Hag o-daou en em vazhataent er foz, e-touez ar pri hag an delioù gleb, a daolioù daouarn, hag a daolioù treid.
Met m’ho pije gwelet, tudoù, ar pallennoù dispar ledet war an hent bras dirak pep ti ! pallennoù a bep seurt stumm, aozet holl gant glazur, delioù ha bleunioù a bep seurt liv : elestr, roz, burlu, balan, glizin, pavbran, roz-chas [sic], rosuku, lili ha me oar pere ouzhpenn ! hag an eil kaeroc’h eget egile, met bep bloaz pallenn ebet ne veze par, na tost zoken, d’hon hini, pallenn an ti-butun, graet gant Ann-Mari Aubin.
Evet e vez alies un doare te pe dizan graet gant an delioù ; devet e vez ivez evit ober moged da gas kuit ar c'hwibu hag ar moustiked.