1. Rannoù eus ar plant, glas o liv prl., a gresk ouzh ar garennoù, ar bleñchoù pe ar gwrizioù hag a dalvez d'ar plant da seveniñ an eskemmoù gazel ret dezho evit bevañ.
Delioù butun, delioù kaol, delioù karotez. Delioù pin. Delioù zo war ar gwez, er gwez. Ar gwez a gemer delioù. Ur wezenn stank he delioù. Gwez disto eus o delioù. Dour diwar delioù kraoñ.
&
Delioù sec'h : delioù melenet ha kouezhet diouzh ar gwez.
&
Delioù padus : a chom meur a vloaz war ar gwez hep disec'hañ.
&
Delioù dibad : a gouezh en diskar-amzer.
&
Delioù-red : iliav.
&
Diskar an delioù : kouezh an delioù en diskaramzer.
Louzaouiñ da ziskar an delioù : er prantad ma taol ar gwez o delioù.
2. Trl. skeud.
Krenañ evel ur bern, ur barr delioù : krenañ kalz.
&
Ken stank hag an delioù : stank-tre.
&
Na sec'hañ ar fri gant delioù kaol : bevañ war an ton bras.
3. Dre ast.
Petalennoù.
Delioù flour ur rozenn.
4. Delioù-karotez : bezhin, o anv spesad Chondrus crispus.
EVEZH. : s.o. deil.
Référence :
GReg
pg fremir (trembler de peur, pp.)
d'an diskar eus an delioù e vez atav klañv
d'ann diskar eûz ann deliou é vvéz atô klañ
1850
Référence :
GON.II
pg diskar
da gouezh an delioù
da gouéz ann déliou
1850
Référence :
GON.II
pg delien, pg kouéz (à la chute des feuilles).
Ar gwez holl a zo goloet a zelioù.
Ar gwéz holl a zô gôlôed a zeliou.
1850
Référence :
GON.II
p.64
delioù
deliou
1850
Référence :
GON.II
pg delien (Feuille, partie de la plante qui en garnit les tiges et les rameaux. Pl.)
— « Alies, alies siwazh, emañ an droug, ar mad / O sevel harp-oc'h-harp er bed, evel er prad, / Sellet pizh a zo ret oc'h an dud, al louzoù, / Evit gouzout piv int, pe ez eo mat pe fall / O spered, o c'halon, o delioù, o gwrizioù. »
— « Aliez, aliez siouaz ! ema ann drouk, ar mad / O sevel harp-oc'h-harp er bed, evel er prad, / Sellet piz a zo red oc'h ann dud, al louzou, / Evit gouzout piou int, pe ez eo mad pe fall / Ho spered, ho c'haloun, ho deliou, ho grisiou. »
1867
Référence :
MGK
p71-72
Al labous fur neuze d'an den / A lavaras : — « Gwell eo ganen / Nijal, kanañ dre ar c'hoajoù, / Kousket a-zindan an delioù, / Sellet en Neñv oc'h ar stered / Bihan 'veldon ha kaer er bed. »
Al labouz fur neuze d'ann den / A lavaraz : — « Gwell eo gan-en / » Nijal, kana dre ar c'hoajou, / » Kousket a-zindan ann deliou, / » Sellet enn Env oc'h ar stered / » Bihan 'vel d-oun ha kaer er bed. »
1867
Référence :
MGK
p109
Erwanig, bremañ pa oa aet kuit an hini a lugerne e zaoulagad evel daou gef-tan, a c’hlabouse hag en em bompade. — Pet den n’am eus-me ket klevet oc’h en em fougeal, evel Erwanig, pell diouzh ar Prusianed, ha, dirazo, a grene evel delioù ?
Hervoanik, breman pa oa eat kuit an hini a lugerne he zaoulagad evel daou gef-tan, a c’hlabouse hag a en em bompade. — Ped den n’am euz-me ket klevet oc’h en em fougeal, evel Hervoanik, pell diouc’h ar Prusianed, ha, dirazho, a grene evel deliou ?
