Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1732, 1943, 1985, 2015] Eus Alamagn, a denn da Alamagn. [1732] Langaj alamagn [1943] Al lestr alaman Meteor. [1985] Hag a-vec'h ma welis an emgannoù a-raok bezañ tapet e roued an arme alaman, pevar devezh goude. [1949] Ur mell ki-gward Alaman. [2015] Lavaret eo bet din gant ar vlenierion alaman. Ar sonerezh alaman.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

langaj alamagn

1732
Daveenn : GReg pg allemand

Nemet n’o deus ket kavet an ergerzhourien-studiañ alaman ar mogerioù kuklopel a zo meneg anezho gant ar beajour kelt hag e tiskredont zoken e vije bet biskoazh Gordion kelc’hiet a vogerioù, S. Reinach, les fouilles de Gordion […].

1923
Daveenn : SKET p.15 (p.197 "Da reiz[h]a[ñ]": "P. 15, notenn 3, e lec’h « baejour » lenn « beajour »". )

Al lestr moroniezh gall Président Théodore Tissier da skouer, anezhañ unan eus ar gwellañ aozet, en deus graet meur a rummad sontadoù er Meurvor Atlantel hag er morioù o vevenniñ Europa, hag ivez al lestr alaman Meteor en Atlanteg ar Su.

1943
Daveenn : TNKN p12

Ar c'hi Soltan, ur mell ki-gward Alaman, torret e chadenn gantañ, a oa deut da lammat ouzh ar breur Arturo, evit c'hoari.

1949
Daveenn : SIZH p.46

A-hed ur sizhun e veze bemdeiz [bemdez] kaset ur rummad martoloded da goaniañ war ul lestr estren bennak, amerikan, rusiat, italian, alaman, danek, japanat ha me oar, en ur ger e pep lec’h nemet davet ar Saozon, daoust d’an Emglev Kalonek.

1954
Daveenn : VAZA p.103

Hag a-vec'h ma welis an emgannoù a-raok bezañ tapet e roued an arme alaman, pevar devezh goude.

1985
Daveenn : DGBD p6

[...] labouret em eus me en dezougen etrebroadel da vare ar juntenn ha lavaret eo [sic, ez eus] bet din gant ar vlenierion alaman.

2015
Daveenn : EHPEA p177

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial