Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1931, 1943, 1944, 1985, 2015] Yezh c'hermanek zo boaziet e meur a vro en Europa (Alamagn, Suis, Elzas, Belgia, Aostria, h.a.). [1943] An anv-se : Gourvazenn an Douar-Bras - Plate-forme continentale e galleg, Kontinental Schelff en alamaneg, Continental Shelf e saozneg -, a reer eus an tachennadoù, kompez a-walc'h, a gaver etre an aod ha 200 m. donder, betek Torrod-meur an Douar-Bras - galleg : Talus continental ; alamaneg : Kontinental Abfall ; saozneg : Continental Slope - hag a ziskenn a-ziribin betek 1.000, 2.000 m. hag ouzhpenn. [1944] Digant ma mignon, Charlez Fahrner, a oa war ar studi ofiser-vor, hag a oa e gerent Alzasiz, em boa kentelioù alamaneg ; prenañ 'ris ivez oberoù Mistral, evit diskiñ un tammig provañseg. [1985] Tamall a raed dezhañ, sur a-walc'h en em santout muioc'h alaman eget gall, rak en alamaneg eo ec'h embanne da gentañ e levrioù. [2015] War e bellgomzer ti, en Alamagn, e c'houlenn diganin mouezh ar responter, en alamaneg hag e gresianeg, lezel ur c'hemennad. Komz, deskiñ alamaneg. Treiñ un destenn en alamaneg. 2. (impl. da eil elfenn en ur c'henstrollad anvioù) Termen a dalvez da aroueziñ un ober, un obererezh, ur garg dalc'het gant un den a denn d'ar yezh-se end-eeun. Ur yezhadur alamaneg, ur geriadur alamaneg-brezhoneg.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

"alamaneg" a. k.

1924
Daveenn : SKET.II p.115 « Geriadurig », "allemand (langue)".

alamaneg

1931
Daveenn : VALL pg allemand (langue)

An anv-se : Gourvazenn an Douar-Bras - Plate-forme continentale e galleg, Kontinental Schelff en alamaneg, Continental Shelf e saozneg -, a reer eus an tachennadoù, kompez a-walc'h, a gaver etre an aod ha 200 m. donder, betek Torrod-meur an Douar-Bras - galleg : Talus continental ; alamaneg : Kontinental Abfall ; saozneg : Continental Slope - hag a ziskenn a-ziribin betek 1.000, 2.000 m. hag ouzhpenn.

1943
Daveenn : TNKN p11

Digant ma mignon, Charlez Fahrner, a oa war ar studi ofiser-vor, hag a oa e gerent Alzasiz, em boa kentelioù alamaneg ; prenañ 'ris ivez oberoù Mistral, evit diskiñ un tammig provañseg.

1944
Daveenn : EURW.1 p64

Tamall a raed dezhañ, sur a-walc'h en em santout muioc'h alaman eget gall, rak en alamaneg eo ec'h embanne da gentañ e levrioù.

1985
Daveenn : DGBD p64

War e bellgomzer ti, en Alamagn, e c'houlenn diganin mouezh ar responter, en alamaneg hag e gresianeg, lezel ur c'hemennad.

2015
Daveenn : EHPEA p364

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial