deiz ha bloaz evit ur re
deiz-ha-bloaz
servij deiz-ha-bloaz
Krak-ha-berr ’vat e voe graet ar stal ganimp-hon-daou, rak dija an dri warn-ugent a viz Ebrel e kinnigas din ur pikol torkad bleunioù brug ha balan kutuilhet ganti war ar maez, ha diwar neuze eo deut an deiz-se da vezañ war an dro deiz-ha-bloaz va donedigezh er bed, hini hon dimez, ha kerkoulz-all hini hon eured, rak a-benn bloaz, devezh ha devezh, e voemp eurejet en Iliz sant Loeiz ar C’hallaoued e Moskov.
Div wech er bloaz d’an nebeutañ, da gala-Mae hag ar seitek a viz Here – deiz-ha-bloaz emsav ar Volcheviked – e tremen dre al leurgêr Ruz, dirak pennoù-bras ar gouarnamant chomet hep bezañ kraouiet pe zistrujet, an holl soudarded o lojañ e Moskov hag er rannvro a-bezh, ha d’ho heul mareadoù diniver a dud.
Ha diouzh tu he mamm e oant bet a-viskoazh a-enep an eured, ha ne veze darempred ebet etrezo, war-bouez eskemm kartennoù Nedeleg pe deiz-ha-bloaz, peotramant ur bellgomzadenn bennak ur wech dre vare.
Mots précédents
Mots suivants
deiziad