Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1931, 1954, 1955] Deiziad ma c'hoarvezas udb. bloaz pe meur a vloaz a-raok. [1931] Embannet eo bet al levr da-genver dekvet deiz-ha-bloaz marv an aozer. [1954] Krak-ha-berr ’vat e voe graet ar stal ganimp-hon-daou, rak dija an dri warn-ugent a viz Ebrel e kinnigas din ur pikol torkad bleunioù brug ha balan kutuilhet ganti war ar maez, ha diwar neuze eo deut an deiz-se da vezañ war an dro deiz-ha-bloaz va donedigez er bed, hini hon dimez, ha kerkoulz-all hini hon eured, rak a-benn bloaz, devezh ha devezh, e voemp eurejet en Iliz sant Loeiz ar C’hallaoued e Moskov. [1955] « Ur fazi ! eme un Aotrou em c’hichen, n’eus aze ofiser, na zoken isofiser ebet, soudarded int : met o vezañ ma lidomp hirie deiz-ha-bloaz ganedigezh hon Impalaer da zont, ar priñs Friedrich-Wilhelm, emaint holl eveljust en o c’haerañ. » 2. Ent krenn [1931] Deiziad ma voe ganet ub., bloaz pe meur a vloaz a-raok. Lidañ deiz-ha-bloaz ub. 3. Ent krenn [1732, 1931] Deiziad ma varvas ub. bloaz pe meur a vloaz a-raok. [1732] Deiz-ha-bloaz evit ur re. & [1732, 1931] Servij deiz-ha-bloaz : oferenn lidet en enor da ub. marvet bloaz zo. [1732] Servij deiz-ha-bloaz evit un den marv. [1931] Servij deiz-ha-bloaz.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

servij deiz-ha-bloaz evit un den marv

1732
Daveenn : GReg pg anniversaire

deiz ha bloaz evit ur re

1732
Daveenn : GReg pg anniversaire (service qu'on fait tous les ans pour un mort).

deiz-ha-bloaz

1931
Daveenn : VALL pg anniversaire

servij deiz-ha-bloaz

1931
Daveenn : VALL pg (service de) bout (de l'an)

Krak-ha-berr ’vat e voe graet ar stal ganimp-hon-daou, rak dija an dri warn-ugent a viz Ebrel e kinnigas din ur pikol torkad bleunioù brug ha balan kutuilhet ganti war ar maez, ha diwar neuze eo deut an deiz-se da vezañ war an dro deiz-ha-bloaz va donedigezh er bed, hini hon dimez, ha kerkoulz-all hini hon eured, rak a-benn bloaz, devezh ha devezh, e voemp eurejet en Iliz sant Loeiz ar C’hallaoued e Moskov.

1954
Daveenn : VAZA p.181

Div wech er bloaz d’an nebeutañ, da gala-Mae hag ar seitek a viz Here – deiz-ha-bloaz emsav ar Volcheviked – e tremen dre al leurgêr Ruz, dirak pennoù-bras ar gouarnamant chomet hep bezañ kraouiet pe zistrujet, an holl soudarded o lojañ e Moskov hag er rannvro a-bezh, ha d’ho heul mareadoù diniver a dud.

1955
Daveenn : VBRU p.56

« Ur fazi ! eme un Aotrou em c’hichen, n’eus aze ofiser, na zoken isofiser ebet, soudarded int : met o vezañ ma lidomp hirie deiz-ha-bloaz ganedigezh hon Impalaer da zont, ar priñs Friedrich-Wilhelm, emaint holl evel-just en o c’haerañ. »

1955
Daveenn : VBRU p.29

Ha diouzh tu he mamm e oant bet a-viskoazh a-enep an eured, ha ne veze darempred ebet etrezo, war-bouez eskemm kartennoù Nedeleg pe deiz-ha-bloaz, peotramant ur bellgomzadenn bennak ur wech dre vare.

2023
Daveenn : DREAM p.31

Ofis publik ar brezhoneg