Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Merk a dalvez da zisklêriañ an deiz, mui e viziad hag e vloaziad diouzh an dro, m'emeur, ma vez pe ma c'hoarvezas un darvoud bnk. Deiziad Pask a gemm a vloaz da vloaz. Ar Meurzh 28 a viz Gouere 1488 eo deiziad emgann Sant-Albin-an-Hiliber. An deiziad zo war an ti. 2. Ent strizh Deiz gouel ur sant er c'halander. An 19 a viz Mae eo deiziad sant Erwan.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

terzhiennoù deiziad

1732
Daveenn : GReg pg fievre (Fièvre éphémère)

deiziad

1732
Daveenn : GReg pg ephemere

un derzhienn deiziad

1732
Daveenn : GReg pg (fiévre) ephemere

terzhienn deiziad

1732
Daveenn : GReg pg fievre (Fièvre éphémère)

deiziad

1850
Daveenn : GON.II pg désiad

deiziad

1850
Daveenn : GON.II pg désiad

Koulskoude, pa vo peursellet ouzh dibun an deiziadoù, ne oa ket bet ken gorrek ha ken gorrek al labour a-hed istor savidigezh iliz-veur Kemper.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 7

Ret eo deomp a-raok pep tra gwiriañ gant an aerborzh ha gant an aergevredadoù an deiziadoù ma oa degouezhet er vro.

2015
Daveenn : EHPEA p370

Evel-se e vo tu da gavout ur c'hempouez etre an holl izili, ha choaz an traoù gwellañ en ur zerc'hel d'an unvaniezh. Ha bezañ gouest da zibab un dra all ouzhpenn deiziad ar vanifestadeg da zont.

2015
Daveenn : DISENT p23

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial