Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
6
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1931, 1954, 1985, 2015] Den eus Alamagn. [1954] Bout a zo bet adarre sach-krev etre c’hwiltouzed saoz ha ni, ha p’edomp war-nes bezañ roustet ganto, e tiredas Alamaned (pe Norvegiz) d’hor sikour da vreviñ o c’horf dezho. [1985] Da grediñ eo en devoa gwelet en e gousk skeudoù an Alamaned a zalc'has ar c'horn-douar-se etre 1911 ha 1914, ma rankjont tec'hout eus Ukoko, hag a droas goude e "Cocobeach", pe marteze ez eo ur c'hoñversant saoz bennak hag a vije bet diazezet eno ur wech bennak. [2015] An Alamaned a ya e belbi diouzhtu. & ISTOR Alamaned ar Reter : annezidi Republik demokratel Alamagn, bro savet diwar dismantr an Alamagn goude an eil brezel bed ha dindan levezon an Unaniezh Soviedel betek 1989.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

Alaman

1931
Daveenn : VALL pg Allemand

Alamaned

1931
Daveenn : VALL pg Allemand

Bez' e oa daou Alaman : Heinrich Zimmer ha Kuno Meyer [.]

1944
Daveenn : EURW.1 p.176

Ha ne oa ket se ur souezh, rak pet ha pet gwech n’am eus ket klevet martoloded eus Plouha, Gwitalmeze, Pempoull, Gwaien pe Alre o kontañ traoù evel-henn : « Bout a zo bet adarre sach-krev etre c’hwiltouzed saoz ha ni, ha p’edomp war-nes bezañ roustet ganto, e tiredas Alamaned (pe Norvegiz) d’hor sikour da vreviñ o c’horf dezho (1)».

1954
Daveenn : VAZA p.103

M'en divije herzet ouzh an daou lestr-se da vont du-hont da guzhat, biken ne vije aet an Durked a-du gant an Alamaned.

1954
Daveenn : VAZA p.113, notenn 1

Da grediñ eo en devoa gwelet en e gousk skeudoù an Alamaned a zalc'has ar c'horn-douar-se etre 1911 ha 1914, ma rankjont tec'hout eus Ukoko, hag a droas goude e "Cocobeach", pe marteze ez eo ur c'hoñversant saoz bennak hag a vije bet diazezet eno ur wech bennak.

1985
Daveenn : DGBD p88

Ar C'hallaoued hag an Italianed zo boazetoc'h ouzh seurt traoù. An Alamaned a ya e belbi diouzhtu.

2015
Daveenn : EHPEA p33

Mall zo warne dimeziñ, en abeg da Ouli dreist-holl a zo atav un Alaman anezhañ, pa vez anv eus steuñv, raktres pe deiziadoù, ez eo deuet da vezañ gresian mui pe vui.

2018
Daveenn : PZORN p.317

Gant Morten e oa azezet e-kichen mogerioù-difenn an Alamaned, o-daou o sellet ouzh ar gêrig un tammig pelloc'h hag o rakaozañ [sic] ur veaj da Bariz ha ne zeufe morse da wir.

2023
Daveenn : DREAM p.18

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial