un tammig pelloc'h hag o rakaozañ [sic] ur veaj da Bariz ha ne zeufe morse da wir.
Mots précédents
Mots suivants
alamandez