1877
Référence :
EKG.I.
p.150
An toull en doa goloet, evel ma oa ar c’hiz, gant skourroù bihan, delioù sec’h ha raden glas, evit kuzhet e draped.
An toull en doa goloet, evel ma oa ar c’hiz, gand skourrou bian, deliou seac’h ha raden glaz, evit kuzet he drapet.
1877
Référence :
EKG.I.
p.152
Eno, daoulinet e-kreiz ur vojenn derv, aet he delioù gant ar goañv, e kleve trouz an tennoù fuzuilh : a-wechoù, gant an avel yen ha yud a c’hwezhe dre ar gwez, e teue betek ennañ klemmoù ar re [a] oad o peurlazhañ, ha youc’herezh ar soudarded disakret…
Eno, daoulinet e kreiz eur vojenn dero, eat he deliou gand ar goan, e kleve trouz an tennou fuzil : avechou, gand an avel ien ha iud a c’houeze dre ar guez, e teue betek ennhan klemmou ar re oat o peur laza, ha iouc’herez ar zoudarded dizakret…..
1877
Référence :
EKG.I.
p.42
Chom a ris mantret. Ne ouzon ket pe glaz va morzhed pe yenien an noz a yoa kaoz, en em lakaat a ris da grenañ evel ur bern delioù.
Chom a riz mantret. Ne ouzoun ket pe glaz va morzed pe ienien an noz a ioa kaoz, en em lakaat a riz da grena evel eur bern deliou.
1878
Référence :
EKG.II
p.44
Hinoniñ a rae an neñv ; glas e oa ar geot hag an delioù ; dindan va c’hammedoù e pep lec’h e tigore bleunioù ; war ar skourr e kane an evn, ha d’am diskouarn e voude drantik ar gwenan.
Hinoni a rae an nenv ; glas e oa ar geot hag an deliou ; dindan va c’hammedou e pep lec’h e tigore bleuniou ; war ar skourr e kane an evn, ha d’am diskouarn e voude drantik ar gwenan.
1923
Référence :
SKET
p.22
O luskañ war-raok ker buan hag al luc’hed, e tremene dre greiz etre treid an daou venez, e treuze ar saonenn strizh hag e tizhe Bro al Luc’h Peurbad, ar Pradoù Bleuñvek, o frouezh-aour hag o delioù-heson an avalenned warno, hag enno o kerzhout hag o peuriñ kezekenned an Deiz.
O luska war-raok ker buan hag al luc’hed, e tremene dre greiz etre treid an daou venez, e treuze ar saonenn striz hag e tize Bro al Luc’h Peurbad, ar Pradou Bleunvek, o frouez-aour hag o deliou-heson an avalenned warno, hag enno o kerzout hag o peuri kezekenned an Deiz.
1923
Référence :
SKET
p.72 (+ p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 72, lin. 4 kent an dibenn, lenn : « aour o frouez ha heson o deliou an avalenned… »").
En he c’hichen, kelc’h[i]et gant ur c'harzh skav eus un tu, eus un tu all gant ur voger : ar pres[b]ital ; an ti, savet e-kreiz al liorzh, a guzh e fasadenn wenn dindan delioù ur wezenn fiez.
En he c’hichen, kelc’het gant eur harz skô eus eun[]tu, eus eun tu all gant eur voger : ar prespital ; an ti, savet e-kreiz al liors, a guz e fasadenn wenn deliou eur weenn fiez. [sic, "didan deliou eur ween fiez"]
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924) ("eus un tu" & "fasadenn wenn didan deliou..." reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845).
Hag o-daou en em vazhataent er foz, e-touez ar pri hag an delioù gleb, a daolioù daouarn, hag a daolioù treid.
1944
Référence :
ATST
p.21
Mont da laerezh avaloù : mont da guzhat ar godelladoù dindan ur bern delioù kras, da « bezelliñ ».
Mont da laerez avalou. Mont da guzat ar godelladou dindan eur bern deliou kraz, da « bezelli ».
1944
Référence :
EURW.1
p25
Evet e vez alies un doare te pe dizan graet gant an delioù ; devet e vez ivez evit ober moged da gas kuit ar c'hwibu hag ar moustiked.