dañsal
Nann ! emezi, N'ouzez ket petra eo karout... Neuze, petra a ouzez ? Ha gouzout a rez dañsal ... Ha seniñ gant ar gitar ?...
Ne vezez ket morse o tañsal ar « jota » e « La Zamorrana »? Anaout a rez « La Zamorrana » [']michañs, en tu-all d'ar pont war an Ebro. Dont a ri di ganin.
Savet e vo ul leur-c’hoari er porzh a-dreñv, dindan ar c’hled bras ma stign ennañ ar vartoloded o c’houez da sec’hañ, tu e vo da lakaat eno ur bern arvestourien da selaou pezhioù-c’hoari, kanaouennoù, fentigelloù a bep seurt, ha goude e tañso an holl, dañsoù Bro-C’hall, hag evel-just hor re-ni.
[...] ha pa stage kozh ha yaouank da zañsal an derobée : Bonjour, Marie-Perrine, Comment vous portez-vous ? en ur vont war du [war-du] ar vereuri ha keusteurenn vat Soaz Sapeur !
Diskan : Dañsomp ar garmagnolenn / Ha bep taol, ha bep taol, / Dañsomp ar garmagnolenn / Bevet trouz ar c'hanol.
Mots précédents
Mots suivants
dañser